Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions Michelle Bachelet - Wikipedia

Michelle Bachelet

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Verónica Michelle Bachelet Jeria (* Santiago, 29 Gwengolo 1951), mezegez surjianez, pediatrez ha politikourez chilean. Ezel eo eus Strollad sokialour Chile (Partido Socialista de Chile) ha bet eo ministrez war ar Yec'hed e gouarnamant Ricardo Lagos etre 2000 ha 2002, a-raok dont da vezañ ar vaouez kentañ e Latinamerika oc'h ober evel Ministrez an Difenn (2002). Dilennet eo bet evel prezidantez ar republik e 2006. Deuet eo evel-se da vezañ ar c'hentañ plac'h dilennet da brezidantez e Chile evit pevar bloaz (resped 2006-2010). Kemer a ra lec'h ar prezidant Ricardo Lagos.

Ouzhpenn ar spagnoleg e teu brav ganti ar saozneg, an alamaneg, ar portugaleg, ar galleg ha gouzout a ra tammoù rusianeg ivez.

Taolenn

[kemmañ] Red buhez ha studioù

[kemmañ] Ar yaouankiz

Ganet eo bet e Santiago, ha merc'h eo d'ar jeneral Brigadennoù Aerlu Alberto Bachelet ha d'an antropologourez Ángela Jeria. Abalamour da labour he zad he deus bet bevet e bonoù Aerlu Chile e Quintero, Cerro Moreno ha San Bernardo. Etre 1962 ha 1963 eo bet evel-se er Stadoù-Unanet zoken. Da c'houde eo distro da Santiago. Heuliañ a ra he studioù eil derez el Lise Niv. 1 Javiera Carrera evit ar merc'hed ha kemer a ra perzh ennañ e strolladoù sonerezh ha c'hoariva gant studierien eus an Ensavadur Broadel Jeneral José Miguel Carrera evel Marco Antonio de la Parra. He bachelouriezh a dap e 1969

E 1970, ez a Bachelet er skol-veur vezegiezh ma tap he diplom surjianez pediatrek arbennikaet war an epidemiologiezh. E deroù gouarnamant Unaniezh pobl (Unidad popular) Salvador Allende, ec'h emezel er Yaouankizoù sokialour. E 1972 emañ he zad e-karg eus ar Juntas de Abastecimiento y Precios (JAP) (burev pourveziñ ha merkañ ar prizioù).

[kemmañ] Taol-Stad Pinochet hag harlu

Da-geñver taol-Stad an 11 Gwengolo 1973 eo harzet he zad, Alberto Bachelet, en Akademiezh an Aerlu dre an arbenn ma vije bet "treitour d'ar vammvro". Mervel a raio bloaz war-lerc'h, d'an 12 Meurzh 1974 diwar un taol kaher kalon goude bezañ bet aterset ha jahinet gant kamaladed dezhañ e-unan e toull-bac'h publik Santiago.

Kenderc'hel a ra Bachelet gant he studioù en ur harpañ ar strollad sokialour kuzh d'an ampoent. Harzet eo d'he zro, a-gevret gant he mamm, en abeg d'he labour stourm d'an 10 a viz Genver 1975 gant an DINA (Dirección de Inteligencía Nacional), Renerezh Broadel an Titouriñ, ar polis kuzh. Kaset e vez d'ar Villa Grimaldi, anezhi ur greizenn vac'hañ ma vez aterset ha jahinet a-raok bezañ treuzkaset da Cuatro Álamos. War-lerc'h bloaz er vac'h e vezont leusket da vont er-maez. Divizout a reont da gentañ mont en harlu da Aostralia ma vev he breur abaoe 1969 ha da c’houde en em staliont, en Alamagn ar reter. Eno e kendalc'h gant he studioù mezegiezh e Skol-veur von Humboldt Berlin ma timez gant an tisavour Jorge Dávalos, tad d'e vab henañ, Sebastián, bet ganet e Leipzig.

[kemmañ] Distro hag emouestl e buhez ar vro

Distro d'he bro e 1979 e kendalc'h gant he studioù e skol-veur Chile ma tap he diplom surjianerezh e 1982. Etre 1983 ha 1986 e talc’h d’en em arbennikaat e Skolaj mezegel Chile evit mont donoc'h gant ar bediatriezh hag ar yec'hed foran e servijoù an ospital Roberto del Río evit ar vugale. Er bloaz-se eo bet ganet he merc'h Francisca.

Er mare-se e kemer perzh er politikerezh ha stourm a ra evit ma tistrofe an demokratelezh e Chile. Nac'het eo dezhi gant ar galloud ar gwir da bleustriñ war he micher evit "abegoù politikel". En em zispartiañ a ra eus Jorge Dávalos ha kemer a ra perzh e stourm an aozadur anc'houarnamantel PIDEE (Protección a la Infancia Dañada por los Estados de Emergencia/Gwarez ar vugale bet graet gaou outo e stadoù a zifrae) betek 1990, a-benn skoazellañ bugale an dud aet diwar wel pe bet jahinet gant ar renad milourel. E penn ar PIDEE emañ etre 1986 ha 1990.

Michelle Bachelet en un diviz skinwel war Canal 13 ha CNN en Español
Brasaat
Michelle Bachelet en un diviz skinwel war Canal 13 ha CNN en Español

Goude distro an demokratelezh e 1990 e kav fred evel epidemiologourez e Servij yec'hed kêr ar c'hornôg ha, goude-se, e CONASIDA (Comisión Nacional del Sida/Poellgor Broadel ar Sida). Eno e ra anaoudegezh gant an epidemiologour Aníbal Henríquez, ma chomo gantañ e-pad tri bloaz. Diwar an darempred-mañ e c'hano he merc'h yaouankañ Sofía, e 1993.

Etre 1994 ha 1997, e labour Bachelet hag Alejandro Sandoval evel kuzulerien evit Ministrerezh ar Yec'hed. Labourat a ra-hi ivez evel kuzulierez evit Aozadur ledamerikan ar Yec’hed, Aozadur Bed ar Yec’hed hag an Deutsche Gesellschaft für Technische Zusammenarbeit (GTZ). Dedennet gant an darempredoù etre ar bed sivil hag an arme e stag, e 1996, gant studioù war ar strategiezh vilourel en Akademiezh vroadel ar studioù politikel ha strategel Chile. Tapout a ra ar plas kentañ ha kinniget e vez dezhi ur yalc'had gant prezidantelezh Chile evit studiañ e Skolaj etramerikan an difenn e Washington D.C. er Stadoù-Unanet.

Ur wech distro e 1998 e labour e-pad bloaz evel kuzulierez evit Ministrerezh an Difenn. Tapout a ra c’hoazh un diplom all da-heul he studioù war ar skiantoù milourel en Akademiezh vrezel arme Chile.

[kemmañ] Buhez politikel

Emezelañ a ra Michelle Bachelet e Strollad sokialour Chile er bloavezhioù 70. Ezel eo eus ar poellgor kreiz e 1995 hag, eus 1998 da 2000, eo bet ivez ezel eus ar burev politikel.

[kemmañ] Darempredoù gant an FPMR

Hervez lod he dije bet Michelle Bachelet un darempred karantez gant un ezel eus ar Frente Patriótico Manuel Rodríguez (FPMR) (Talbenn brogarour Manuel Rodríguez) e-kerzh ar bloavezhioù 80.

Daoust dezhi bezañ nac'het groñs bezañ bet ezel eus an FPMR pe bezañ kemeret perzh e nep taol sponterezh he deus anzavet he darempred gant un ezel eus an aozadur armet-se. Embannet eo bet en un doare foran gant an danvez prezidantez da-geñver Diviz prezidant Hualpén.

Michelle Bachelet evel Ministrez an Difenn e-kichen ar Prezidant Lagos e dibunadeg vilourel 2003
Brasaat
Michelle Bachelet evel Ministrez an Difenn e-kichen ar Prezidant Lagos e dibunadeg vilourel 2003

.

Lo que me importa son los valores, las personas, sus sueños y sus convicciones, y en ese sentido, él tenía su pensamiento y yo tenía el mío

Ar pezh zo pouezus din eo an talvoudoù, an dud, o soñjoù hag o c'hredennoù; war se eñ en doa e zoare soñjal ha me am boa ma hini

Michelle Bachelet, Kendiviz prezidant, Hualpén, 28 Ebrel 2005


Goude-se e voe brudoù e vije bet kemeret perzh gant Bachelet e skrapadenn Cristián Edwards, mab da Agustín Edwards, rener ar pemdezieg El Mercurio, kaset da benn d'an 9 a viz Gwengolo 1991 hag a badas pemp miz. Padal e voe distaloet an tamalloù-se ha prouet war-lerc'h e oant bet skignet gant Rómulo Aitken, bet isprefed Enklask ha bet tamallet dezhañ gant ar justis kaout liammoù gant floderien dramm. Labouret en doa Aitken evit strollad harpañ an danvez prezidant mirour Joaquín Lavín ha savet e vije bet un teul gantañ ha gant an ez-komiser Jorge Barraza evit louzañ Bachelet. Jorge Barraza en doa klasket er bloavezhioù 90 emellout gouarnamantoù Patricio Aylwin hag Eduardo Frei en obererezhioù er-maez lezenn er stourm a-enep d'ar strolladoù kuzh. Tamalloù na voe ket tu da brouiñ morse [1].

[kemmañ] An demokratelezh

E 1996, en em ginnig gant al livioù sokialour d’an dilennadeg kêr e Las Condes, e bannlev Santiago ; ne dap ket muioc’h eget 2,35 % eus ar mouezhioù avat.

D'an 11 a viz Meurzh 2000 eo anvet ministrez ar yec'hed gant ar prezidant Ricardo Lagos ha karget da echuiñ dindan tri miz gant ar rolloù gortoz ("colas") er c'huzulvaoù. Ne zeu ket a-benn Bachelet da dizhout ar pal penn-da-benn met dont a ra a-benn da grennañ kalzik war an amzer c'hortoz. Daoust da se e ra he soñj kinnig he dilez d'ar prezidant. Nac’het eo an dilez ha chom a ra Bachelet en he c'harg neuze.

E 2002, da-geñver un taol cheñchamant ministred eo anvet Bachelet da Vinistrez an Difenn. Ar plac'h kentañ en istor republikan ar vro er garg-se eo. Ur wech e karg e krog da c'hounit anaoudegezh ar bobl evit he labour evel m'en diskouez ar sondadegoù. Kroget e vez da soñjal enni evel danvez prezidantez.

Michelle Bachelet evel Ministrez an Difenn
Brasaat
Michelle Bachelet evel Ministrez an Difenn

[kemmañ] Emginnig d'ar brezidantelezh

E-tro dibenn Gwengolo 2004 eo uhel brud Bachelet e-touez an dud. Broudet e vez dre zindan gant ar prezidant Lagos evit en em ginnig d’an dilennadeg prezidant kentañ. Reiñ a ra he dilez eus he c'harg a vinistrez war an Difenn war un dro gant ar gañsellerez Soledad Alvear a-benn gouestlañ o holl nerzh d'ar c'houlzad prezidantel. Ret eo divizout war an doareoù da zispartiañ an div emstriverez neuze a-benn talañ ouzh Joaquín Lavín zo evit ar poent emstriver nemetañ an tu enep, evit dilennadeg prezidant Kerzu 2005. Divizet e vez neuze aozañ ur rakdilennadeg vroadel d'an 31 Gouere 2005 met d'ar 24 a viz Mae e tistro Soledad Alvear war he mennozh kentañ d’en em ginnig abalamour d’an diouer a skoazell diabarzh er strollad ha d’an izel ma oa he skeul vrud er sondadegoù. Dont a ra Bachelet da vezañ emstriverez nemeti an Emglev evit prezidantelezh ar republik

Gourc'hemennoù Ricardo Lagos da Vachelet goude an trec'h
Brasaat
Gourc'hemennoù Ricardo Lagos da Vachelet goude an trec'h

A-zehoù emañ eneberien pennañ Michelle Bachelet evit tro gentañ dilennadeg prezidant an 11 Kerzu 2005. Harpet eo Joaquín Lavín gant an Unaniezh demokratel dizalc’h (UDI, Unión Demócrata Independiente) hag, e-kreiz-dehou emañ, Sebastián Piñera, harpet-eñ gant an Nezezadenn vroadel (RN, Renovación Nacional). Lakaet en doa Lavín e anv c’hoazh evit dilennadeg prezidant 1999, ha tapet en doa 47,52 % eus ar mouezhioù en dro gentañ ha 48,69 % en eil tro, a-dal da Ricardo Lagos.

Da zeiz an dilennadeg, 11 Gwengolo 2005 e tap ar muianiver kentañ gant 45,95% eus ar mouezhioù pa ne dap Sebastián Piñera, e eneber tostañ, nemet 25,41%. Lavín eus e du ne dap nemet 23,25 % hag an tu kleiz pellañ 5,37% gant Tomas Hirsch.

D'ar 15 Genver 2006 e vez dalc'het un eil tro. Aze ez a ar maout gant Bachelet a dap 53,5% eus hollad ar mouezhioù e-skoaz 46,5% evit Sebastián Piñera e eneber eus an tu dehou. Deuet eo evel-se da vezañ prezidantez kentañ Chile abaoe 196 bloaz dizalc'hiezh. War un dro e teu da vezañ ar c'hwec'hvet maouez e penn ur Stad en istor Latinamerika goude Violeta Chamorro e Nicaragua María Estela Martínez de Perón en Arc'hantina, Lidia Gueiler Tejada e Bolivia, Rosalía Arteaga en Ecuador ha Mireya Moscoso e Panamá hag an eil bet dilennet ent demokratel e Suamerika goude Janet Jagan e Guyana.


Harpet eo bet emginnig Bachelet gant an emglev strolladoù politikel anvet « Kenemglev ar strolladoù evit an demokratelezh » (CPD, Concertación de Partidos por la Democracia), kevread er galloud a vod Strollad sokialour Chile (PSC, Partido Socialista de Chile), ar Strollad evit an demokratelezh (PPD, Partido por la Democracia), ar Strollad radikal sokial-demokrat (PRSD, Partido Radical Socialdemócrata) ha Strollad demokrat-kristen Chile (PDC, Partido Demócrata Cristiano de Chile).

E c'hourc'hemennoù c'hwekañ en deus embannet dirak an holl ar prezidant Ricardo Lagos en ur ziskouez e lorc'h evit trec'h Michelle Bachelet hag en ur bouezañ war roll an dilennadez nevez evel kentañ maouez prezidantez Chile. War un dro he deus resevet Bachelet gourc'hemennoù izili pouezus eus ar bed politikel broadel hag etrebroadel.

"¿Quién lo hubiera pensado, amigos y amigas?, ¿Quién hubiera pensando hace 20, 10 ó 5 años atrás que Chile elegiría como Presidenta a una mujer?. Es posible, porque los ciudadanos lo quisieron. Gracias Chile, gracias por el voto de millones de ustedes (...) Mi compromiso como Presidenta de Chile será recorrer junto a ustedes un tramo más de esta gran Alameda de libertad que hemos venido abriendo". Piv en dije kredet mignoned ha mignonezed ? Piv en dije kredet 20, 10 pe 5 bloaz zo e vije bet dilennet ur vaouez da brezidantez Chile. Posupl eo bet a-drugarez deoc'h keodedourien. Trugarez Chile, trugarez evit votoù milionoù ac'hanoc'h (...) gouestlañ a ran ober ganeoc'h un tamm hent ouzhpenn evel prezidantez Chile a-hed ar vali frankiz-mañ zo bet digoret ganeomp.

Michelle Bachelet Jeria en he frezegenn goude gouzout disoc'hoù ar votadeg, 15 Genver 2006


[kemmañ] Liammoù diavaez

Commons
Dafar ouzhpenn a-fed an tem-mañ a vez kavet e-barzh Wiki.Commons


Araozi:
Álex Figueroa
Ministrez war ar Yec'hed
2000-2002
War he lerc'h:
Osvaldo Artaza
Araozi:
Mario Fernández
Ministrez an Difenn
2002-2004
War he lerc'h:
Jaime Ravinet



Static Wikipedia (no images)

aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -

Static Wikipedia 2007 (no images)

aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -

Static Wikipedia 2006 (no images)

aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu

Static Wikipedia February 2008 (no images)

aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu