Mauretania
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
-
Evit implijoù all, gwelet Mauretania (digejañ).
Ur rouantelezh verber war aod Norzh Afrika e oa Mauretania (anvet diwar anv ar meuriadoù Mauri a roas o anv d'ar Vaoured diwezhatoc'h). En em ledañ a rae war kornôg Aljeria, ar Plaza de soberanía spagnol hag hanternoz Maroko. Ne oa ket diazezet rouantelezh Mauretania e-lec'h m'emañ Maouritania hiziv war aod ar meurvor atlantel e su Sahara ar C'hornôg.
Gant emled an Impalaeriezh roman e teuas Mauretania da vezañ ur rouantelezh suj. Roma a anvas enni ar roue suj Juba II eus Numidia. Pa varvas Juba e 23 e savas e vab Ptolemaios Mauretania war an tron en e lec'h. Desavet e oa bet Ptolemaios e doare ar Romaned. E 40 e voe lazhet gant Kaligula a zivizas stagañ Mauretania da vat ouzh an Impalaeriezh evel ur broviñs roman e 42 dindan ur gouarnour impalaerel (ha neket unan a-berzh ar Sened).
Er Iañ kantved e tivizas an Impalaer Klaoda rannañ Mauretania e div lodenn etre Mauretania Caesariensis ha Mauretania Tingitana a-hed linenn ar stêr Mulucha (Muluya) e-tro 60 km er c'hornôg da kêr Oran hiziv :
- Mauretania Tingitana, anvet da-heul anv he c'hêr-benn Tingis (Tanjah hiziv)
- Mauretania Caesariensis, enni kornôg ha kreiz Aljeria betek Kabilia (kêr-benn Cherchell hiziv, diwar an anv Caesaria.
Un Impalaer eus Roma zo bet genidik eus Mauretania : ar marc'heg Macrinus, a dapas krog er galloud goude muntr Caracalla e 217, met a voe trec'het d'e dro ha lakaet da vezañ lazhet gant Elegabalus ar bloaz war-lerc'h.
A-c'houde Tetrarkiezh an Impalaer Diokletian (293), e voe rannet ar vro e teir froviñs pa voe tennet ar vro reterañ vihan Sitifensis diouzh Mauretania Caesariensis.
[kemmañ] Gwelet ivez
- Roll rouaned Mauretania
- Bocchus Iañ Mauretania
- Jugurtha
[kemmañ] Mammennoù ha daveennoù
(da vezañ klokaet)
- (de)
Westermann, Großer Atlas zur Weltgeschichte
Proviñsoù Impalaeriezh Roma e 120 | |
---|---|
Achaea | Aegyptus | Africa | Alpes Cottiae | Alpes Maritimae | Alpes Poenninae | Arabia Petraea | Armenia Izel | Asia | Assyria | Bithynia | Britannia | Cappadocia | Cilicia | Commagene | Corsica et Sardinia | Creta et Cyrenaica | Cyprus | Dacia | Dalmatia | Epirus | Galatia | Gallia Aquitania | Gallia Belgica | Gallia Lugdunensis | Gallia Narbonensis | Germania Inferior | Germania Superior | Hispania Baetica | Hispania Baleares | Hispania Lusitania | Hispania Tarraconensis | Italia | Iudaea | Lycaonia | Lycia | Macedonia | Mauretania Caesariensis | Mauretania Tingitana | Moesia | Noricum | Numidia | Osroene | Pannonia | Pamphylia | Pisidia | Pontus | Raetia | Sicilia | Sophene | Syria | Thracia | |
kemmañ |