Loeiz ar Pelleter
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur geriadurour hag un den a ouiziegezh eo Loeiz ar Pelleter, bet ganet er Mañs e 1663 ha marvet en abati Landevenneg e 1733. Savet en deus ur geriadur etimologel eus ar brezhoneg a chomas e stumm ur dornskrid a-raok dezhañ bezañ adkavet gant Pêr-Hiasint Moris, manac'h beneat ivez, hag embannet e 1752.
Anezhañ ur manac'h stag ouzh kenvreuriezh veneat Saint-Maur, ez eas da Landevenneg e 1725 ha goude da abati Lokmazhe Penn-ar-Bed e-pad eizh vloaz. Levraouegour Landevenneg eo bet e vuhez-manac'h-pad.
[kemmañ] Oberenn
Dictionnaire de la Langue bretonne où l'on voit son antiquité, son affinté avec les anciennes langues, avec l'étymologie de plusieurs mots des autres langues. Roazhon, 1752