Liñs Pardel
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
|
|||||
---|---|---|---|---|---|
Lynx pardinus
|
|||||
Rummatadur klasel | |||||
Ren : | Loened | ||||
Skourrad : | Chordata | ||||
Kevrennad : | Vertebrata | ||||
Urzhiad : | Carnivora | ||||
Kerentiad : | Felidae | ||||
Genad : | Lynx | ||||
Anv skiantel | |||||
Lynx pardinus Temminck, 1827 |
|||||
Statud CITES : | Stagadenn I , Adwel 18-01-1990 |
||||
Statud CITES : | Stagadenn II , Adwel 04-02-1977 |
||||
Statud CITES : | Stagadenn III , Adwel 22-04-1976 (e Tunisia) |
||||
|
Al liñs pardel (Lynx pardinus, wechoù'zo Felis pardina) a zo un spesad eus ar genad lynx.
[kemmañ] Perzhioù
Heñvel a-walc'h ouzh liñs Europa eo al liñs pardel hag unan eus e ispesadoù e veze graet anezhañ n'eo ket pell 'zo. Bihanoc'h eo avat, ha saotret eo e vlevad tra ma ne zoug jini e genderv an hanternoz nemet roudennoù damsklaer.
Pouezañ a ra war-dro 12-13 kg, un tammig nebeutoc'h evit ar barezed. Ar piri a vuzul 88 cm hag ar barezed 88 cm gant ul lost a 12-13 cm. An aneval tostañ eus liñs Europa eo moarvat ha gantañ e kenvevas er pireneoù war a seblant. Drebriñ a ra bronnegoù bihan dreist holl evel ar c'honikl pe ar gedon. Er c'hoadigoù ha strouezhegoù e vev dreist holl.
Ar barezed o-deus etre unan ha pemp kizhierigoù e meurzh pe ebrel goude un dougen a div viz. En em c'houennañ a c'hellont goude ur bloavezh.
[kemmañ] Annez
Unan eus anevaled ralañ e Europa eo al liñs pardel. Kavet gwechall e-barzh tout al ledenez ne dreuzvev hiziv nemet en un nebeut ennezennadoù. Ne vefe mui nemet 150 anezho en natur hag e Coto Doñana ha Andújar hepken e vefe ar boblañs bras a-walc'h evit ma c'hellont en em c'houennañ. Al liñs pardel a zo gwarezet gant a lezenn met kinniget eo c'hoazh gant ar bigrierezh, distrujadur e annez hag ar viksomatoz he-deus dinodet e breizhoù.
E 2005 e voe ganas liñsoù pardel en ereoù evit ar wech genta, ar pezh a laka anezhor da esperiñ savetaiñ ar spesad zoken ma ya da get en natur.