Lech Kaczyński
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Lech Aleksander Kaczyński a zo bet ganet d'an 18 a viz Mezheven 1949 e Varsovia hag aet eo da Brezidant Polonia d'an 9 a viz Here 2005.
Er bloavezhioù 1970 e oa bet gant ar strolladoù enep-komunour hag e 1980 e oa kuzulier Lech Wałęsa. E miz Kerzu 1981 e oa bet kaset d'an toull-bac'h avat pa oa bet disklêriet ar "stad a vrezel".
Koulskoude e krogas da zistagañ diouzh Walesa pa oa a-enep d’an daol-grenn 1989 a glaske kaout marc'had gant ar re bet e-karg eus ar reizhad komunour. E enebiezh ouzh ar gomunourien zo kaoz en deus kement a zisfiz diouzh ar reizhad kevalaour pa oa ul lodenn vat eus ar re bet er strollad komunour oc'h ober o hent eno dre brenañ an embregerezhioù bras.
Gant e vreur gevell e penn ar strollad Gwir ha Justis emañ gant ul luskad mirour ha katolik. Berzet eo bet ar Gay Pride gant Lech Kaczyński, maer Varsovia anezhañ.
[kemmañ] Gwelet ivez
Jarosław Kaczyński, e vreur gevell, rener ar strollad Gwir ha Justis (Prawo i Sprawiedliwość). Nac'het en deus dont da vezañ Kentañ Ministr daoust ma oa bet gounezet ar votadegoù gant e strollad. Met anvet eo bet a-benn ar fin da Gentañ Ministr gant e vreur d'an 9 a viz Gouere 2006.