Léon Fleuriot
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Léon Fleuriot zo ur c'helenner skol-veur eus Breizh, arbennigour war Istor Breizh hag ar Vrezhoned a-raok ar Grennamzer ha war ar yezhoù predenek (brezhoneg Enez Breizh) .
Ganet e oa bet d'ar 5 a viz Ebrel e 1923 e Montroulez en ur familh a orin eus Kintin. Pa oa yaouank en doa studiet brezhoneg hag ez eas da skolveurieg war an Istor e 1950. Kelenn a reas istor en ul lise hag ur skolaj e Pariz, e bannlev Pariz hag e Prytanée militaire La Flèche. E 1958 ez eas d'ar CNRS, ha doktoret e voe er Sorbonne e 1964 gant un dezenn diwar-benn an henvrezhoneg, pe brezhoneg-kozh, le vieux-breton, éléments d'une grammaire, gant un adtezenn, Dictionnaire des gloses en vieux-breton, da lavaret eo Geriadur ar spisc'herioù en henvrezhoneg.
E 1966 e voe anvet kelenner war ar studioù keltiek e Skol-Veur Breizh-Uhel ha war un dro rener-enklask en École pratique des Hautes Études e Pariz. Labourat a reas da ziorren kelenn ar brezhoneg er skol-veur hag embann un toullad skridoù diwar-benn studi an henvrezhoneg hag ar yezhoù predenek. E bennoberenn eo e levr istor Les origines de la Bretagne, embannet e 1980, ma tispleg ennañ un istor anavezet nebeut, studiet gantañ er skridoù kozh latin gant daoulagad ur brezhoneger, diwar-benn ar c'hantvedoù kentañ war-lerc'h Jezuz-Krist en Arvorig ha Galia an Hanternoz.
Mervel a reas trumm e Pariz d'ar 15 a viz Meurzh 1987, diechu gantañ leizh a enklaskoù.
[kemmañ] Oberennoù
- Dictionnaire des gloses en vieux breton, Paris, Klincksieck, 1964; adtennet, gant ur stagadenn e 1985. Toronto, Prepcorp Limited, 1985.
- Le vieux breton, Éléments d'une grammaire, Paris, Klincksieck, 1964.
- Les origines de la Bretagne, Paris, Payot, 1980.
- Notes lexicographiques et philologiques (dastumad ar pennadoù embannet en Études celtiques, prientet gant Gw. ar Menn), Skol, 1997.
- Rannoù ha kenlabour e-barzh levrioù graet a-stroll, en o zouez:
- Récits et poèmes celtiques, Paris, Stock, 1981.
- L'histoire littéraire et culturelle de la Bretagne (levrenn 1), Paris, Genève, 1893.
- Pennadoù e-barzh kelaouennoù evel Annales de Bretagne, Bulletin de la Société archéologique du Finistère, Études celtiques, Hor Yezh...
(ul levrlennadurezh gant Gwennole ar Menn a vo kavet e-barzh Bretagne et pays celtiques, langues, histoire, civilisation (Skol, PUR, 1982), ul levr en e enor.)