Kevredad (gwir gall)
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
E Bro-C'hall, meizad ar c'hevredad a zo termenet gant mellad 1832 ar C'hod keodedel :
-
- « Ensavet eo ar c'hevredad gant daou pe meur a hinienn a ziviz dre gevrat dereiñ d'un embregadenn boutin madoù pe o oberiantiz e sell da rannañ ar gounid pe da dennañ splet eus an arboelladenn a c'hello disoc'hiñ diwar se.
Gallout a ra bezañ ensavet, e degouezhioù termenet gant al lezenn, dre akta bolontez un hinienn hepken.
Ar re gevredet a n' em ouestl da gemer perzh er c'holloù. »
- « Ensavet eo ar c'hevredad gant daou pe meur a hinienn a ziviz dre gevrat dereiñ d'un embregadenn boutin madoù pe o oberiantiz e sell da rannañ ar gounid pe da dennañ splet eus an arboelladenn a c'hello disoc'hiñ diwar se.
En destenn-mañ e taolenna an embregerezh an obererezh boutin hag ar c'hevredad a zo an enkorfadur gwirel a gaso an embregerezh-se da wir.
E kemm gant seurtoù all a dudelezh – pergen ar c'hevredigezhioù –, ur c'hevredad en deus atav ur c'halvidigezh armerzhel (pourchas madoù ha servijoù da baeañ, genel spletoù pe arboelladennoù, hag o rannañ), gwezh a vez (ral a wezh) a-gevret gant ur c'halvidigezh sokial.
[kemmañ] Rummoù kevredadoù (er gwir gall)
[kemmañ] Kevredadoù kenwerzhel
Emañ ar c'hevredadoù-se dindan gwir ar c'henwerzh/an aferioù.
- Kevredad dizanv, pe Kevredad dre gevrannoù (KDG), a c'hell bezañ dezhañ stumm ur c'hevredad kevelouri broduiñ (KKP)
- Kevredad kevelourel
- Kevredad dre gevrannoù eeunaet, pe KDGE ;
- Kevredad dre gevrannoù eeunaet unperc'henn, pe KDGEU ;
- Kevredad Bevennet e Atebegezh, pe KEBAT, a c'hell ivez bezañ dezhañ stumm ur c'hevredad kevelouri broduiñ (KKP) ;
- Embregerezh unperc'henn bevennet e atebegezh, pe EUBAT (argemm ar C'HEBAT ennañ ur c'hevredat hepken) ;
- Kevredad gougemennet eeun (KGE) ;
- Kevredad gougemennet dre gevrannoù (KGDG) ;
- Kevredad dre anv boutin (KDAB).
- Kevredad dizanv sportour micherel ou KDSM
- Kevredad Europat (KE)
[kemmañ] Kevredadoù keodedel
An holl gevredadoù nann kenwerzhel a zo keodedel. Dindan ar gwir keodedel emañ ar c'hevredadoù-se.
- Kevredad keodedel (ar C'hevredad keodedel diloc'hvadoù (KKD) eo an hini anavezetañ),
- Kevredad Keodedel Micherel (KKM)),
- Kevredad Keodedel Araezioù (KKA),
- Kevredad embregvezh frank (KEF).
An tri diwezhañ-mañ a vod izili ar micherioù frank reolennet (kontourien-prizachourien, mezeien, breutaerien, ha c'hoazh) evit reiñ dezho an tu da embreger a-stroll ha da rannañ ar frejoù lojeiz ha framm (rannañ ur sekretourva, da skouer).