Kazh bay
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
|
|||||
---|---|---|---|---|---|
C. badia
|
|||||
Rummatadur klasel | |||||
Ren : | Loened | ||||
Skourrad : | Chordata | ||||
Kevrennad : | Vertebrata | ||||
Urzhiad : | Carnivora | ||||
Kerentiad : | Felidae | ||||
Genad : | Catopuma | ||||
Anv skiantel | |||||
Catopuma badia Gray, 1874 |
|||||
Statud CITES : | Stagadenn II , Adwel 1990 |
||||
|
Ar c'hazh bay (Catopuma badia), anvet ivez kazh Borneo, pe karzh ruz Borneo pe kazh bay Borneo, a zo ur c'hazh gouez na gaver nemet e Borneo. Unan eus ar c'hizhier nebeutañ anavezet eo. Pa voe tapet ur barez e 1994 ne oa bet ket gwelet adalek 1928. Darn vrasañ ar glaskourien a renk anezhañ er genad felis met reoù arall e laka er genadoù Catopuma pe Profelis.
Taolenn |
[kemmañ] Perzhioù
Ur blevad gell-ruz en-deus ar c'hazh bay ar peurliesañ. Gris e c'hell bezañ wechoù'zo, avat. Roudennoù gwenn en-deus war e zeremm ha ront ha gell-du ez eo e zivskouarn. Du eo lein e benn ha div linenn wenn a red a-dreuz e zivjod.Gwenn eo e c'hroñj ha, hervez Sunquist ez eus ur merk heñvel ouzh ur M war revr e benn.
Muzuliañ a ra 50 cm gant ul lost a 30 cm. Kar eo d'ar c'hazh alaouret Azia hervez dielfennadurioù genel nevez.
[kemmañ] Annez hag emzalc'h
Er c'hoadegoù glaviek e vev ar c'hazh bay hag e roc'hellegoù. Hemolc'h a ra evned ha skrignerien dreist holl. Argasiñ marmouzed a c'hell, avat.
[kemmañ] Mirerezh
N'anavezer ket pegement kizhier bay ez eus en natur met en arvar bra eo ar c'hoadeg ma vevont. En abeg d'a dra-se e voe bet lakaet ar c'hazh bay e stagadenn II ar CITES. Hervez an IUCN ez eo gloazus. Ar boblañs a c'hellfe bezañ war-dro 2000 penn.