Kab ar Pikernigoù
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Kab ar Pikernigoù eo an anv roet gant ar verdeerien portugalat o deus dizoloet anezhañ (Cabo das Agulhas e portugaleg) diwar neuz lemm e roc'helloù. E poent ar suañ ma c'heller kavout e kevandir Afrika emañ, e Unaniezh suafrikan, proviñs Kornôg Kab hiziv. Ur monumant bihan a zo bet savet evit diskouez ar poent m'emañ, dre emglev, un disparti difetis etre ar Meurvor Atlantel ha Meurvor Indez. N'eus ket kalz a dud o vevañ er bastell-vro p'eo Kêr-ar-C'hab war-dro 170 km pelloc'h er c'hornôg.
Dre voas e vez kontet Kab ar Spi Mat, hemañ 140 km ac'hann di e kornôg e-touez ar c'haboù meur, met ouzhpennet e vez er roll gant lod p'eo e endro eus ar re dañjerusañ evit al listri. A-hont ez eus bet aet da goll meur anezho p'eo bas an dourioù koulz war an aod ha war ur vazenn ha pelloc'h en donvor.
Ur gasenn vras, hini Benguela a ya ouzh kasenn Antartika e tro ar pol hag an avelioù bras o skeiñ d'ar Reter ken e vez gwelet gwagennoù divent (30 m o uhelded a-wechoù) e-kichen ar c'hab.