Jafrez Menoe
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Jafrez Menoe zo ur manac'h pe ur beleg kembreat eus an XI-vet kantved (ganet war-dro ar bloavezh 1100, marvet war-dro 1155) hag a zo brudet dreist-holl abalamour d'e levr Historia Regum Britanniae, da lavarout eo Istor Roueed Breizh.
Gwelet eo evel unan eus tadoù mojenn ar roue Arzhur ha war un dro, a-wechoù, evel kentañ istorour Breizh-Veur, un titl a zerefe muioc'h ouzh Gweltaz ha Nennius.
Taolenn |
[kemmañ] E vuhez
Daoust ma n'ouzer ket pelec'h e oa ganet e kreder e oa e kêr Menoe e Kembre hag e oa deuet e dud eus Breizh. Anaout mat a rae ar c'hornad bepred, ha deskrivañ a ra Caerleon (nepell alese) en Historia Regum Britanniae.
Studioù a reas en Oxford, ma reas anaoudegezh gant an arc'hdiagon Walter a Oxford. E 1152 e voe anvet da eskob Llanelwy (en hanternoz Kembre), dek devezh goude bezañ bet beleget, met ne greder ket ez eas di biskoazh abalamour d'ar brezelioù a oa etre ar roue Owain Gwynedd ha roue Bro-Saoz. Mervel a eure tri bloaz war-lerc'h.
[kemmañ] E oberennoù (e latin)
- Prophetiae Merlini (Diouganoù Marzhin)
- Historia Regum Britanniae (Istor Roueed Breizh)
- Vita Merlini (Buhez Marzhin)
[kemmañ] Diwar-benn e oberennoù
[kemmañ] Prophetiae Merlini
Kentañ levr a skrivas Jafrez a voe Prophetiae Merlini a voe skrivet a-raok ar bloaz 1135. Hennezh eo a levr kentañ savet diwar-benn an hudour Merlin, rak a-raok n'anavezed nemet "Myrddin" el lennegezh kembraek [1]. Kred a voe en diouganoù a oa el levr betek 300 vloaz war-lerc'h. [2]. Diwezhatoc'h e voe ebarzhet diouganoù all el levr. [3].
[kemmañ] Historia Regum Britanniæ
[kemmañ] Vita Merlini
Etre 1149 ha 1151 e voe skrivet Vita Merlini . dastumet ez eus ennañ mojennoù diwar-benn Myrddin.