Griko
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Ar griko a zo ur rannyezh gresianek komzet er rannvro Magna Graecia bet o en em astenn e kreisteiz Italia ha Sikilia e-pad an Henamzer. Div gumuniezh ez eus en Italia ma vez komzet griko: unan e Kalabria hag eben e Poulia.
Diorren a reas ar griko diwar ar ar gresianeg dorek ha neuze ez eo diheñvel a-walc'h diouzh ar gresianeg a-vremañ komzet e Gres bet deveret diwar ar gresianeg hellenek. Met daoust da se e c'hell komzerion an div yezh dont a-benn d'en em gompren tamm pe damm.
Anavezout a reas Breujoù Italia kumuniezh griko Salento dindan an anv "Minoranze linguistiche Grike dell'Etnia Griko-Salentina".
Taolenn |
[kemmañ] Testenn skwer:
[kemmañ] Griko
Εβώ πάντα σε σένα πενσέω, γιατί σένα φσυχή μου 'γαπώ, τσαι που πάω, που σύρνω, που στέω στην καρδιά μου πάντα σένα βαστώ.
Ebow panta se sena pensèow, ghiatì sena phsikhèy mou gapòw, Tsai pou paow, pou syrnow, pou steow steyn kardià mou panta sena bastòw.
[kemmañ] Gresianeg a-vremañ
Εγώ πάντα εσένα σκέφτομαι, γιατί εσένα ψυχή μου αγαπώ, και όπου πάω, όπου σέρνομαι, όπου στέκομαι, στην καρδιά μου πάντα εσένα βαστώ.
[kemmañ] Brezhoneg
Soñjal ennout a ran atav
rak da garout a ran, ma ene,
ha n'eus forzh pelec'h ez afen, n'eus forzh pelc'h e chomfen a-sav,
Em c'halon e vi-te atav.