Friedrich Sämisch
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Friedrich (Fritz) Sämisch, bet ganet d'an 20 a viz Gwenholon 1896 Berlin-Charlottenburg (Alamagn), marvet d'an 16 a viz Eost 1975 e Berlin-Wannsee (Alamagn) .
Mestrc'hoarier echedoù alaman.
Kemer a reas an deirvet plas e tournamant Baden-Baden (1925), goude Aleksandr Alekhin hag Akiba Rubinstein, met dirak Efim Bogoljubov , Frank Marshall, Savielly Tartakower, Abram Rabinovitch, Ernst Grünfeld hag Aaron Nimzowitsch. Kentañ e voe e Vienna (1921), Dortmund ha Brno (1928), a-gevred gant Richárd Réti ar wezh-mañ. Eilvet e voe e Berlin (1927) hag adarre e Berlin e 1928, a-gevred gant Efim Bogoljubov hag Aaron Nimzowitsch.