Emsavadeg ar Bonedoù ruz
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Emsavadeg ar Bonedoù ruz a oa un emsavadeg pobl c’hoarvezet e Breizh e 1675 ha kastizet garv gant gouarnamant ar Roue Loeiz XIV.
Digejañ a ra an istourourien daou varead :
- Unan kentañ, c’hoarvezet e kêrioù bras reter ar vro, Roazhon dreist-holl, ha Naoned, e miz Ebrel 1675 hag anvet Emsavadeg ar Paper timbr, dre ma oa savet a-enep da daosoù berniet war an dud, en o zouez ar paper timbr lakaet da ret evit ober aktaoù.
- E Breizh-Izel e voe reuz er maezioù, gant kouerien, hag anvet eo Emsavadeg ar Bonedoù ruz, dre ma veze gwisket ar beizanted gant bonedoù ruz (pe glas, kement-se a oa hervez al lec’hioù). E Kernev hag e Treger dreist-holl e voe freuz ha reuz, e miz Gouere hag Eost.
Tammoù reuz a savas er memes mare e kêrioù zo evel Dinan, Gwened, hag e Roazhon muioc’h c’hoazh.
Taolenn |
[kemmañ] Red an darvoudoù
Klevet e vez ez eus bet un emsavadeg e Bourdel a-enep tailhoù ’zo (nebeut a dra e gwirionez). En em sevel a ra an dud e kêr Roazhon d’an 3 a viz Ebrel 1675 pa glevont ar c’heloù. Lakaet eo an arigrap war burevioù butun ha war burev ar paper timbr e Breujoù Breizh.
Kemend-all a c’hoarvez e Naoned, Gwened, Gwengamp, Dinan, h.a. Un emsavadeg kêr eo bet e penn kentañ eta. E penn an emsavadeg ez eus parlamantourien ha tud eus ar bobl. Arme ar roue, renet gant an dug de Chaulnes a zo karget da lakaat an urzh da ren en-dro. Kregiñ a ra an “adurzhiañ” e Naoned. Eno eo lakaet d’ar marv Goulven Salaun a oa e penn ar jeu..
[kemmañ] Abegoù an emsavadegoù
- War greskiñ ez a atav an tailhoù lakaet war-sav gant ar galloud kreiz, ar Roue Loeiz XIV adalek 1670. Koulz an noblañs hag ar bobl a zo paket en afer-se. Pa vez lakaet war-sav « ur paper timbr ispisial evit an aktaoù gwiriañ ha justis » ha gwirioù nevez war ar milinoù, ar goredoù, hag ur bern traoù all c’hoazh, e klask Stadoù Breizh adprenañ Edidoù ar Roue en eskemm d’an hanter muioc'h eget o zalvoudegezh. Darn hepken a vez dilezet. Bloaz war-lerc’h e vez adsavet an edidoù-se hep goulenn nag ali nag aotre Stadoù Breizh.
Sevel a ra emsavidi all a-enep an noblañs hag an uhelidi, an taosoù, ar gwirioù-dreist. Goulenn a raent ivez difenn frankiz Breizh. Plantet e voe an tan ganto e manerioù hag e kastellioù ‘zo, ha devet dielloù.
[kemmañ] Kodoù
Lakaat a rejont a-wechoù o c’hoantoù dre skrid, anvet Code païsan, pe neuze c’hoazh e brezhoneg Pessovat (pezh zo a vat), ha sinet Torr e benn.
[kemmañ] Levrioù
- Léon de La Brière, Madame de Sévigné en Bretagne, Éditions Hachette, Pariz, 1882;
- Serge Duigou, La Révolte des Bonnets Rouges en pays bigouden, Éditions Ressac, Kemper, 1989;
- Serge Duigou, Les coiffes de la révolte, Editions Ressac, Kemper, 1997.
- Yves Garlan et Claude Nières, Les révoltes bretonnes de 1675, Éditions Sociales, Pariz, 1975;
- Charles Le Goffic, Les Bonnets Rouges , Éditions La Découvrance, 2001;
- Jean Lemoine, La Révolte du Papier timbré ou des Bonnets Rouges, Plihon, Roazhon, H. Champion , Pariz, 1898;
- Arthur Le Moyne de La Borderie, La Révolte du Papier Timbré advenue en Bretagne en 1675, adembannet e-barzh Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (collection 10/18), Pariz, 1975;
- Boris Porchnev , Les buts et les revendications des paysans lors de la révolte bretonne de 1675, embannet e-barzh Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (collection 10/18), Paris, 1975;
- Armand Puillandre, Sébastien Le Balp - Bonnets Rouges et papier timbré, Éditions Keltia Graphic- Kan an Douar, Landelo-Speied, 1996.
- Serge Duigou, La révolte des pêcheurs bigoudens sous Louis XIV, Editions Ressac, Kemper, 2006.