Diosez
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Un diosez a oa un unanenn velestradurel en impalaeriezh roman diwezhañ bet krouet gant Diokletian (adal mare an detrarkiezh, IVe kantved). Meur a broviñs a oa en un diosez. Pevarzek diosez a voe savet bodet d'o zro e pevar prefeti. E penn an diosezoù e oa ur vikel a oa dileuriad sivil an impalaer.
Kemeret eo bet da ziazez framm an diosezoù hag ar bevennoù anezho gant an Iliz katolik roman evit mont da sevel an eskoptioù kentañ.