Diaouled ar Menez
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Diaouled ar Menez eo ar strollad sonerezh en deus roet lañs da c’hiz ar strolladoù fest-noz.
Savet eo bet ar strollad e dibenn 1971 gant Yann-Erwan ar C’horr, Bruno ar Manac’h ha Fulup ar Balp e Karaez, gant an anv Avel ar C’hwitell da gentañ. Tommet e oant ouzh sonerezh ar vro war-lerc’h berzh Alan Stivell.
Yann Goasdoue a gemero perzh ganto buan a-walc’h e 1972, ha kemer a reont neuze an anv Diaouled ar Menez, anv kavet gant Youenn Gwernig. Diazezet eo o sonerezh, leun a startijenn, war donioù dañs Breizh-Izel dreist-holl.
Menegomp eo brezhoneg-holl golo o fladennoù.
[kemmañ] Sonerien
Pennañ sonerien bet ar strollad :
Yann Goasdoue, bombard, taboulin; Yann-Erwan ar C’horr, akordeoñs; Bruno ar Manac’h, gitar, mandolinenn; Mikael Sohier, bombard, Tangi an Dore, gitar boud; Melaine Favennec, violoñs; Fulup ar Strad, binioù
[kemmañ] Pladennoù
- En Dro - Ton Doubl (45 tro), 1972, embannet gant Arfolk
- Diaouled ar Menez (33 zro), 1973, embannet gant Arfolk SB 318
- Atav ez eomp (33 zro), SB 364
- Merc’h an Diaoul, BUR 817
Tonioù gant Diaouled ar Menez a gaver ivez war Beilhadeg e Menez-Kamp ha Kertalg 1973.