Biotop
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur biotop a so un dachenn gant kondissionoù añvironamantal (fisik) uniform, oh roiñ habitat (pe habitachoù) d'ur rummad plant ha loened bennaked. Komprened er mod-se, "biotop" hàg "ekosistem" a vefe heñvel-rik ô ster. Memes-trà e kaver ekolojisted-so hag a limit ster ar ger "biotop", da g'holoiñ faktorioù añvironamantal fisik hepkén ; setu e sinifife dre vras : habitat ur gumunïezh-organismoù bennaked. Setu un espess so ur serten habitat ewiti, med ar rummad-espessoù o partajiñ un ekosistem gant an espess-se, a bartaj neuse ur biotop. Memes-mod e-gis emà un habitat ar lec'h mà kaver ur serten espess ennoñ, e vo ur biotop ar lec'h mà kaver ur serten kumunïezh biolojik (pe biossenos) ennoñ.
Ijined ew bed ar goms "biotop" gant Arthur Tansley.
Arabad drougveskañ "biotop" gant biom.
[kemmañ] Aquarium biotop
Ar ger "biotop" a so implijed iwe gant an dud oh sevel pesked-aquarium, da zeskrivañ un doare da renkañ un aquarium à-benn drevesañ habitat naturel pesked so. Da gompren : reproduiñ kondissionoù hàg espessoù (kenkoulous pesked ha plant) à-benn represantiñ ur serten biotop gwirion.