Bernhard Horwitz
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Bernhard Horwitz, bet ganet e 1808, marvet e 1885.
Mestrc'hoarier echedoù alaman, aozer studiadennoù echedoù.
Skoliataet e voe e Berlin (Alamagn) ha studiañ a reas an arzoù. Adalek 1837 betek 1843 e kemeras perzh er strollad c'hoarierion " ar Pleiaded". Da Londrez ez eas e 1845. E 1846 e kollas ur match a-enep da Lionel Kieseritzky, hag unan all a-enep da Howard Staunton, (15.5/8.5). Ar gwellañ taol bet graet gantañ a oa bet bout trec'h war Henry Bird e 1851. Kemer a reas perzh er c'hentañ tournamant etrebroadel e Londrez e 1851: gounit a reas a-enep da Henry Bird en droiad kentañ, koll a reas a-enep da Howard Staunton en eil hini, ha pilet e voe gant J. Szen en trede hini.
[kemmañ] Oberenn skrivet
- A-gevred gant Josef Kling e skrivas Chess Studies (1851), ul levr brudet, gouestlet d'ar studiadennoù a-zivout an dibennoù-partienn ha d'an dibennoù-partienn dre vras.
- Studiadennoù er c'hazetennoù:
- Westminster Papers,
- The City of London Chess Magazine,
- The Chess Monthly.
[kemmañ] Ul levr diwar e benn
- Jan van Reek, Bernhard Horwitz. Stichting Eindspel, Margraten, 1996, ISBN 90-74827-19-5 .