Arzel Even
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Arzel Even (1921 - 1971), pe, diouzh e anv gwir Jean Raymond François Piette, a oa ur yezhour barrek war an holl yezhoù keltiek. Meur a anv-pluenn en deus implijet en e skridoù kentañ : Natrovissus, Gereint, Artomagalos, Idriss Gawr.
Ganet e voe an hini zo anavezet dreist-holl dre e anv-pluenn Arzel Even e Lille e Flandrez Frañs, d’an 3 a viz C'hwevrer 1921. E dad a oa eus ar c’horn-hont hag e vamm a oa eus Breizh. Ober a reas e studi e Roazhon hag eno, pa oa studier, e teskas brezhoneg. E-pad an Eil brezel bed e voe embannet e skridoù brezhonek kentañ, war Galv, Arvor, Gwalarn. Goude an Eil brezel bed, e 1946, e savas, gant Pêr Denez, ar gelaouenn sevenadurel Kened, a voe kendeuzet buan goude gant Tir na nOg ha gant Al Liamm.
Dimeziñ a reas Arzel Even gant ur Gembreadez, Enid Mair Phillips, e 1950, ha mont a reas da Gembre da vevañ. Eno e kavas labour evel levraoueger da gentañ ha goude-se evel kelenner brezhoneg e skol-veur Aberystwyth.
Sevel a reas ar gelaouenn Hor Yezh e 1954 ha kenlabourat a reas gant ar gelaouenn-se betek e varv.
Gantañ eo bet savet Istor ar Yezhoù keltiek, zo bet embannet meur a wech gant Hor Yezh. Studiadennoù yezhoniezh niverus en deus embannet e meur a gelaouenn : Hor Yezh evel-just, Bwletin y Bwrdd Gwybodau Celtaidd/Bulletin of the Board of Celtic Studies, Ogam, ha meur a bennad a embannas ivez e-barzh Al Liamm.
Mervel a reas yaouank a-walc’h, d’an 18 a viz Kerzu 1971. Douaret eo bet e Llanbadarn Fawr, e-kichen Aberystwyth. E Levraoueg Vroadel Kembre eo bet fiziet al levrioù hag ar skridoù a zo chomet war e lerc’h (war-dro 500 levr).
[kemmañ] E oberennoù
- Kad Mag Tured, e-barzh Tir na nOg niv. 5 (1947), Al Liamm niv. 6 (1948) betek 28 (1951).
- La Bataille de Mag Tured, e-barzh Ogam.
- Istor ar yezhoù keltiek, embannet er gelaouenn Hor Yezh da gentañ, ha goude-se e stumm 2 levrenn 1962, trede embannadur 1987 ha 1990.
- Skol vihan an iverzoneg, embannet e-barzh Hor Yezh, 1959.
- Skol nevez ar c'hembraeg, embannet e-barzh Hor Yezh, 1961.
- French loanwords in Middle Breton, University of Wales Press, 1973.
- Geiriadur bach Llydaweg-Cymraeg, Aberystwyth, 1960.