An Alre
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Kumunioù Breizh | |
---|---|
An Alre | |
Departamant | Mor-Bihan |
Bro hengounel | Bro Wened |
Arondisamant | Arondisamant An Oriant |
Etrekumuniezh | Kumuniezh kumunioù Bro an Alre |
Bro 'Voynet' | Bro an Alre |
Kanton | Kanton An Alre |
Kod INSEE | 56007 |
Kod post | 56400 |
Maer Amzer gefridi |
Michel Le Scouarnec 2001-2007 |
Gorread | 691 ha = 6,91 km² |
Hed | 02° ..' .." kornôg |
Led | 47° ..' .." norzh |
Uhelder | keitat : 37 m bihanañ : 0 m brasañ : 43 m |
Poblañs hep kontoù doubl | 10 911 a. (1999) |
Stankter | war-dro 1 579 a./km2 |
An Alre a zo ur gumun eus Frañs (stumm ofisiel : Auray), lec'hiet e departamant ar Mor-Bihan e Breizh.
Taolenn |
[kemmañ] Brezhoneg
Ur c'hlas divyezhek a zo eno abaoe 1999. 3% eus ar vugale a zo enno er c'hentañ derez. [1]
[kemmañ] Douaroniezh
Emañ An Alre e penn un aber, Stêr an Alre, e-lec'h m'en em vesk dourioù al Loc'h gant dour sall ar mor. Bevennet eo gant Brec'h er gwalarn, Plunered er reter, ha Krac'h er mervent.
[kemmañ] Istor
Savet e voe ur voudenn feodel gant ar Vretoned er Vvet kantved.
Ken abred ha 1082 e vez graet meneg eus « Castrum Alrea » e kartennaoueg Kemperle. Diskaret e voe ar voudenn-se gant an Normaned. E 1201 e voe savet ur c'hastell dezhañ ramparzhioù e he lec'h gant Arzhur 1añ Breizh. Diskaret e voe e 1558 war urzh Herri IV Frañs.
E 1364 e voe lakaet fin da vrezel hêrezh Breizh etre an tiegezhioù Moñforzh ha Bleiz gant Emgann an Alre. Lazhet e voe Charlez Bleiz eno ha tapet e voe Beltram Gwesklin da brizoniad. Savet e voe ul leandi gant Yann Voñforzh war lec'h an dachenn emgann.
Trede porzh Breizh eo An Alre e 1631 war-lerc'h Kemperle hag Henbont.
D'ar 4 a viz Kerzu 1776, e penn kentañ brezel dieubiñ Amerika, e tilestras Benjamin Franklin en Alre evit goulenn sikour Frañs gant Loeiz XVI.
Dispac'h Gall; gant lezenn an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet An Alre da benn ur bann, nav c'hanton ennañ: An Alre, Landevant, Lokmaria-Kaer, Pleñver, Pleuwigner, Plunered, Kiberen hag "An Inizi" (Edig,Ar Gerveur,Houad).
[kemmañ] Monumantoù ha traoù heverk
- Porzh kozh Sant-Sten
- Porzh eus ar Grennamzer ha kêr gozh gant e-leizh a dier-prenn kozh.
- Pont maen kozh a-us d'al Loc'h.
- Mozoleon Kadoudal e Kerleano e lec'h ma vez miret relegoù Jord Kadoudal.
[kemmañ] Brezhoneg
- Ouzhpenn ugent vloaz 'zo e vez graet war dro ar brezhoneg (kentelioù noz, filajoù,...) gant kerlenn Sten Kidna.
- Abaoe 1999 ez eus ur skol Diwan en Alre. 48 skoliad a zo enni en distro-skol 2005.