7 Genver
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
[kemmañ] Darvoudoù
- 1325 : Alfonso IV a ya da roue Portugal
- 1558 : Frañs a gemer Kalez,ar c'hreñlec'h saoz diwezhañ er c'hevandir
- 1610 : Arsellet a ra Galileo Galilei peder loarenn vras Yaou (anvet “al loarennoù galilean”).
- 1921 : Kadarnaet eo gant Parlamant Iwerzhon ar feur-emglev etre Bro-Saoz hag Iwerzhon.
- 1927 : Pellgomzadenn etrebroadel gentañ (etre New York ha Londrez).
- 1979 : Kouezhañ a ra Phnom Penh etre krabanoù arme ar Viêt-Nam. Kouezhañ a ra galloud ar Khmered ruz.
[kemmañ] Ganedigezhioù
- 1502 : Gregorius XIII, (Ugo Buoncampagno), 226vet pab († 10 a viz Ebrel 1585).
- 1844 : Bernadette Soubirous, santez c’hall († 1879).
- 1858 : Eliezer Ben-Yehuda, saver an hebraeg modern.
- 1873 : Charles Péguy, skrivagner gall († 1914).
- 1899 : Francis Poulenc, sonaozer gall († 1963).
- 1916 : Paul Keres, mestrc'hoarier echedoù estoniat († 1975).
- 1932 : Max Gallo, skrivagner gall.
- 1939 : Ivan Radoulov, mestrc'hoarier echedoù bulgarat.
[kemmañ] Marvioù
- 1477 : Charlez an Her, dug Bourgogn
- 1896 : Paul Verlaine, barzh gall.
- 1943 : Nikola Tesla, Ijiner ar skingomz (pe ar radio) (gant Guglielmo Marconi).
- 1950 : Alfonso Daniel Rodríguez Castelao, skrivagner galizek (g. 1886)
- 1989 : an impalaer Hirohito.
[kemmañ] Lidoù
- Nedeleg evit an deiziadur julian kozh (heuliet gant darn eus an ortodoksed).
- Sent an deiz :
- Sant Remont Penyafort, eus Spagn, diazezer Urzh an Drugarez
- E Breizh : sant Gourzelv, manac’h e Breizh (VIvet kantved)