Stevell
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Ur stevell (anvet ivez tog-pich) a zo anezhañ ur gouin graet gant latex peurliesañ hag a vez lakaet war-c'horre ar c'halc'h evit ar c'houred pe e diabarzh ar c'hourzh evit ar maouezed.
Talvezout a ra da vevenn fizikel a-benn mirout ouzh er sper da frouezhusaat ar vi. Implijet e vez ar stevelloù ivez evit chom hep tapout meur a gleñved dre zarempredoù rev (SDR).
Doare-implij
Ret eo goût eo ral-tre kaout kudennoù gant ur stevell (terriñ pe ruzañ kuit) pa vezont implijet mat.
- Arabat implijout stevelloù aet kozh (sellit atav ouzh an deiziad war ar pakad pe war ar voest).
- Implijet ur stevell war un dro nemetken. Arabat adimplijout ur stevell.
- Diwallit pa tigorit ar pakad rak terriñ ar stevell.
- Lakait ar stevell war penn ar c'halch ha diruilhet anezhañ en ur skarzhañ an aer diouzh penn ar stivell dre e biñsaat etre ar bizied
- Ret eo sachañ ar c'halc'h er-maez diouzhtu goude strikañ hag a-raok ma teufe gwak en-dro en ur diwall ne redfe kuit ar sper.
- Grit ur skoulm er stevell ha laka anezhañ er pod-lastez (arabat lakaat anezhañ er privezioù).
Gant relijionoù zo, evel da skwer Iliz Katolik, e vez difennet ouzh an dud a gred enne implijout stevelloù.
Hervez ur studiadenn bet kaset da-benn e 2001study, implijout stevelloù a zo talvoudus-tre evit bihanaat ar riskl da dapout ur c'hleñved dre zarempredoù rev (SDR), da skwer:
- Azoniad hangaezivig arzeuat (HAZA): 85% nebeutoc'h a riskl
- gonorrhea (paotred): 71% nebeutoc'h a riskl