Rouantelezh Ar Pek
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar Pek a zo an anv a reer d'ar rouantelezh vrezhon lec'hiet e Peninoù ar Su, er pezh a zo hiziv bann ar Peak. Krouet e voe, war a seblant, pa rannas Pabo Post Prydain, roue ar peninoù, etre e zaou vab e 525. Degemer a reas Sawyl Penuchel ar Su tra ma voe roet ar pez a yelo da rouantelezh Dunoting d'e vreur.
N'anavezer ketpenaoz e voe anvet ar rouantelezh gant hec'h annezidi, met posubl e oa Ar Pek rak ar strollad sakson a zalc'has he zachenn a en em anve ar Pecset, pe Saksoned ar Pek.
Ne badas ket hir rouantelezh ar Pek. He feuraloubiñ a reas Angled Bernicia war-dro 590 ha ret e voe da Sawyl Penuchel tec'hout e Kembre
[kemmañ] Tud vrudet ganet e Rouantelezh Ar Pek
Sant Madoc Ailither
Sant Asaph
[kemmañ] Gwelet vez
Keltia | ||
---|---|---|
Breizh | Iwerzhon | Kembre | Kernev-Veur | Enez-Vanav | Bro-Skos |
||
Gwelout ivez : Ar Gelted - Ogham - Yezhoù keltiek |