Paul Keres
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Paul Keres, bet ganet d'ar 7 a viz Genver 1916 e Narva (Estonia), marvet d'ar 5 aviz Mezheven 1975 e Helsinki (Finland).
Meurc'hoarier echedoù estoniat.
Da 5 bloaz en-doa desket c'hoari echedoù. Yaouank-tre e kemeras perzh e tournamantoù dre lizher. E 1938 e voe trec'h a-gevred gant Reuben Fine en tournamant "Avro". Studiañ a ra ar jedoniezh adal 1938 betek 1941. Kampion Estonia e 1935 evit ar c'hentañ gwezh. Tro dibenn ar bloavezhioù 1950 e oa ar c'hreñvañ c'hoariour (hervez ar renk "Elo"). Ne zeuas ket a-benn d'en em zispartiañ diouzh Mikhail Tal ha Tigran Petrosian.