Oseteg
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Ur yezh iranek eus skourr yezhoù ar biz eo an oseteg (Иронау Ironau pe Ирон æвзаг iron avžag), komzet gant tro-dro da 500.000 den e Osetia an Norzh(60%) hag e Osetia ar Su (15%) er c'hoakazoù war ar vevenn etre Rusia ha Georgia hag ivez e Turkia.
Div rannyezh pennañ ez eus:
- An ironeg (rannyezh muiañ-komzet)
- An digoreg
Etre 1923-1937 e veze skrivet an oseteg gant al lizherenneg latin. Abaoe 1938 betek hiziv eo bet skrivet gant al lizherenneg kirillek enni lizherennoù ispisial ouzhpenn evit seonennoù na vezont ket kavet e rusianeg, da skwer æ.