Ofisialded
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
An ofisialded, pe lez an iliz, pe c'hoazh lez an eskob, a zo ul lez-varn stag ouzh an eskopti, rak gwir-dreist an Iliz e oa sevel he lezioù-barn dibar evit ma vo tamallet ha kastizet ar gloer evit an torfedoù hag an drougoberoù a c'hellje bezañ bet graet ganto, pe neuze kement tra hag en doa da welet gant an Iliz (terriñ dimezioù hag all).
Unan eus ar brudetañ barnerien ofisialded (juge à l'Official) eo bet sant Erwan (Erwan Helouri Gervarzhin) en XIIIvet kantved, en eskopti Roazhon da gentañ, hag en eskopti Treger goude. Paeron an alvokaded hag an dud a lezenn eo evit se.