Nominativel-akuzativel
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Ur yezh a reer nominativel-akuzativel pe akuzativel outi a zo anezhi ur yezh hag a verk an diforc'h etre renadenn verb eeun ur verb tranzitivel ha rener verboù tranzitivel pe eztranzitivel.
Er yezhoù gante ur sistem morfologel anvet kasoù e vez merket ar renadenn verb eeun hervez reolennoù ar c'has akuzativel ha rener ar frazenn hervez ar c'has nominativel. Setu ur skwer tennet diwar an alamaneg:
Der Mann kam. "An den a deuas" Der Mann sah den Jungen. "An den a welas ar paotr"
Merket e vez amañ an nominativel gant ar ger-mell gourel unander 'der' pa vez rener ar frazenn ha gant stumm akuzativel ger-mell gourel unander 'den' pa denn da renadenn verb eeun en eil frazenn tranzitivel.
A-hent-all, er yezhoù na implijont ket seurt sistemoù morfologel e vez merket an hevelep diforc'h hervez urzh an elfennoù er frazennoù. E saozneg, da skwer, e teu rener ar frazenn dirak ar verb hag an renadenn verb eeun da heul.