Niveradur roman
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur pennad eus an heuliad Reizhadoù niveriñ eo ar pennad-mañ. |
Sifroù arabek |
Niveradurioù |
arabek – armenianek |
babilon – sinaek |
koptek – egiptek |
etiopiek – gresianek |
gotek – hebraek |
India – japanek |
maya – mongol |
roman |
slav – thailandek |
lec’hiadel |
Implijet eo bet ar sifroù roman gant Romaned an Henamzer evit skrivañ, gant 7 lizherenn hepken, niveroù anterin eus 1 betek e-tro 4000 pe 5000. Ne anavezent ket ar mann avat, pe kentoc’h ne veze ket sellet outañ evel ouzh un niver. Gwelet Steradurezh hollek).
Skoueriekaet eo bet an niveradur evit an implijoù a-vremañ. Diazezet eo war 3 fennaenn :
- Kement lizherenn lakaet a-zehoù d'unan all brasoc’h pe kevatal he zalvoudegezh outi hec’h-unan a vez sammet ganti.
- Kement lizherenn unanenn lakaet diouzhtu a-gleiz d'ul lizherenn all kreñvoc’h he zalvoudegezh a verk e ranker lemel an niver anezhi diouzh an niver zo war he lerc’h;
- Bodet eo an talvoudoù en urzh digreskiñ, nemet evit an talvoudoù da lemel diouzh ar reolenn a-us.
Taolenn |
[kemmañ] Notadur klasel
Sifroù roman |
Talvoudoù | Talvoudegezh |
---|---|---|
I | 1 | ur biz / ur varrenn |
V | 5 | un dorn / un ask |
X | 10 | daou zorn / ur groaz |
L | 50 | ? |
C | 100 | Centium (kant e latin) |
D | 500 | ? |
M | 1000 | Mille (mil e latin) |
V | 5000 hag + | M usskrivet (pe tenn eeun testeniekaet abaoe an Henamzer) |
Meur a adstumm zo bet koulskoude a-hed an istor a-raok na vije degemeret ar patrom-mañ, ken war an doare da dresañ an niveroù ha war an doare da jediñ. 1000, da skouer, a c’hall bezañ skrivet M (an doare implijetañ) hogen ivez C(I) pe I barrenn.
Gant ar reizhiad-mañ e c’haller skrivañ an holl niveroù eus 1 da 3999. Evit an niveroù brasoc’h ec’h implijer ar varrenn a-led a-us d'an niver evit merkañ ur faktor 1000 ha div varrenn evit ur faktor 1 000 000.
unanennoù | unanennoù + 10 | degadoù | kantadoù | miliadoù |
---|---|---|---|---|
1 = I | 11 = XI | 10 = X | 100 = C | 1000 = M |
2 = II | 12 = XII | 20 = XX | 200 = CC | 2000 = MM |
3 = III | 13 = XIII | 30 = XXX | 300 = CCC | 3000 = MMM |
4 = IV | 14 = XIV | 40 = XL | 400 = CD | |
5 = V | 15 = XV | 50 = L | 500 = D | |
6 = VI | 16 = XVI | 60 = LX | 600 = DC | |
7 = VII | 17 = XVII | 70 = LXX | 700 = DCC | |
8 = VIII | 18 = XVIII | 80 = LXXX | 800 = DCCC | |
9 = IX | 19 = XIX | 90 = XC | 900 = CM |
[kemmañ] Doare ober
Evit gouzout talvoudegezh un niver skrivet gant sifroù roman e ranker e lenn a-gleiz da zehou. Mard eo brasoc’h pe kevatal ur sifr eget ar sifr zo war e lerc’h, e sammer anezho o-daou. A-hend-all e vez lamet. War-lerc’h 4000 e cheñch a reolenn. Ne vez ket implijet ar reizhiad dilem evit a miliadoù.
- XVI = 10 + 5 + 1 = 16
- XIV = 10 - 1 + 5 = 14 (rak I zo bihanoc’h eget V)
- DIX = 500 - 1 + 10 = 509 (rak I zo bihanoc’h eget X)
- MMMCMXCIX = 1000 + 1000 + 1000 - 100 + 1000 - 10 + 100 - 1 + 10 = 3999
- MMMMDCCCCLXXXVIII = 4988 (niver roman hirañ hervez an niver a arouezennoù)
N'eus ket bet graet atav gant ar reolennoù-se, dreist-holl evit an enskrivadurioù : meur a zoare ober o deus kenvevet an eil gant egile (evel IIX evit VIII pe VIIII evit IX). N'eus ket re bell zo eo bet stabilaet an doare ober a-vremañ.
[kemmañ] Implijoù
Implijet e vez c’hoazh ar sifroù roman hiziv an deiz evit skrivañ anvioù an c’hantvedoù hag ar milvedoù dreist-holl. Da skouer « an XXIvet kantved » hag « an IIIe milved ». Kavet e vez sifroù roman war skrammoù an horolajoù hag an eurieroù ivez. Pa vez graet e vez notennet ar sifr pevar evel-mañ IIII alies, ha neket evel-henn IV; d'ober bravoc’h eo traken. Evel-se e vez savet ar pevar sifr kentañ diwar un I hepken (I, II, III et IIII), ar pevar da heul diwar ur V (V, VI, VII, VIII) hag ar pevar diwezhañ diwar un X (IX, X, XI, XII). Mat eo gouzout ivez eo ken kozh ar skrivadur IIII hag ar marevezh roman hag eo bet implijet e-pad pell en enskrivadurioù, e dornskridoù ar Grennamzer hag en embannadurioù klasel a-gevret gant ar skrivadur IV.
Gwechall e veze implijet ar sifroù roman evit merkañ bloaz savidigezh an tiez, dreist-holl ar savadurioù ofisiel pe velestradurel. C’hoarvezout a ra c’hoazh d'an den en em gavout gant sifroù evel-se ouzh talbenn tiez kozh.
Tamm-ha-tamm eo bet dilezet ar sifroù roman hag erlec’hiet int bet gant sifroù anvet « arabek ». Ar re-se a ra gant ur reizhiad dekvedennel. Emsavoc’h eo rak gallout a reer evel-se skrivañ sifroù berroc’h gant a-oban muioc’h a lizherennoù (10 e-lec’h 7), hag e c’haller implijout an niver mann (0). Ouzhpenn-se e c’haller gant ar reizhiad dekvedennel skrivañ ar sifroù a-steud ar epzh a aesa klaz ar jediñ war baper.
[kemmañ] Skouerioù sifroù roman
- 888 = DCCCLXXXVIII
- 1000 = M
- 1515 = MDXV
- 1975 = MCMLXXV (1000+(1000-100)+(50+10+10)+5)
- 2002 = MMII
I | II | III | IV | V | VI | VII | VIII | IX | X |
XI | XII | XIII | XIV | XV | XVI | XVII | XVIII | XIX | XX |
XXI | XXII | XXIII | XXIV | XXV | XXVI | XXVII | XXVIII | XXIX | XXX |
XXXI | XXXII | XXXIII | XXXIV | XXXV | XXXVI | XXXVII | XXXVIII | XXXIX | XL |
XLI | XLII | XLIII | XLIV | XLV | XLVI | XLVII | XLVIII | XLIX | L |
LI | LII | LIII | LIV | LV | LVI | LVII | LVIII | LIX | LX |
LXI | LXII | LXIII | LXIV | LXV | LXVI | LXVII | LXVIII | LXIX | LXX |
LXXI | LXXII | LXXIII | LXXIV | LXXV | LXXVI | LXXVII | LXXVIII | LXXIX | LXXX |
LXXXI | LXXXII | LXXXIII | LXXXIV | LXXXV | LXXXVI | LXXXVII | LXXXVIII | LXXXIX | XC |
XCI | XCII | XCIII | XCIV | XCV | XCVI | XCVII | XCVIII | XCIX | C |
Ur wech bet diazezet an emglevioù skrivañ e ouezer skrivañ sifroù anterin gant sifroù roman. Ne rae ket jedoniourien gwechall gant an notadur-se evit ober sammadennoù pe liesadurioù avat. Ober a raent gant abakennoù. Gant-se e raent gant un niveradur delec’hiet hep gouzout dezho ha ne welent ket e vije bet tu dezho implijout an niveradur delec’hiet-se evit skrivañ an niveroù ur wech da vat.
[kemmañ] Adstummoù krennamzerel
A-wechoù eo bet disleberet skrivadur ar sifroù roman er Grennamzer.
- 4 zo bet skrivet IIII e-lec’h IV (ar pezh zo un adstumm kozh e gwirionez). Dalc’het eo bet an implij-se en horolajerezh ma vez skrivet IIII evit 4 eur, evit aesaat al lenn war ur skramm ront ha plijout d'ar gweled dreist-holl.
- a 80 da 400, e konter dre ugent, o lakaat ar sifr ugent (xx) da c’hallouder : da lavaret eo IIIIxx evit 80 :
- e Breizh e veze implijet kalz an doare jediñ dre ugent-se gant an dud betek nevez-tre zo : 6 ugent a oa 120 da skouer;
- evit ar c’hantadoù e c’haller merkañ an niver a gantadoù heuliet gant merker ar c’hantadoù (c pe, el liester ctz evit centz) evel gallouder : 300 a skrived eta IIIc(tz).
E skridoù zo eus ar XVvet hag ar XVIvet kantved ec’h implijer ivez :
- ↀ pe (I) evit 1000.
- ↁ pe I)) evit 5000.
- ↂ pe ((I)) evit 10 000.
- I))) evit 50 000.
- (((I))) evit 50 000.
- Met ne implijer ket an notadur-se evit notenniñ lamadurioù : 4000 a skriver MMMM ha neket MI)).
Diwallit ! Kudennoù zo gant merdeerioù Internet zo evit diskouez an arouezennoù unicode.
eo an arouezennoù evit 1000, 5000 ha 10000.
[kemmañ] Jediñ
Posupl eo e vije bet kaset implijerien ar reizhiad-mañ da anavezout disoc’hoù zo dre an eñvor a-benn bezañ gouest da jediñ aesoc’h. Da skouer, ma ouient en a-raok petra a oa liesad XII dre XII e oa aes dezho dezastum liesad XII dre unan nebeutoc’h pe unan muioc’h.
[kemmañ] Gwelet ivez
Jedoniezh | Sifr | Henroma | Reizhiadoù niveriñ