Kentyezh
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
An termen kentyezh (saoz. proto-language) a c'hell ober dave da daou dra disheñvel:
- ur sistem evit mont e darempred gant an dud dre gomz (yezh) en ur stad diorroadur izel (glotogoniezh), (kentyezh absolut) pe;
- ur yezh (aet da van peurgetket) hag he doa ganet meur a yezh all (kentyezh relativel).
Peurliesañ e vez implijet an dermen evit komz eus yezhoù o-doa talvezet da sevel yezhoù nevez diwarne.
Peurliesañ ez eo aet da get ha menel a ra nebeudig-tre a roudoù fetis eus ar kentyezhoù-se. Rankout a reont bezañ adsavet neuze dre keñveriañ ar yezhoù bet diorroet diwarne kenetreze. Da skwer, adsavet e oa bet ar C'hentindezeuropeg (alies PIE) dre keñveriañ perzhioù ha strukturioù boutin etre ar yezhoù indezeuropek komzet hiziv pe marv met chomet roudoù war o lerc'h (d.s. al latin). Implijet e vez un hentenn ijinet gant August Schleicher en XIXvet kantved.