Kampoù-bac'h gall
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Bez ez eus bet kampoù-bac'h gall a-raok an Eil Brezel-Bed, e-pad ar brezel, ha war-lerc'h. Evit gouzout petra eo ar c'hampoù-bac'h (ne vez ket lakaet an anv-se war ar c'hampoù-prizonidi-brezel), klask ar pennad kampoù-bac'h
Taolenn |
[kemmañ] A-raok an Eil Brezel-Bed
Meur a gamp zo bet, ret eo ober ar c'hemm etre:
- re ar brizonidi e-pad Brezel-Bed Kentañ, evel Pontmain, ma veze dalc'het Alamaned disoudard
- re ar repuidi republikan hag ar vrogarourion euskarat war-lerc'h brezel diabarzh Bro-Spagn. En o zouez re :
da lavarout eo 5 kamp da vihanañ a-raok 1939.
- re ar brizonidi alaman e 1939, a-wechoù er memes lec'hioù.
- re an Impalaeriezh Trevadennel Gall, nebeud anavezet en Europa.
[kemmañ] E-pad an Eil Brezel-Bed
Adal 1939 e vo leuniet ar c'hampoù meneget uheloc'h gant Alamaned dastumet e Bro-C'hall, da lavarout eo gant tud oc'h enebiñ ouzh an Nazied (komunourien, yuzevien alaman) mesk-ha-mesk gant tud a-du gant Hitler, pe soudarded alaman.
War-lerc'h faezhidigezh an armeoù gall, aloubadeg Bro-C'hall ha diskar ar gouarnamant republikan, e teuy tro ar Yuzevien, a vo roet tamm ha tamm d'an nazied da gas da Alamagn.
[kemmañ] Listenn 41 c'hamp
Anaout a reer kampoù:
- Aincours, e Seine-et-Oise, komunourien ennaén adalek 1940 [3]
- Barcarès, e Rousilhon
- Beaune-la-Rolande e Loiret
- Besançon, en Doubs, er c'hazarn Vauban;
- Bourg-Lastic, er Puy de Dôme,
- Bram en Aude, e 1939 ha 1940;
- Brens en Tarn, e-tal Gaillac, e 1939 ha 1940;
- Choiseul, e Kastellbriant, e Breizh, e Liger-Atlantel, eus 1941 da 1942 [4];
- Douadic, en Indre
- Drancy,
- Fort-Barrault, en Isère, [5] Patrom:Pdf
- Jargeau, evit ar Rromed, e-tal Orléans
- Lalande, e Yonne
- Marolles, e Loir-et-Cher
- Mazures en Ardennes, ma voe digoret ur "Judenlager" eus 1942 da viz Genver 1944
- Mérignac
- Meslay-du-Maine, e Mayenne, eus 1939 da 1940
- Milles, e-tal Aix-en-Provence er Bouches du Rhône, ar brasañ e gevred Bro-C'hall. Alese e voe kaset 2.500 yuzev e miz Eost 1942.
- Monceau-les-Mines
- Nexon, en Haute-Vienne
- Noé
- Montreuil-Bellay
- Les Tourelles, e Pariz
- Pithiviers
- Port-Louis, er Morbihan, er c'hreñvlec'h;
- Recebedou, en Haute-Garonne, e-tal Toulousa;
- Rieucros, e Lozère;
- Romainville
- Rouille
- Royallieu, e Compiègne;
- Saint-Cyprien e Roussillon, ennañ 90 000 repuad spagnol e Meurzh 1939, serret e dibenn 1940 ha kaset an dud da hini Gurs.
- Saint-Paul d'Eyjeaux, en Haute-Vienne
- e Saint-Sulpice-la-Pointe, [6]
- e Saliers, e-kichen Arles.
- e Schirmeck en Elzas,
- e Septfonts,
- e Thil e Meurthe-et-Moselle;
- er Vernet en Ariège adal 1939 e oa 12 000 stourmer spagnol ennañ, ;
- e Vittel, er Vosges, ennañ Saozon hag Amerikaned;
- e Voves, en Eure-et-Loir;
- e Woippy e Moselle, savet e 1943.
Da lavarout eo 41 c'hamp da vihanañ.
- "Digerién kampoù nevez a vo graet buan, postoù-labour a vo krouet e-leizh gant an archerien , Maurice Rajsfus, Drancy, un camp de concentration très ordinaire, Cherche Midi éditeur.
Ret eo menegiñ ivez
- Struthof, pe Natzweiller-Struthof, en Elzas, ar c'hamp nemetañ krouet gant an Nazied war zouar Bro-C'hall.
En Impalaeriezh Trevadennel gall, e oa bet krouet kampoù-labour evit ar Yuzevien gant gouarnamant Vichy en Aljeria hag e Maroko:
- Abadla, en Aljeria
- Ain el Ourak
- Bechar, en Aljeria
- Berguent
- Bogari
- Bouarfa
- Djefa
- Kenadsa
- Meridja
- Missour, e Maroko
- Tendrara
[kemmañ] War-lerc'h an Eil Brezel-Bed
Kampoù-bac'h zo bet war ar maez en Aljeria, dalc'het gant an arme c'hall, ma veze boureviet ha lazhet darn eus ar brizonidi.
[kemmañ] Levrioù
Raloc'h eo al levrioù diwar-benn ar c'hampoù gall eget re Alamagn.
- La SNCF sous l'Occupation allemande, Institut du temps présent, CNRS 1996
- Maurice Rajsfus, Drancy, un camp de concentration très ordinaire, 1941-1944. Le Cherche-midi Editeur, 2005 - ISBN 2862744352
- Madeleine Steinberg, Les camps de Besançon et de Vittel, Le Monde Juif n°137 (janvier-mars 1990)
[kemmañ] Gwelout ivez
[kemmañ] Liammoù diavaez
- http://memoire.mylinea.com/camps_en_france
- http://www.souviens-toi.org/aider.html
- http://www.souviens-toi.org/iti_lieux.html
- http://perso.wanadoo.fr/d-d.natanson/carte_des_camps_en_France.htm
- http://www.apra.asso.fr/Camps/Carte-Camps.html
- (it)
Listenn ar c'hampoù-bac'h en Italia da goulz ar faskouriezh : it:Lista dei campi per l'internamento civile nell'Italia Fascista