Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions Douarvor - Wikipedia

Douarvor

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Goloenn un embannadur 1991 eus A Wizard of Earthsea, livet gant John Jude Palencar
Brasaat
Goloenn un embannadur 1991 eus A Wizard of Earthsea, livet gant John Jude Palencar

Douarvor (saozneg Earthsea) a zo ur bed-faltazi krouet gant Ursula K. Le Guin evit he danevell "The Word of Unbinding" embannet e 1964. Da vrudetoc'h e yeas en he romant A Wizard of Earthsea embannet evit ar wech gentañ e 1968. Ar romantoù The Tombs of Atuan, The Farthest Shore, Tehanu ha The Other Wind a zo lec'hiet e Douarvor ivez.


Taolenn

[kemmañ] Douaroniezh

Kartenn Douarvor
Brasaat
Kartenn Douarvor

Ur bed a veurvorioù hag ag inizi eo Douarvor : un enezeg bras gelc'hiet gant ur meurvor nann-ergerzhet. N'eo ket sklaer hag ez eus tirioù arall daoust ma tave ar romantoù diwezhañ ouzh broioù "en tu arall d'ar c'hornôg" lec'h ma vev an aerouanted.

Ar ger "Enezeg" ne zave nemet ouzh inizi ar c'hreiz, wa-dro Havnor hag ar Mor Diabarzh. Strollet ez eo an inizi e pevar pellvro (kornôg, reter, su ha norzh) hag ar broioù Kargad, peder enez war-du ar biz ma vev ar gerged, ur bobl vrezelour gwenn he c'hroc'hen.

[kemmañ] Pobloù ha sevenadurioù

Da bobl ebet an Douar ez eo heñvel pobloù Douarvor, estreget e tachennoù boutin d'an holl sevenadurioù rak-greanterel o zeknologiezh. Ur gevredigezh eus deroù maread an houarn ez eo Douarvor, war a seblant, daoust ma'z eo implijet an arem e kornvioù-bro lec'h ma'z eo ral an houarn.

Elfennoù'zo eus sevenadur pobloù Douarvor a c'heller keñveriañ ouzh meur a bobloù an Douar, avat. Evel pobloù Oseania pe riblenn ar mor Kreizdouarel eo liammet tost o doare-buhez ouzh ar mor, hag eñ ez eo tud an inizi brasañ kouerion kentoc'h.

Ne gaver enezeg ebet war an Douar damheñvel ouzh Douarvor. An iniz vrasañ, Havnor he-deus an hevelep ment ha Mindanao. Kalz bihanoc'h ez eo an inizi arall, hag en e chomont kalz brasoc'h - ha tostoc'h an eil ouzh an eben - evit atolioù ar meurvor Habask.

Klouar hag ingal eo hiniad Douarvor hag eñ e ya da beurzisheñveloc'h e inizi an norzh evel Gont pe Oskill. Aze ez eo yen har erc'hek ar goañvioù. Er su e c'hell bezañ kalz tommoc'h an amzer.

Ur groc'henn c'hell-du evel hini indianed Amerika o-eus darn vrasañ annezidi Douarvor. Teñvaloc'h ez int e pellovro ar Reter hag e Way met gant blev du ha reut evel tud Azia ar Su. Tud Oskill o-deus ur feson tostoc'h ouzh hini europeiz ar c'hreiz pe ar reter tra m'o-deus ar garged blev melenn hag ur groc'henn sklaer. Ur sevenadur heñvel a-walc'h ouzh hini an Inkaed. Tud Hur-at-Hur, daoust ma'z in karged ivez, a zo livet e The Other Wind evel ur bobl eus an derzerzh hag a ouel e vaouezed.

Estreget er broioù kargek e vez implijet ul lizherenneg "Runioù Hardek" hec'h anv. He natur a zo disklaer. Hec'h anv a zamveneg ez eo tost ouzh ar runioù germanek met bez ez eus, war a seblant, miladoù anezho ar pezh a dostafe anezho eus ar sistemoù logografek evel hini implijet gant ar sinaeg.

[kemmañ] Istor

Anavezout a reer deroù dre ur varzhoniezh a 31 gwerzenn : Krouidigezh Ea. Darn goshañ hengoun Douarvor eo. Livañ a ra penaoz e savas Segoy inizi Douarvor dre envel anzho er yezh wir.

Nebeut a draoù a ouzer a-zivout annezidi gentañ Douarvor met mojennoù a zamvenneg e furme an dud hag an aerouanted ur ouenn nemeti d'an amzer-hont. Gant o zemz e oant disrannet, avat hag, hervez hengoun Paln hag mojennoù kargek e voe un emglev etrezo : ar Vedurnan pe Verw Nadan. An aerouanted a zezgemeras tirioù ar c'hornôg tra ma yeas an enezeg d'an dud. Truchañ a reas ar re-mañ, avat.Anaoudegezh ar yezh wir a virjont ha skrapañ a rejont un darn eus tirioù an aerouanted da sevel rouantelezh ar re varv enno.

En inizi Enlad hag Ea e oa bet ganet rouantelezh Douarvor, hag eñ ne rene ket tout an enezeg hag eo posupl eo oa rouantelezhioù arall hag avefe bet staget diwezhatoc'h. Pa greskas galloud rouaned Enlad e tilec'hias o c'herbenn da Havnor, an iniz vrasañ lec'hiet e kreiz an enezeg. Hogozik an holl Zouarvor e renent. Goude marv Erreth-Akbe en em lodennas ar rouantelezh en ur niver bras a briñselezhioù brezelour. An hini nemet a anavezer eo rouantelezh Losen, a zalc'he reter ha su Havnor war-dro 600 met kalz muioc'h a oa.

E deroù ar marevezh-se e voe hogozik kollet arz an huderezh na dreuzveve nemet e lezioù an dierned a vrezel Goude ma oa bet diazezet Skol Roke hepken e wellaas an traoù. Kelennet e voe an huderezh adarre ha levezon ar pennmaj a beoc'haas un tammig an inizi. Ne voent adunvanet c'hoazhe amzer Ged.

[kemmañ] Amzeriadoù pouezus istor Douarvor

  • 650 : Diazeziñ a ra Ki-dour Skol Roke (The Finder)
  • 1013 : Ganedigezh Duny - anvet diwezhatoc'h Ged - e Dek Gwernenn, ur geriadenn eus Gont
  • 1016 : Heleth and Aihal a sioul ur c'hrendouar e Gont (The Bones of the Earth)
  • 1017 : Ganedigezh Tenar e Entat, Atuan.
  • 1022 : Choazet e Tenar da vont da velegez ar Re Hep Anv. Arha eo-hi adanvet
  • 1025 : Aloubet eo Gont gant ar garged. Faezhañ a ra Duny ur strollad a vrezelourien e Dek Gwernenn dre huderezh. Anvet eo Ged gant Aihal
  • 1026 : Mont a ra Ged da Roke evit studiañ huderezh
  • 1028 : En ur esaeañ da c'hervel anaon Elfaran e frankiz Ged ur spered eus an "nann-goulou", ar Skeud. Ar pennmaj Nemmerle a varv goude bet kaset kuit anezhañ. Gensher a zo choazet da gemer e lec'h.
  • 1031 : D'ur sorser e ya Ged ha mont a ra kuit eus Roke evit an Dek ha Pevar Ugent Enez. Aze e stourm ouzh an aerouant Yevaud e Pendor. Rediañ a ra anezhañ da brometiñ ne argaso ket tud an inizi. Hemolc'het gant ar Skeud e tec'h da Lez an Terenon goude mont kuit da c'hGont.
  • 1032 : Ged a chas ar skeud betek pellvro ar reter. Distreiñ a ra ha da Vestr an Aerouanted e ya (A Wizard of Earthsea, The Tombs of Atuan ha The Farthest Shore)
  • 1033 :Ged a ya da Atuan lec'h ma kav gwalenn Erreth-Akbe. Frankizañ a ra Tenar hag he c'has a ra da c'hGont lec'h ma ya da geneilez Ogion.
  • 1035 : Ganedigezh Irian
  • 1040 : Ganedigezh Lebanen
  • 1047 : Azver a zeu da Roke
  • 1052 : Mervel a ra Gensher. Da bennmaj e ya Ged. Asambles gant Thorion e faez ar sorser foll Irioth (On the High Marsh)
  • 1053 : Mervel a ra Flint, gwaz Goha (Tenar)
  • 1054 : Tenar a gav Tehanu devet ha kemer a ra anezhi da verc'h
  • 1057 : mont a ra Ged ha Lebanen betek pellvro ar c'hornôg da ziloein perak ez eo o vont da get an huderezh. Hemolc'h a reont Cob betek Selidor ha Ged a gloz an nor Cob en-doa digoret etre tirioù ar re varv har hini ar re vev. Kolla ra e galloud dre ober an dra-se, avat. Da roue eo kurunet Lebanen. (The Farthest Shore) Distreiñ a ra Ged da c'hGont ha da vignon Tenar e ya.
  • 1058 : Kalessin a nijbetek Gont ha faezhañ a ra Erisen, unan eus kevreidi Cob en-doa arnodet da lazhañ Ged ha Tenar.
  • 1058 / 1066 (?) : Mont a ra Irian da Roke ha diskuliañ a ra he natur gwir war Roke Knoll (Dragonfly)
  • 1067 : Thol a drec'h ar Roue-Doue ha da roue uhel ar garged e ya.
  • 1072 : ar briñsez gargek Seserakh a ya d'an enezeg da eurediñ gant Lebanen. Ur strollad ag aerouanted a argas Havnor. Kemmoù bras a c'hoarvez pan eo distrujet bro ar re varv hag frankizet hec'h annezidi.

[kemmañ] Huderezh e Douarvor

Ur sistem huderezh ispisial he-deus ijinet Ursula K. Le Guin evit he bed. E kreiz buhez bemdeziek tout an dud en enezeg eo an huderezh. Tri seurt ag huderien ez eus war Zouarvor :

  • Ar sorserezed a vez disprizet gant ah huderien arall. Ar vaouezed nemeto oc'h ober hud ez int.
  • Ar sorserien, huderien krenn o live a ra war-dro an huderezh bemdeziek. Un darn anezho o-deus studiet e Roke met pas an holl. Kelennet ez eo ar re arall gant sorserien goshoc'h.
  • Ar vajed, huderien uhel o live. Ur vazh o-deus hag an holl o-deus studiet e Roke.

War ar vennozh a gempouez eo diazezet an huderezh. E heson gant ar bed e tle bezañ an huderien, ar pezh a strizh o galloud. Ar re a fell dezho ren an natur dre an huderezh, evel Cob pe Geb e lodenn gentañ eus A Wizard of Earthsea a riskl da grouiñ gwallreuzioù. Dre c'hervel un anaon eo en-deus frankizet Ged ar Skeudenn ha he mestroniañ a c'hello nemet pa gomprenno eo-hi un darn anezhi a zle degemer.

Un huderezh dre gomz eo hini Douarvor. Un anv gwir en-deus pep tra en Hen Yezh (a zo hini an aerouanted ivez). Dre implijout an anv-se e c'hell ar vajet gounid galloud war an traoù pe zoken an dud. Evit an abeg-se o-deus darn vrasañ an dud daou anv : an hini gwir a vezont o kuzhat hag ul lezanv a implijont er vuhez bemdeziek. Ne c'hell ket an dud lavarout gevier en hen yezh (er c'hontrol d'an aerouant) ha dre gomz enni e red ar maj an hollved da gem hervez e youl.

[kemmañ] Skol Roke

Kreiz hud Douarvor eo Enez Roke ha gwarezet eo gant strobinelloù pouezus hag un avel hud a kas kuit hec'h enebourien. Meur a lec'h a challoud a endalc'h, evel Roke Knoll pe ar c'hoadig peurfedus.

Gant Elehal ha Yahan eus Roke, ha Medra eus Havnor e oa aozet skol huderezh Roke. Fell a rae dezho aoziñ ul lec'h ma c'hellfed an huderezh hep bezañ sujet d'an dierned a vrezel. Kreskiñ a reas buan betek ma yeas d'un doare gouarnamant a rene tout an inizi eus Douarvor estreget an tirioù karg. Goude donedigezh d'ar galloud eus Lebanen e kollas ar perzh-se, avat.

Er skol eo kelennet an huderezh gant nav mestr :

  • Mestr an Avel, a gelenn penaoz kontrol an amzer
  • Mestr an Dorn, a gelenn penaoz ober touelloù
  • Merst ar Geot, a gelenn penaoz penaoz louzaouiñ
  • Master Changer, who teaches transformation
  • Mestr Gervel, a gelenn penaoz gervel
  • Mest an Anvioù, a gelenn penaoz ar yezh wir
  • Mestr Stummer, a gelenn ar ster
  • Mestr Kaver, a gelenn penaoz kavout ar pezh a oa bet kollet
  • Mestr Porzher, a evezh an nor hag a warez ar skol
  • Pennmaj, a vlein ar skol

Erlec'hiet e voe post Mestr Kaver gant hini Mestr Kaner gant ar pennmaj kentañ, Halkel. Hemañ a zifennas ouzh ar vaouezd da studiañ er skol.

[kemmañ] Ar Vro Sec'h

Rouantelezh ar re varv - ar Vro Sec'h - a voe bet krouet gant an dud goude ar ar Vedurnan pe Verw Nadan. Peurbad eo an noz enni ha daoust ma c'heller gweloud ar stered enni ne strinkellikont ket. Disheñvel eo ar steredeg ouzh re bed ar re vev. Enni e ya dre dremen dreist ur voger a vein izel lec'hiet war lein un duchenn. An anaon a gantre en tu arall o-deus kolet tout o fromoù ha divarrek ez int d'anavezout an eil egile. E penn ar Vro-Sec'h edo ar Stêr Sec'h, hag en tu arall anezhi Menezioù ar Poan.

E The Other Wind e tesker e vo krouet ar Vro Sec'h gant majed a felle dezhi reiñ an divarvelezh da dud an enezeg. Hanter eus ar vro "en tu arall eus ar c'hornôg" o-doa laeret evit ober an dra-se. Pa glojont ar voger e yeas da get kaerder ar vro. E pennad diwezhañ al levr eo distrujet ar vro-sec'h ha frankizet ez eo an anaon a endalc'he.

[kemmañ] An Aerouanted ha Mistri an Aerouanted

En o zirioù eus ar c'hornôg e chom an aerouanted ar peurliesañ met wechoù'zo e nijont war-du an enezeg da gerc'haat boued pe teñvorioù. Ret eo neuze d'ar vajed d'o c'has kuit. E A Wizard of Earthsea e red Ged un aerouant da brometiñ ne argaso mui an enezeg peogwir en-doa divinet e anv.

An aerouant n'int ket droug mety kentoc'h amreol. Ne zisheñvelont ket ar mad diouzh an drouk hag arvarus eo d'o daremprediñ. Dañjerus eo da sellout ouzh o daoulagad ha zoken Ged en em ziwall ouzh ober an dra-se. Barn a reont an dud evel amprevaned berrat o buhez met galloud a reont doujañ un nebeut anezho a-walc'h da gomz dezho.

E The Tombs of Atuan e c'houlenn Tenar digant Ged petra eo ur Mestr an Aerouanted. Respontiñ a ra ez eo un den a gomz an aerouanted dezhañ, rak daou dra a c'hell an aerouanted ober gant an dud : o debriñ pe komz ganto. Arvarus eo da gomz gant aerouanted met talvouduz e vez, rak, o vezañ vevañ hir tre, e vezont fur kennañ. An arouanted a gomz ar Yezh Wir, met, er c'hontrol d'an dud, galloud a reont lârout gevier enni.

[kemmañ] Ar relijion e Douarvor

Doue ebet a azeul tud an enezeg met daveoù ez eus ouzh "Hen C'halloudoù an Douar", boudoù a oa anezho kent ma voe savet an inizi gant Segoy. E Tales from Earthsea e klever e komze ar vaouezd a c'halloud ganto gwechall. E marevezh Ged, avat, e kreder ez int drouk. En ur bed arall e vev darn vrasañ ar galloudoù-se. En a Wizard of Earthsea e frankiz Ged ur "skeudenn" deuet eus ar bed arall-se dre arnodiñ da c'hervel un anaon. Faezhañ a ra anezhi dre gompren eo-hi un darn anezhañ e-unan ha dre c'hervel anezhi gant e anv dezhañe-unan. Goude se e ya-hi d'un darn anezhañ. N'anavezer ket, avat, hag en doa krouet Ged ar skeudenn pe ha en doa he liammet outañ e-unan hepken.

Menegiñ al levrioù un nebeut eus an Hen C'haloudoù hag a zo o chom e Douarvor c'hoazh, en o zouez "Ar Re hep Anv" en Atuan, hag an Terrenon.

Er broioù karg e azeuler doueed. Ar re goshañ a zo "Ar Re hep Anv" a zo azeulet el "Lec'h" en Atuan. Eveshiañ a reont ur milendall dindan "Al Lec'h" ma c'hell den ebet kerzhout e surentez estreget ar Velegez Gentañ hag he spazhad. Choazet e vez ar velegez pa vez-hi pemp bloaz. Pa dizh c'hwec'h bloaz ez eo hi "debret" gant "Ar Re hep Anv" ha mont a ra da vezañ "Arha", ar pezh a dalvez "an hini zebret" e kargeg. Pa varv "Arha" ar velegezed arall a gerc'ha ur verc'h ganet en hevelep noz ma'z eo "Arha" marv. Ma vev ar poup ha ma n'eo ket klañv ket tizhout c'hwec'h bloaz e varner ez eo "Arha" adganet ha douget eo-hi d'"Al Lec'h" da vezañ ar velegez gentañ nevez. An Arha diwezhañ a voe Tenar a zistrujas ar milendall gant skoazell Ged e The Tombs of Atuan.

An Doueed gevell Wuluah hag Atwah a varner evel mibien an "Hen C'halloud". Doueed vrezelour ez int had ur saezh doubl eo o arrouez. O azeullec'h pennañ a oa kêr-Awabath kent ma oa aet da sez an Doueed-Roue. Bez ez eus un azeuldi gouestlet dezho el "Lec'h".

An Doueed-Roue a zo tud reizh, a ren ar broioù kargek eus Awabath. Bez ez eus un azeuldi gouestlet dezho el "Lec'h". An hini pinvidikañ. Kaset kuit eus ar galloud e voe ar Doue-Roue diwezhañ gant Thol eus Hur-at-Hur goude ur brezel diabarzh ha tec'hout a reas betek "Al Lec'h" ma voe lidlazhet gant ur beleg-spazhad.

[kemmañ] Kanon eus Douarvor

[kemmañ] Danevelloù

  • "The Word of Unbinding" (1964) (e The Wind's Twelve Quarters)
  • "The Rule of Names" (1964) (e The Wind's Twelve Quarters, hag e A Treasury Of Fantasy)
  • "Dragonfly" (1997) (e Legends hag e Tales from Earthsea)
  • "Darkrose and Diamond" (1999) (embannet da gentañ The Magazine of Fantasy and Science Fiction, diwezhatoc'h e Tales from Earthsea)
  • "The Finder" (2001) (e Tales from Earthsea)
  • "The Bones of the Earth" (2001) (e Tales from Earthsea)
  • "On The High Marsh" (2001) (e Tales from Earthsea)

[kemmañ] Romantoù

  • A Wizard of Earthsea (1968)
  • The Tombs of Atuan (1972)
  • The Farthest Shore (1974)
  • Tehanu: The Last Book of Earthsea (1990)
  • The Other Wind (2001)

[kemmañ] Kronologiezh diabarzh

Disheñvel eo ar gronologiezh diabarzh diouzh an urzh embannadur :

  • "The Word of Unbinding" (n'eo ket sur)
  • "The Finder"
  • "Darkrose and Diamond"
  • "The Rule of Names" (n'eo ket sur)
  • "The Bones of the Earth"
  • A Wizard of Earthsea
  • The Tombs of Atuan
  • "On the High Marsh"
  • The Farthest Shore
  • Tehanu
  • "Dragonfly"
  • The Other Wind

[kemmañ] Douarvor er mediaoù arall

[kemmañ] Skingomz

Produet he-deus ar vBBC un danevell-skingomz a div eurvezh a voe skinet war Radio 4 d'ar 26 a viz Du 1996. Judi Dench a oa ar c'honter ha Michael Maloney a c'hoarie rol Ged. Implijout a rae aktourien gant pouezh-mouezhioù lies da ziskouez rinoù an tudennoù. Evit skouer, tudennoù o tont eus Pellvro ar Reter a gomze gant pouezh-mouezh Su Kembre.

[kemmañ] Skinwel

Er miz Kerzu 2004 e skinas Sci Fi Channel ur film diazezet war an daou romant kentañ eus an heuliad. Tremen a reas war M6 e 2005. Añvet Legend of Earthsea e egasas fulor ar "faned" peogwir Ged (ha darn vrasañ an tudennoù arall) a oa c'hoariet gant un aktour gwenn ha peogwir an Dramatis Personnae a endalc'h kalz tudenno na oa ket er romant. Kemmet e oa bet natur reljion ar velegezed eus Atuan.

Ne voe ket empleget Ursula K. Le Guin er broduidigezh tamm ebet. Embnnet he-deus graet an evzhiadenn da heul war he lec'hienn:

Ne c'hellan nemet bamiñ ouzh faltazi an aotrou Halmi met c'hoantaat am bije graet en-dije va hini ganti hec'h unan. En em c'houlenn a ran, m'o-dije tud o-deus graet film al The Lord of the Rings lakaet anehezhañ da echuiñ gant Frodo o kemerout ar walenn hag o ren en un doare laouen goude se ha laret e oa an dra-se ar pezh a fele da dTolkien... Daoust hag e kredfe an dud e vijent bet feal d'al levr.

[kemmañ] Anim

War mitologiezh Douarvor eo diazezet film nevez Studio Ghibli : Gedo Senki — Tales from Earthsea. Renet e oa bet gant Gorō Miyazaki, mab Hayao Miyazaki. Nac'het he-doa Ursula K. Le Guin ma raio Hayao Miyazaki ur film gant he levrioù met ar gwirioù he-deus roet da Studio Ghibli peogwir e plije kalz o filmoù dezhi. War an trede levr eo diazezet ar film dreist holl.


[kemmañ] Gwelet ivez

Inizi Douarvor

THIS WEB:

aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - be - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - closed_zh_tw - co - cr - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - haw - he - hi - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - ms - mt - mus - my - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - ru_sib - rw - sa - sc - scn - sco - sd - se - searchcom - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sq - sr - ss - st - su - sv - sw - ta - te - test - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tokipona - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu

Static Wikipedia 2008 (no images)

aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -

Static Wikipedia 2007:

aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - be - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - closed_zh_tw - co - cr - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - haw - he - hi - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - ms - mt - mus - my - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - ru_sib - rw - sa - sc - scn - sco - sd - se - searchcom - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sq - sr - ss - st - su - sv - sw - ta - te - test - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tokipona - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu

Static Wikipedia 2006:

aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - be - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - closed_zh_tw - co - cr - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - haw - he - hi - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - ms - mt - mus - my - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - ru_sib - rw - sa - sc - scn - sco - sd - se - searchcom - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sq - sr - ss - st - su - sv - sw - ta - te - test - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tokipona - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu