Malta
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
|
|||||||
Kan broadel | L-Innu Malti | ||||||
Yezhoù ofisiel pe kenofisiel | Malteg, Saozneg | ||||||
Kêr-benn | Valletta | ||||||
Gorread -En holl -% dour |
316 km² <0.1% |
||||||
Poblañs -Hollad -Stankder ar boblañs |
398,534 (2005) 1262/km² |
||||||
Prezidant | Edward Fenech Adami | ||||||
Kentañ ministr | Lawrence Gonzi | ||||||
Gouel broadel | 21 a viz Gwengolo | ||||||
Moneiz | Lira Maltija (LM) | ||||||
Kod pellgomz | 356 | ||||||
Kod war ar Genrouedad | .mt |
Emañ Republik Malta war un enezeg e Su Europa, er Mor Kreizdouar etre Italia ha Tunizia, en ul lec'h strategel-kenañ, ken eo bet renet gant meur a c'halloud riek abaoe kantvedoù. Ur republik dizalc'h eo hiziv abaoe 1964. Dezhi ar gorread bihanañ (316 km 2) e-touez izili Unaniezh Europa. Ur plas poblet-tre eo e-lec'h m'eo diaes kavout labour evit pep Maltad ha strewet eo an divroidi er bed a-bezh.Pa oa Breizh-Veur o ren (1800-1964) eo bet diorroet oberezhioù greantel war-dro ar sevel listri ha chanterioù-bigi bras a veze eno. Hiziv e vez diorroet an touristerezh diwar an traezhennoù heoliet mizioù-pad , ar savadurioù kozh hag ar splujerezh. Priziet eo enezeg Malta gant an Europiz pa gavont eno tud liesyezhezek, prizioù izel hag un hin blijus. Kêr-benn Republik Malta a zo hec'h anv Valletta. En enezeg e kaver an enezenn pennañ, Enez-Valta (216 km2), div enezenn boblet nebeutoc'h, Enez-Ghawdex (Enez-Gozo) hag Enez-Kemmuna (Enez-Comino) ha peder enezenn digenvez, Cominotto, an div enezenn Sant-Paol hag hini Filfola.
[kemmañ] Istor
Pennad pennañ: Istor Malta
Poblet eo bet Malta abaoe war-dro 5200 kent Jezuz-Krist. Er mare-se e rene ur sevenadur ragistorel a-bouez, ur milved a-raok piramidennoù Giza. Kavet e vez roudoù divent eus monumantoù-mein a seblant bezañ bet harpet gant ur riez c'halloudus. War-dro 1000 kent Jezus-Krist e teuas er vro ar Fenikianed evit staliañ trevadennoù, ur seurt rakpost evit ledanaat o c'henwerzh e kornôg ar Mor Kreizdouar. E 736 kent Jezuz-Krist e voe aloubet staliadurioù fenikiat gant ar C'hresianed hag e voe roet anv "Melita" d'an enezenn bennañ (diwar liv ar mel a zo hini ar mein-raz marteze).
Gant Kartago e (400 kent Jezuz-Krist) e voe aloubet an enezeg ha goude gant Roma. Pinvidikaat a reas Malta gant ar Romaned pa oa ur municipium hag ur geoded kevredet (foederata civitas). Chom a ra meur a savadur roman da dest levezon vras ar Romaned. E 60e tilestras sant Paol a Darsos war Valta dre zegouezh ur peñse war aodoù Bae Sant-Paol (anvet diwar an darvoud koulz hag an div enezenn a gaver eno). Kontet eo an istor e-barzh Aktaoù an Ebestel.
Eus 400 da 900 e kouezhas Malta dindan beli Impalaeriezh Bizañs, met drastet e voe gant ar Vandaled war a seblant. Aloubet e voe ivez gant an Arabed e 870 hag e weler an dra diwar ar malteg, dezhañ ur substrad arabeg gant gerioù italianek, gallek ha saoznek. An darn-vuiañ eus an anvioù-lec'h a zo arab o orin : Dzira (Djezair = enez), Mdina (Medina = kêr), Marsa (marsah = porzh), Rabat.
Skarzhet e voe an Arabed e 1090 gant an Normaned ha ganto e teuas ar Gristeniezh en-dro. Rummadoù-roueed all a zeuas da ren ar vro : an Añjeviz, an Hohenstaufen hag an Aragoniz (1287). Er mare-se e voe staliet noblañs Malta hag e chom implijet 32 ditl.
[kemmañ] Web Links
|
|||
Alamagn · Aostria · Belgia · Breizh-Veur · Danmark · Estonia · Finland · Frañs · Gres · Hungaria · Italia · Iwerzhon · an Izelvroioù · Kiprenez · Latvia · Lituania · Luksembourg · Malta · Polonia · Portugal · Slovakia · Slovenia · Spagn · Sveden · Republik Tchek |
|||
Ar 21 Stad ezel eus Kuzul Europa, ouzhpenn ar re meneget a-us | |||
Albania · Andorra · Armenia · Azerbaidjan · Bosnia-ha-Herzegovina · Bulgaria · Island · Jorjia · Kroatia · Liechtenstein · Moldova · Monaco · Norvegia · Republik Makedonia · Roumania · Rusia · San Marino · Serbia · Suis · Turkia · Ukraina |
|||
Stadoù europat, er-maez eus Kuzul Europa | |||
Belarus · Montenegro · Vatikan |
|||
Rannvroioù europat gant ur statud ispisial | |||
Åland · Akrotiri ha Dekhelia · Jibraltar · Gwernenez · Manav · Inizi Faero · Jerzenez · Jan Mayen · Kosovo · Svalbard | |||
Stadoù europat, ha n'int ket anavezet | |||
Republik Turk Kiprenez an Norzh · Treuznistria ·Nagorno-Karabac'h ·Abc'hazia ·Osetia ar Su ·Tchetchenia |