Iliz Gwir Jezuz
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Iliz Gwir Jezuz (sinaeg: 真耶穌教會 pinyin: Zhēnyēsū Jiàohuì) zo anv un Iliz kristen dizalc'h bet diazezet e Beijing e 1917. Sellet a ra outi hec'h-unan evel ouzh ur skourr ar gristeniezh prostestant deuet war wel e Sina er bloavezhioù 1900. Embann a ra bodañ en-dro dezhi 1.5 milion a feizidi. En XXvet kantved e veze gwelet an holl vroioù kristen europat evel ar Gristeniezh enebet d'ar broioù e Reter hag e Su Azia, Norzhamerika, Oseania, Afrika.
E penn an Iliz (prezidant) emañ bremañ Yung-Ji Lin a embann bezañ prezegenner. Dilennet eo bet gant bodadeg etrebroadel Iliz Gwir Jezuz. Krediñ a ra an Iliz en doueoniezh pantekostour, un reolenn diazezet war gras ar Spered Santel.
Diazezet eo an iliz kristen war dudenn Jezuz-Krist. Ar pezh a zo boutin d'an holl gristenien eo e kredont:
- er Spered Santel (fr:Glossolalie).
- e sakramant ar Vadeziant da vezan diwallet diouzh ar pec'hed-orin ha dont-tre e familh Doue, an Iliz.
- ez eo Jezuz-Krist gwir Doue ha gwir den, deuet da vevañ ur vuhez den da ziskouez piv eo doue d'an dud, da lavarout eo karantez.
- Bibl (An Testamant Kozh, An Testamant Nevez).
Porched ar bed sinaat – Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat. |