Ebooks, Audobooks and Classical Music from Liber Liber
a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z





Web - Amazon

We provide Linux to the World


We support WINRAR [What is this] - [Download .exe file(s) for Windows]

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
SITEMAP
Audiobooks by Valerio Di Stefano: Single Download - Complete Download [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Alphabetical Download  [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Download Instructions

Make a donation: IBAN: IT36M0708677020000000008016 - BIC/SWIFT:  ICRAITRRU60 - VALERIO DI STEFANO or
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Hieroglifoù Egipt - Wikipedia

Hieroglifoù Egipt

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan


Hieroglifoù war ur maen-koun egiptat
Brasaat
Hieroglifoù war ur maen-koun egiptat
Hieroglifoù e mirdi Mimfis gant delwenn Ramses II en adreñv.
Brasaat
Hieroglifoù e mirdi Mimfis gant delwenn Ramses II en adreñv.

Ur reizhiad skrivañ eo ar Hieroglifoù. Implijet eo bet e-pad Henamzer Egipt. Mesket e veze enni elfennoù lizherennek, silabennek ha skeudennek.

Taolenn

[kemmañ] Gerdarzh

Diwar ar gresianeg e teu ar ger hieroglif. Eus ar gerioù ἱερογλύφος (hieroglúphos) hiero- (ἱερός), a dalvez "sakr", ha glif (γλύφειν), a dalvez "benañ". Treuzskrivañ a reer ar frazenn egiptat a dalvez kement ha hieroglifoù evel mdw nṯr skrivet alies medu netjer; ger evit ger "gerioù Doue"].

[kemmañ] Istor hag emdroadur

E-pad bloavezhioù eo bet Pladenn Narmer an enskrivadur hieroglifek kentañ anavezet. Kavet e oa bet e-doug furchadegoù Hierakonpolis (Kaoum al-Ahmar hiziv) e-tro 1890. Bloaziataet e oa bet e-tro 3000 kent JK. E 1998, koulskoude, ur skipailh arkeologourien alaman a oa o furchal e Abidos (Umm al-Qa'ab hiziv) a zizoloas bez U-j a oa d'ur penn-bras rakdinastek; eno e voe adkavet 300 tamm kleiz a oa skrivet kent-hieroglifoù warno. Bloaziataet eo bet ar bez-se e-tro 3400 kent JK.

Tri doare arouezennoù a ya d'ober ar hieroglifoù: arouezennoù fonetek, en o zouez arouezennoù unkensonennek, evel al lizherenneg, met ivez un toullad a verk div pe deir c’hensonenn, skeudennoù, zo evit ur ger, ha dezverkerioù, a verk rummad ster ur ger dilizherennet hep merkañ e dalvoudegezh resis.

A-feur ma'z ae ar skrivañ war-raok e-touez Egiptiz ez eus deuet lizherennoù eeunoc’h war wel. Setu ar pezh a anver ar skritur hieratek (implijet gant ar gloer) hag ar skritur demotek (implijet gant an dud dre vras). Aesoc’h e oa ober gant ar stummoù nevez-se war ar papiruz. N'eo ket evit kelo-se avat ma'z eas ar skritur hieroglifek war ziskar. Kentoc’h e oa meur a zoare implijet keñver-ha-keñver. War Maen Rosetta e kaver war un dro ar skriturioù hieroglifek ha demotek.

Dalc’het e voe d'ober gant ar hieroglifoù dindan ren ar Bersed (a-frapadoù etre ar 6vet hag ar 5vet kantved kent JK.), goude aloubadeg Egipt gant Aleksandr Veur, hag e-pad marevezh Makedoniz hag ar Romaned da c’houde. Evit doare, kemplezhded ar hieroglifoù a c’hoarvezas evel ur respont, evit darn, d'ar saviad politikel distabil a oa o ren. Lod a gred dezho o deus c’hoariet ar hieroglifoù ur roll evit lakaat kemm etre 'gwir Egiptiz' hag an alouberien estrañjour (hag o mevelien eus ar vro). Kement-se a c’hall displegañ kraksoñjoù ar skrivagnerien c’hresian ha roman zo deuet betek ennomp diwar-benn ar hieroglifoù. Un displegadenn all eo an emzalc’h peurzoujus zo bet gant ar C’hresianed hag ar Romaned e-keñver ar sevenadur egiptat dre vras. Desket ganto e oa eus ar hieroglifoù testennoù sakr eo bet sellet gant an aozerien gresian-ha-roman ouzh reizhiad kemplezh met poellek ar hieroglifoù evel ouzh un doare alegorek, hud zoken, da dreuzkas kevrinoù, gouiziegezh kuzh. Diwar an doujañs-se n'eo ket dedenn zo deuet met diouiziegezh.

A-benn ar pevare kantved goude Jezuz-Krist, ne chome mui nemeur a Egiptad gouest da lenn hieroglifoù ha "mojenn" ar hieroglifoù a yae war gresk. Paouezet e voe da implijout hieroglifoù war monumantoù pa voe bet lakaet serriñ an holl demploù digristen e 391 goude Jezuz-Krist gant an Impalaer roman Theodosius Iañ; An diwezhañ enskrivadur anavezet zo diwar un templ pell-pell er c’hreisteiz nebeut goude 391.

Er pevare kantved ivez e voe embannet ar Hieroglyphica gant Horapollo, un "displegadenn" eus tost 200 arouezenn. Al labour-mañ, hag eñ faziek evit ar pep brasañ, a zispakas pell-pell e aotrouniezh war studi ar hieroglifoù hag e voe kaoz dezho chom dizispleg e-pad ken pell. Ma'z eo bet lakaet ar pouez war orin gresian ar Hieroglyphica gant ar skolveuridi e penn-kentañ, e vez klasket kentoc’h bremañ diskouez an oberenn-se evel ur striv spontus a-berzh ur gouizieg egiptat da saveteiñ un amzer dremenet aet da get da vat. Bras e voe levezon ar Hieroglyphica war arouezouriezh an azginivelezh, peurgetket e levr Andrea Alciato, hag en o zouez Hypnerotomachia Poliphili Francesco Colonna.

A-hed ar c’hantvedoù e klaskas meur a ouizieg displegañ ar hieroglifoù, peurgetket Johannes Goropius Becanus er XVIvet kantved hag Athanasius Kircher er XVIIvet kantved; C’hwitadennoù ne voe ken eus ar strivoù-se pe displegadennoù toull diazezet just war ar strollañ soñjoù, diouzh ijin pep hini. Al labour talvoudusañ bet savet war an displegañ hieroglifoù a voe kaset da benn gant Thomas Young ha Jean-François Champollion e deroù ar bloavezhioù 1800. Dizoloadenn maen Rosetta gant bagadoù soudarded Napoleon e-pad aloubidigezh Egipt a roas an alc’hwez hollret a dalvezas da Champollion da zisplegañ koulz lavaret an holl hieroglifoù e-tro 1830. Ur pezh trec’h e oa evit diskiblezh nevez an Egiptouriezh.

Treuzvevañ a ra c’hoazh ar hieroglifoù hiziv e daou stumm: war-eeun, dre ur 6 glif demotek bennak ouzhpennet el lizherenneg c’hresian pa vez skrivet e kopteg; hag en un doare dieeun, dre m'en deus awenet al lizherenneg semitek zo mamm d'an holl lizherennegoù all bet implijet biskoazh, ha d'hon hini ivez.

[kemmañ] Skritur

Patrom:IPA notice Patrom:Main

Ur reizhiad kemplezh eo, ur skritur skeudennek, arouezek ha soniadurel war un dro, mesk-ha-mesk en hevelep testenn, en hevelep frazenn, krediñ a rafen lavaret en hevelep ger Lizher da M. Dacier, 27 Gwengolo 1822

Savet eo ar skritur hieroglifek diwar 24 arouezenn unson pennañ (arouezennoù a glot o zalvoudegezh gant ur son hepken, evel lizherennoù ar brezhoneg); Bez' ez eus ivez ouzhpenn kalz a arouezennoù daouson ha trison daoust m'eo rouesoc’h ar re-mañ diwezhañ.

Heverk eo ne vez ket skrivet ar vogalennoù er skritur hieroglifek; aesaet e vez an distagadur oc’h ouzhpennañ un son e etre ar c’hensonennoù. Da skouer: nfr -> nefer = brav, mat.

Ar reizhiad treuzskrivañ implijet en daolenn a-is zo ur c’hantved kozh. Mont a rae d'ober an esae gwellañ bet d'ar mare-se evit tostaat da zistagadur an egipteg. Meur a arouezenn difetis pe dizanv o zalvoudegezh zo enni evel "3". Kalz a araokadennoù zo bet graet abaoe daoust m'eo c’hoazh digor an tabut war munudoù zo. Krediñ a reer bremañ, da skouer, e c’hallfe ar son "3" bezañ bet evit [l] en henegipteg, ha bet kollet war-lerc’h e krennegipteg. Ar c’hensonennoù merket evel mouezhiet (d, g, dj) a c’hall bezañ bet strinket (pe, daoust ma n'eo ket ken asur, gargadennet evel kensonennoù kreñvaet ar yezhoù semitek. Un deskrivadur mat a c’haller kaout gant Allen (2000). Evit munudoù o tennañ da reizhiadoù treuzskrivañ all, sellet ouzh ar pennad Transliteration of ancient Egyptian (e saozneg).


Arouezennoù unson
Arouezioù Treuzskrivadur hengounel Talvoudoù fonetek gant Allen (2000)
dist. Notennoù Henegipteg Krennegipteg
A
Bultur Egipt 3 a anvet alef,
a harz tarzhek
[l] pe [ɾ] didrouz, [j], pe [ʔ]
i
ur gorzenn i/a anvet yod vogalenn deraouiñ pe dibenn; a-wechoù [j]
i i
pe
y
div gorzenn
pe div linenn veskellek
y y yod doubl (dizimplij) [j]
a
ur vrec’h ˁ a anvet ain,
kensonenn c’hwezh mouezhiet gargadennet
marteze [d] [ʕ]; [d] bet dalc’het marteze en un nebeud gerioù pe rannyezhoù
w
pe
W
plog ur goailh pe e
verradur hieratek
w w/u anvet waw
[w] ~ [u]
b
lodenn draoñ ur c’har b b [b] ~ [β]
p
ur c’hondre korz pe ur skaon p p [pʰ]
f
un naer gornek f f [f]
m
ur gaouenn m m [m]
n
ur wagennig dour n n [n] [n], a-wechoù [l]
r
ur genoù r r (dizimplij) [ɾ], a-wechoù [l]
(atav [l] e rannyezhoù zo)
h
ur goudor korz h h [h]
H
ur guchenn weet
plot Mar ne welit ket mat arouezennoù zo eus ar pennad-mañ, pe mar gwelit anezho fall (karrezioù goullo, pikoù-goulennata...) : ur font Unicode a vank deoc'h kazi-sur.
h un h kreñvaet,
kensonenn c’hwezh divouezh gargadennet
[ħ]
x
ur vammog pe
ur bolotenn neud (?)
plot Mar ne welit ket mat arouezennoù zo eus ar pennad-mañ, pe mar gwelit anezho fall (karrezioù goullo, pikoù-goulennata...) : ur font Unicode a vank deoc'h kazi-sur.
kh son korzailhek,
kensonenn staon gargadennet
[γ]
X
kof ul loen gant e lost
plot Mar ne welit ket mat arouezennoù zo eus ar pennad-mañ, pe mar gwelit anezho fall (karrezioù goullo, pikoù-goulennata...) : ur font Unicode a vank deoc'h kazi-sur.
kh ur son dousoc’h,
kensonenn c’houel staon gargadennet
[x]
s
pezh danvez pleget s s evel an hini a-is [s] [s]
z
prenn un nor s s evel an hini diwezhañ [θ]
S
poull ul liorzh š sh [ʃ]
q
tor ur menez
plot Mar ne welit ket mat arouezennoù zo eus ar pennad-mañ, pe mar gwelit anezho fall (karrezioù goullo, pikoù-goulennata...) : ur font Unicode a vank deoc'h kazi-sur.
pe q
k k kreñvaet,
kensonenn darzh hogedennet divouezh
[qʼ]
k
ur baner gant un dorn k k [kʰ]
e gerioù zo, [kʲ]
g
ur pod en e sav g g [kʼ]
t
ur gouign t t [tʰ]
T
ur gordenn stagañ
plot Mar ne welit ket mat arouezennoù zo eus ar pennad-mañ, pe mar gwelit anezho fall (karrezioù goullo, pikoù-goulennata...) : ur font Unicode a vank deoc'h kazi-sur.
pe tch
tch evel e saozneg church [tʲ] pe [ʧ]
d
un dorn d d [tʼ]
D
ur c’hobra
plot Mar ne welit ket mat arouezennoù zo eus ar pennad-mañ, pe mar gwelit anezho fall (karrezioù goullo, pikoù-goulennata...) : ur font Unicode a vank deoc'h kazi-sur.
pe dj
dj evel e saozneg judge [tʼʲ] pe [ʧʼ]


Skrivet e vez ar ger 'Ptoleme' gant hieroglifoù evel-mañ:

p
t
wA l
M
i i s

Setu al lizherennoù a glot gant hieroglifoù ar gartouchenn a-us:

P
T
O L
M
I I S

Sellet e vez ouzh "ii" evel ouzh ul lizherenn hepken ha treuzskrivet e vez "i".

Ur skouer all evit diskouez penaos ez a ar hieroglifoù en-dro eo sellet ouzh div dalvoudegezh ar ger egiptek pr (vogalennet peurliesañ evel per). Ti eo e dalvoudegezh kentañ hag e daolennadur hieroglifek zo:

pr
Z1

Aze ez a ar hieroglif en-dro evel ur skeudenn zo evit ar ger taolennet ganti: ur ger a glot gant un un arouezenn. Al linenn serzh dindan ar hieroglif zo un doare boas da verkañ emañ an arouezenn evit un ideogramm.

Gallout a ra ivez ar ger pr talvezout kement ha 'mont kuit', 'mont er-maez'. Pa vez skrivet ar ger-se e vez implijet an 'ti' hieroglifek da arouez fonetek:

pr
r
D54

Amañ e talvez an ti hieroglifek evit ar c’hensonennoù pr. Ar genoù hieroglifek a-is zo ur stagadenn fonetek: lennet e vez r, ar pezh a greñva al lenn fonetikel evit pr. Un deskriver eo an trede hieroglif; un ideogramm eo a ro d'al lennerien talvoudegezh dre vras ar pezh zo skrivet: amañ e verk ur verb dilec’hiañ.

[kemmañ] Pennadoù kar

  • Ankh
  • Demoteg
  • Egipteg
  • Yezhoù Egipt
  • Niverennoù Egipt
  • Egiptouriezh
  • Hierateg
  • Treuzskrivañ an Henegipteg

[kemmañ] Liammoù diavaez

[kemmañ] Daveennoù

  • Collier, Mark & Bill Manley|Bloaz=1998|Titl=How to read Egyptian hieroglyphs: a step-by-step guide to teach yourself|Publisher=British Museum Press|ID=ISBN 0-7141-1910-5
  • James P. Allen|Bloaz=2000|Titl=Middle Egyptian: an Introduction to the Language and Culture of Hieroglyphs|Publisher=Cambridge University Press|ID=ISBN 0-5217-7483-7
A56
Porched Egiptopedia
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn da Henamzer Egipt :

Istor | Douaroniezh | Labour-douar | Aozadur politikel | Faraoned | Arz | Mitologiezh | Doueed | Buhez pemdez | Levrlennadur | Geriaoueg

Our "Network":

Project Gutenberg
https://gutenberg.classicistranieri.com

Encyclopaedia Britannica 1911
https://encyclopaediabritannica.classicistranieri.com

Librivox Audiobooks
https://librivox.classicistranieri.com

Linux Distributions
https://old.classicistranieri.com

Magnatune (MP3 Music)
https://magnatune.classicistranieri.com

Static Wikipedia (June 2008)
https://wikipedia.classicistranieri.com

Static Wikipedia (March 2008)
https://wikipedia2007.classicistranieri.com/mar2008/

Static Wikipedia (2007)
https://wikipedia2007.classicistranieri.com

Static Wikipedia (2006)
https://wikipedia2006.classicistranieri.com

Liber Liber
https://liberliber.classicistranieri.com

ZIM Files for Kiwix
https://zim.classicistranieri.com


Other Websites:

Bach - Goldberg Variations
https://www.goldbergvariations.org

Lazarillo de Tormes
https://www.lazarillodetormes.org

Madame Bovary
https://www.madamebovary.org

Il Fu Mattia Pascal
https://www.mattiapascal.it

The Voice in the Desert
https://www.thevoiceinthedesert.org

Confessione d'un amore fascista
https://www.amorefascista.it

Malinverno
https://www.malinverno.org

Debito formativo
https://www.debitoformativo.it

Adina Spire
https://www.adinaspire.com