Ebooks, Audobooks and Classical Music from Liber Liber
a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z





Web - Amazon

We provide Linux to the World


We support WINRAR [What is this] - [Download .exe file(s) for Windows]

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
SITEMAP
Audiobooks by Valerio Di Stefano: Single Download - Complete Download [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Alphabetical Download  [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Download Instructions

Make a donation: IBAN: IT36M0708677020000000008016 - BIC/SWIFT:  ICRAITRRU60 - VALERIO DI STEFANO or
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Jean-François Champollion - Wikipedia

Jean-François Champollion

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor


Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan

Jean-François Champollion Poltred gant Léon Cogniet (1831).
Brasaat
Jean-François Champollion
Poltred gant Léon Cogniet (1831).

Jean-François Champollion lesanvet Champollion Yaouank (bet ganet d’an 23 a viz Kerzu 1790 e Figeac, el Lot ha marvet d’ar 4 a viz Meurzh 1832 e Pariz), zo un egiptour gall. Hemañ eo a zaslennas ar hieroglifoù ha sellet e vez outañ evel tad an egiptouriezh.

Lavarout a rae diwar e benn e-unan :

Me zo holl da Egipt, ha hi zo pep tra evidon

.

Taolenn

[kemmañ] Buhezskrid

Ur skoliad hep e bar e oa bet. Gouzout a ouie kaozeal latin da nav bloaz, hebraeg da drizek vloaz hag arabeg da bevarzek vloaz. Kas a reas e studioù da benn e Figeac ha war-lerc’h e Grenoble. Pa oa lisead e oa bet entanet gant studi ar hieroglifoù egiptat hag a-drugarez d’e vreur Champollion-Figeac e teuas a-benn da gaout un eilskrid eus enskrivadurioù maen Rosetta, a oa bet skrivet ennañ gant hieroglifoù hag e gresianeg (hag ivez e demoteg). Diwar neuze en doa komprenet e vije tu da lenn ar yezh-se a oa bet ankounac’haet abaoe kantvedoù goude bezañ studiet ar yezhoù kar ha mont a reas da Bariz e 1808 evit studiañ, e-touez traoù all, ar c'hopteg hag an amhareg. D’ar mare-se e skrivas d’e vreur :

« Plediñ a ran a-zevri gant studi ar c'hopteg. Me a venn gouzout an egipteg koulz hag ar galleg dre ma vo diazezet al labour vras a gasan da benn war ar papiruz egiptek war ar yezh-se. » (Champollion, 1807, d’e seitek vloaz).

Ul labour hir d’ober e oa bet dazlenn ar hieroglifoù : e 1807 e krogas ganti, e 1808 e tizoloas reolennoù pennañ ereadurioù (doare strollañ) an arouezioù. Neuze en em c’houlennas, o verzout e oa damheñvel arouezioù ar hieroglifoù ouzh unan eus ar rannyezhoù koptek ma ne veze ket implijet vogalenn ebet er skritur egiptek. E 1810 e soñjas dezhañ e c’halle an arouezioù-se bezañ ideogrammoù (evit ezteuler ur vennozh) pe fonogrammoù (evit ezteuler ur son). E 1812 e savas un daolenn gronologel diwar-benn ar skriturioù, ar skriturioù-red a oa anezho un doare eeunaet bet krouet goude ar hieroglifoù.

E 1816 e oa bet rediet da zistreiñ da Fijeac en harlu abalamour d’e vennozhioù politikel troet war-du Bonaparte ha rankout a reas paouez gant e enklaskoù. Diorren a reas gant e vreur un reizhiad kelenn kentañ derez a oa diazezet war ar vonitourelezh. E 1817 e tistroas da Grenoble ha dimeziñ a reas gant Rosine Blanc.

Deuet da eilkelenner war an Istor e kendalc’has da gas e studioù da benn war ar hieroglifoù. E 1819 e teuas da vezañ sur, goude bezañ sellet ouzh ar papiruz a oa e "levr an anaon", e oa ar hierateg hieroglifoù eeunaet. Adalek 1821 e teuas a-benn da lenn sternioù ar roueed, en o zouez hini Ptolemaios V war maen Rosetta, ha goude hini Kleopatra war diazez un obeliskenn ha war ur bapiruzenn diyezhek. D’ar 27 a viz Gwengolo 1822 e skrivas al Lizher d’an Ao. Dacier, ul lizher a denn da lizherenneg ar hieroglifoù fonetek, evit lakaat anezhañ da c’houzout e oa o paouez dizoleiñ ur reizhiad evit dazlenn ar hieroglifoù.

« Ur reizhiad kemplezh eo, ur skritur skeudennaouek, arouezel ha fonetek war un dro, en un hevelep testenn, en un hevelep frazenn, lavarout a rafen en un hevelep ger zoken). » (Champollion, 1822)

Gortoz a reas Champollion daou vloaz c’hoazh a-raok embann e Levrig diwar-benn reizhiad hieroglifoù Henegiptiz hag evit digeriñ dorioù an egiptouriezh skiantel. E gempredidi, en o zouez e vestr kozh Silvestre de Sacy dreist-holl, o doa breutaet ha tabutet a-zivout e zizoloadennoù da-heul.

E 1826 e oa bet anvet da virour e mirdi al Louvre, ma oa e karg eus an dastumadoù egiptat. Kendrec’hiñ a reas ar roue [[Loeiz XVIII] da brenañ an dastumad perc’hennet gant koñsul Bro-saoz en Egipt ha da c’houde e reas prenadennoù all a bouez, en o zouez obeliskenn Louksor a oa en he led e 1831 hag a oa bet lakaet war-sav e Pariz, place de la Concorde, e miz Kerzu 1833.

Adalek 1828 betek 1830 e teu e hunvreoù da wir : mont a reas kuit da Egipt da seveniñ ur gefridi skiantel ; du-hont e tastumas roadoù ha traezoù a-leizh. Ur wech distroet da Bariz e oa bet anvet en Akademiezh an enskrivadurioù hag al lizherennoù kaer ha reiñ a reas e gentel gentañ enni e 1831. Mervel a reas, skuizh-divi gant e labourioù, e Pariz d’ar 4 a viz Meurzh 1832 d’an oad a 41 bloaz. Douaret e voe er vered Père Lachaise e Pariz.


Roet eo bet e anv d’ul Lise e Grenoble ha d’ul lise all e Figeac.

[kemmañ] Red-vicher

  • Lisead e Grenoble en Isère
  • Studioù war yezhoù ar Reter Pariz
  • Eilkelenner war an Istor e Skol-veur Grenoble
  • Mirour e Mirdi Egipt, mirdi al Louvre
  • Kador-gelenn Henoniezh egitptat e Collège de France

[kemmañ] Mirdioù Champollion

  • An ti ma oa bet ganet e Figeac.
  • Ti Champollion e Vif en Isère, bet perc’hennet gant breur an egiptour.

[kemmañ] Buhezskrid

[kemmañ] A-zivout Champollion

  • Champollion, héritier du peuple Kagoth gant Joël Polomski ha Gilles Faltrept, 1990, embannet gant Kevredigezh Dastumerien Figeac, ISBN 2950265219
  • Jean-François Champollion, Sa vie et son oeuvre, 1790-1832 gant Hermine Hartleben, 1990, Pygmalion, ISBN 2-85704-317-1
  • Champollion, Une vie de lumière gant Jean Lacouture, 1988, Grasset, ISBN 2-246-41211-0

[kemmañ] Liammoù

Commons
Dafar ouzhpenn a-fed an tem-mañ a vez kavet e-barzh Wiki.Commons
A56
Porched Egiptopedia
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn da Henamzer Egipt :

Istor | Douaroniezh | Labour-douar | Aozadur politikel | Faraoned | Arz | Mitologiezh | Doueed | Buhez pemdez | Levrlennadur | Geriaoueg

Our "Network":

Project Gutenberg
https://gutenberg.classicistranieri.com

Encyclopaedia Britannica 1911
https://encyclopaediabritannica.classicistranieri.com

Librivox Audiobooks
https://librivox.classicistranieri.com

Linux Distributions
https://old.classicistranieri.com

Magnatune (MP3 Music)
https://magnatune.classicistranieri.com

Static Wikipedia (June 2008)
https://wikipedia.classicistranieri.com

Static Wikipedia (March 2008)
https://wikipedia2007.classicistranieri.com/mar2008/

Static Wikipedia (2007)
https://wikipedia2007.classicistranieri.com

Static Wikipedia (2006)
https://wikipedia2006.classicistranieri.com

Liber Liber
https://liberliber.classicistranieri.com

ZIM Files for Kiwix
https://zim.classicistranieri.com


Other Websites:

Bach - Goldberg Variations
https://www.goldbergvariations.org

Lazarillo de Tormes
https://www.lazarillodetormes.org

Madame Bovary
https://www.madamebovary.org

Il Fu Mattia Pascal
https://www.mattiapascal.it

The Voice in the Desert
https://www.thevoiceinthedesert.org

Confessione d'un amore fascista
https://www.amorefascista.it

Malinverno
https://www.malinverno.org

Debito formativo
https://www.debitoformativo.it

Adina Spire
https://www.adinaspire.com