Tomaz Akwino
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Tomaz Akwino lidet evel ur sant ha Doktor an Iliz gant an Iliz katolik roman a zo bet un doueoniour hag ur prederour italian eus ar re bouezusañ. Graet e vez tomazouriezh eus ar c'helenn doueoniel ha prederouriezhel a gaver e skridoù meur a brederour.
Ganet eo bet e kêriadenn Roccasecca e-kichen Aquino e Rouantelezh Naplez e 1228 ha marvet eo bet e 1274 e abati Fossanova nepell diouzh Latina. Ken reizh e oa e vuhez ma veze graet an Doktor Ael eus outañ. Lidet eo e gouel d'an 28 a viz Genver 1274.
[kemmañ] Buhez
Mont a reas da dominikan war-dro ar bloavezh 1240 ha studiañ a reas e abati Monte-Cassino hag e Naplez. Eno e veze studiet ar brederourien arab. Mont a reas da studiañ e Köhln hag e Pariz e-lec'h ma voe stummet gant sant Alberzh meur. Evel mestr doueoniour e roas kentelioù e Pariz, Roma ha Naplez. Mervel a reas pa oa war hent Sened-Iliz Lyon.
[kemmañ] Preder
Klask a ra Tomaz Akwino sevel ul liamm etre ar Poell hag ar Feiz. Evitañ ha pa vefe ar brederouriezh urzhiet hervez ar Poell ne c'hell ket bezañ er-maez eus an douenoniezh, houmañ dindan urzh an Diskuliadur. Un diforc'h a ra etre an douenoniezh diskuliet ha ne c'hell ar Poell nemet prouiñ n'eo ket dibosupl an dogmoù pennañ (an Drinded, Kelenn krouidigezh ar bed) hag un douenoniezh naturel ha ganti e c'hell ar Poell diskoachañ gwirionezoù evel ar pemp moaien a zo da brouiñ (hervez an doueoniourien) bezañs Doue.
E 1879, dre embann al lizher-meur Aeterni Patris e tisklerias ar pab Leon XIII e stalie an domazouriezh evel maen-stur ar c'helenn katolik.
[kemmañ] Oberennoù
- Quaestiones disputatae (Dalc'hioù arguzennet)
- De ente et essentia (Boud hag ezvezout)
- Summa contra Gentiles (Holladenn a-enep ar Baganed)
- Summa Theologiae (Holladenn an Douenoniezh)