Ebooks, Audobooks and Classical Music from Liber Liber
a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z





Web - Amazon

We provide Linux to the World


We support WINRAR [What is this] - [Download .exe file(s) for Windows]

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
SITEMAP
Audiobooks by Valerio Di Stefano: Single Download - Complete Download [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Alphabetical Download  [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Download Instructions

Make a donation: IBAN: IT36M0708677020000000008016 - BIC/SWIFT:  ICRAITRRU60 - VALERIO DI STEFANO or
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Carl von Linné - Wikipedia

Carl von Linné

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan

Linné gwisket gant dilhad Sami war-dro 1735-1740
Brasaat
Linné gwisket gant dilhad Sami war-dro 1735-1740

Carl von Linné a voe ganet d’an 23 a viz Mae 1707 e Stenbrohult, e proviñs Småland e kreisteiz Sveden ha mervel a reas d’an 10 a viz Genver 1778 en Uppsala). Ur mezeg e oa, louzawour ha kelenner e Skol-veur Uppsala. Gantañ e voe rummataet holl voudoù bev an Douar, en ul levr anvet Systema naturae (1735). Diwar e labour e teu rummatadur reizhiadek ar vevien zo en implij bremañ. Met ma'z eus bet miret lod eus ar pennaennoù, kalz a draoù a zo bet kemmet ivez.
Carl Linnaeus e oa e anv pa voe ganet. Pa voe noplaet gant roue Sveden e 1761 e cheñchas e anv e Carl von Linné. E kalz yezhoù e reer anezhañ hiziv Linné hepmuiken.

Linné a veajas e meur a rannvro eus Sveden evit diskrivañ ar plant hag al loened anezho : diwar ur veaj en hanternoz ar vro e voe savet e labour bras kentañ, Flora lapponica . Mont a reas da vroioù all en Europa ivez : en Izelvroioù e lakaas embann e Systema naturae.

Gant Linné e voe roet da bep spesad un anv resis e latin, savet diwar daou barzh. Da skouer, Homo sapiens ("den a oar") evit an den hag Homo troglodytes ("den ar vougev") evit ar chimpanze. A-raok Linné e veze roet anvioù hir d’ar spesadoù, a-benn o diskrivañ. Gant skiantourien a veve er XVIvet kantved, an daou vreur Bauhin, e oa bet savet ar reizhiad anvadurioù daouel a zo implijet hiziv , met gant Linné an hini e voe lakaet an diazezoù-se da dalvezout a-vras.

den = Homo sapiens

Al lodenn gentañ eus an anv eo ar genad, hag an eil eo ar spesad. Evit Linné e oa an den hag ar chimpanze daou spesad eus ar memes genad, Homo. (Pan troglodytes eo anv skiantel ar chimpanze hiziv an deiz, daoust ma ne vev ket ar chimpanzeed er mougevioù).

Mennozh ar genadoù hag ar spesadoù a zeu eus Aristoteles. Met ar genadoù a voe bodet gant Linné d’ober urzhadoù, an urzhadoù a voe bodet e rummadoù hag ar rummadoù e riezadoù. Setu, da skouer, penaos e veze rummataet an den gant Linné :

  • Riezad : Animalia
  • Rummad : Vertebrata
  • Urzhad : Primates
  • Genad: Homo
  • Spesad: Homo sapiens

Tri riezad a veze diforc’het gant Linné : loened, plant ha mein.

Ur Protestant deol e oa Linné, ul Lutherad, hag evitañ e oa ar vevoniezh ur studi eus ar bed urzhiet gant an "Aotrou". Krediñ a rae e oa bet krouet al loened hag ar plant gant Doue ha ne oant ket cheñchet abaoe krouidigezh ar bed. Ar spesadoù, evitañ, ne gemment ket (er c’hontrol diouzh ar pezh a voe displeget diwezhatoc’h gant Darwin). Daoust da se e oa krog da gas ar skiant war un hent a bellae diouzh kelenn ar relijion. Un arc’heskob lutherat a damallas dezhañ bezañ dizoue.

Bez e voe Linné unan eus diazezourien Akademiezh ar Skiantoù e Sveden. Gantañ ivez e voe savet Liorzh Louzawouriezh Uppsala.

[kemmañ] Oberennoù pennañ

Golo Systema Naturae.
Brasaat
Golo Systema Naturae.
  • Flora lapponica, 1737
  • Systema naturae, 1735/1766 (Reizhiad an natur)
  • Genera plantarum, 1737 (Genadoù plant)
  • Materia medica, 1749
  • Philosophia botanica, 1751 (Prederouriezh al louzawouriezh)
  • Species plantarum, 1753 (Spesadoù plant)
Our "Network":

Project Gutenberg
https://gutenberg.classicistranieri.com

Encyclopaedia Britannica 1911
https://encyclopaediabritannica.classicistranieri.com

Librivox Audiobooks
https://librivox.classicistranieri.com

Linux Distributions
https://old.classicistranieri.com

Magnatune (MP3 Music)
https://magnatune.classicistranieri.com

Static Wikipedia (June 2008)
https://wikipedia.classicistranieri.com

Static Wikipedia (March 2008)
https://wikipedia2007.classicistranieri.com/mar2008/

Static Wikipedia (2007)
https://wikipedia2007.classicistranieri.com

Static Wikipedia (2006)
https://wikipedia2006.classicistranieri.com

Liber Liber
https://liberliber.classicistranieri.com

ZIM Files for Kiwix
https://zim.classicistranieri.com


Other Websites:

Bach - Goldberg Variations
https://www.goldbergvariations.org

Lazarillo de Tormes
https://www.lazarillodetormes.org

Madame Bovary
https://www.madamebovary.org

Il Fu Mattia Pascal
https://www.mattiapascal.it

The Voice in the Desert
https://www.thevoiceinthedesert.org

Confessione d'un amore fascista
https://www.amorefascista.it

Malinverno
https://www.malinverno.org

Debito formativo
https://www.debitoformativo.it

Adina Spire
https://www.adinaspire.com