Psikologiezh
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Psychology (eus ar gresianeg: psyche = bred halogos = ger) a zo studi emzalc'h, spered ha preder an den da gentañ holl, met emzalc'h ha spered al loened a zo studiet ivez, pe evel ur gelenn he-unan (cf. gouiziaduriezh al loened pe an etologiezh)pe c'hoazh, ha daelioù a zo diwarnañ, evel ur moiaen evit merzout traou a bled gant ar psikologiezh denel (cf. psikologiezh keñverel).
Pleustret e vez war ar psikologiezh e doareoù skiantel ha nann-skiantel. Ar psikologiezh ar muiañ graet ganti a zo pozitivour he diazez pa ra gant studioù kementadel ha gant an hentenn skiantel evit testiñ ha diskar ar martezeadennoù o vezañ graet en un doare arnodel. Ar psikologiezh a ra alies gant an diuzelouriezh, da lavared eo e sach pep a gouiezegezh e c'hell kavout e tachennoù skiantel'zo evit klask displegañ ha klask kompren an emzalc'h.
Koulskoude ne vez ket heuliet an hentenn skiantel gant pep a enklask psikologiezhel. Implijet e vez gant an enklask kementadel teknikoù jubenniñ evit sevel lod a zeskrivadurioù sachet diwar ar glinikenn hep arnod .
Kavet e vez ivez psikologourien, ar psikologourien denelour, da skouer, ha n'int ket evit degemer un hentenn skiantel.
Da vezañ kendalc'het