Star Trek
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Ar pennad-mañ a zo ul lodenn eus ar rummad |
Skiant-faltazi |
Skrivagnerien Skiant-faltazi pennañ |
Jules Verne-Georges Orwell
H.G. Wells-Arthur C. Clarke |
Anthony Burgess-A. E. van Vogt
H. P. Lovecraft-Aldous Huxley Ray Bradbury-René Barjavel Michael Crichton-Dan Simmons |
Bed ar skiant-faltazi |
Skrivagnerien - An SF er BT |
An SF er Sinema |
Temoù an SF |
Rummad:Skiant-faltazi |
Star Trek zo anv ur bed skiant-faltazi ijinet ha krouet gant Gene Roddenberry e-kreiz ar bloavezhioù 1960.
6 heuliadenn skinwel (726 degouezh), 10 film, ha kantadoù a romantoù, c’hoarioù video hag all, a zeskriv ar bed-mañ.
Un dazont gwellwelus zo daolennet gantañ : echu ar c’hleñvedoù, ar c’houennelouriezh, ar baourentez, an dishegar hag ar brezel war an douar, un douar unanet gant ezdouaridi speredek all en Hent Sant Jakez. Dizoleiñ planedennoù, bedoù ha sevenadurioù nevez, kas war-raok ar peoc’h hag an doujañs, eo pal an tudennoù pennañ.
Unan eus anvioù brudetañ ar skiant-faltazi, hag unan eus frañchizoù anavezetañ e bed ar skinwel, eo Star Trek.
[kemmañ] Heuliadennoù skinwel
E 1966 e oa kroget Star Trek gant an heuliadenn "orin". Betek 2005, savet e oa bet pemp heuliadenn Star Trek, hag un heuliadenn tresadennoù bev.
- Star Trek (heuliadenn orin) (1966-1969)
- Star Trek (tresadennoù bev) (1973-1974)
- Star Trek: The Next Generation ("Ar Rummad War-lerc'h") (1987-1994)
- Star Trek: Deep Space Nine (1993-1999)
- Star Trek: Voyager (1995-2001)
- Star Trek: Enterprise (2001-2005)
[kemmañ] Filmoù
10 film zo bet taolet gant Paramount Pictures
- Star Trek: The Motion Picture - 1979 - Sevenniñ : Robert Wise
- Star Trek II: The Wrath of Khan - 1982 - Sevenniñ : Nicholas Meyer
- Star Trek III: The Search for Spock - 1984 - Sevenniñ : Leonard Nimoy
- Star Trek IV: The Voyage Home - 1986 - Sevenniñ : Leonard Nimoy
- Star Trek V: The Final Frontier - 1989 - Sevenniñ : William Shatner
- Star Trek VI: The Undiscovered Country - 1991 - Sevenniñ : Nicholas Meyer
- Star Trek Generations - 1994 - Sevenniñ : David Carson
- Star Trek: First Contact - 1996 - Sevenniñ : Jonathan Frakes
- Star Trek: Insurrection - 1998 - Sevenniñ : Jonathan Frakes
- Star Trek: Nemesis - 2002 - Sevenniñ : Stuart Baird