Ebooks, Audobooks and Classical Music from Liber Liber
a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z





Web - Amazon

We provide Linux to the World


We support WINRAR [What is this] - [Download .exe file(s) for Windows]

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
SITEMAP
Audiobooks by Valerio Di Stefano: Single Download - Complete Download [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Alphabetical Download  [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Download Instructions

Make a donation: IBAN: IT36M0708677020000000008016 - BIC/SWIFT:  ICRAITRRU60 - VALERIO DI STEFANO or
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Santez Katell a Aleksandria - Wikipedia

Santez Katell a Aleksandria

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor


Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan


Santez Katell a Aleksandria a zo unan eus ar sentezed ha merzherez kristen kehelet ar muiañ abaoe ar Grennamzer en Europa. Koulskoude emañ liv ar vojenn war an istor a zo bet kontet diwar he fenn kantvedoù-pad ken e oa bet diverket hec'h anv diwar deiziadur ar sent an Iliz katolik roman eus 1969 betek 2002. Lidet eo Gouel sant Katell d'ar 25 a viz Du (d'ar 24 en ilizoù reizhkredennour dindan levezon Rusia). Meur a gustum dibar e veze hag e vez c'hoazh en deiz-se. Da skouer e vez lidet ar merc'hed dizimez, un dilhad pe un tog dibar ganto, anvet ar C'hatelliged pa'z int en tu-hont da 25 bloaz. Katell a zo stumm brezhonek Katarina (gresianeg kozh : an hini c'hlan ; sell ouzh ar pennad santez Katarina) hag eo unan eus ar raganvioù ar muiañ roet e Breizh koulz hag en Europa a-bezh betek kreiz an XXvet kantved.

Taolenn

[kemmañ] Mojenn santez Katell

Caravaggio: Santez Katell (1595-1596)
Brasaat
Caravaggio: Santez Katell (1595-1596)

Ganet eo bet Katell en ur familh uhel he renk e Kêr-Aleksandria en Egipt war-dro ar bloaz 270. Desket meur a anaoudegezh ganti e teuas da vezañ gouiziek-bras hag hi yaouank c'hoazh. E 307 e oa an impalaer Maksiminus II o lidañ an doueoù pagan en ur gouel bras. Mont a reas Katell da glask kendrec'hiñ anezhañ da asantiñ da gredennoù ar gristeniezh. Goulenn a reas neuze an unpenn galloudus ma vije dalc'het ur breutaerezh bras etre Katell ha 50 eus ar brederourien ouiziekañ a c'helled kavout eno. Hag ar plac'h a zeu a-benn da gendrec'hiñ an holl anezho. Ken fulorete e oa Maksinminus ma voent merzheriet gant an impalaer diouzhtu. Hemañ, koulskoude, a ginnigas da Gatell dimeziñ gantañ, met nac’hañ groñs a ra ar santez. Kounnaret e voe Maksiminus ha reiñ a reas urzh da lazhañ anezhi gant ur rod dantek, met, dre vurzhud, ne c'hellas ket dent ar rod drailhañ ar c'horf. Evit lakaat termen d’ur seurt eneberez ken dic'hortoz a laka Maksiminus santez Katell da vezañ dibennet.

[kemmañ] Berzh azeulerezh santez Katell

War-dro ar bloavezioù 500 e voe diskoachet korf difreuz ur verc'h koant-kenañ war ur menez e-kichen Menez Sinai. Anavezet e voe gant menec'h ar bastell-vro e oa korf santez Katell lakaet eno gant an aeled. Staliet e voe eno manati santez Katell ar Sinai gant menec'h gresian reizhkredennour. Diwar Brezelioù ar Groaz ez eas brud santelezh Katell a Aleksandria da Europa. Meur a delwenn ha meur a livadur a voe graet gant an arzourien ken e oa ral an ilizoù hep un aoter gouestlet d'ar santez.
Oberennoù arzel a zispak ar santez gant ur c'helc'h santelezh 3 liv dezhañ, ruz evit ar verzherinti, gwenn evit ar werc'hted ha gwer evit an anaoudegezh. O tougen ar rod dantek e weler santez Katell d'an aliesañ ivez.
Kemeret e voe Katell da baeronez gant meur a vicher pa voe lidet gant micherourien a implije ur rod pe rodoù (armoludoù, turgnerien, karrerien, ...) hag ar re a bled gant an anaoudegezhioù (levraouegerien, ...). Unan eus ar mouezhioù klevet gant Janed Ark a voe hini santez Katell.

[kemmañ] Micherioù o deus kemeret santez Katell da baeronez

[kemmañ] Micherioù ma vez graet gant ur rod evit ober anezho

  • Armoluderien
  • Kivijerien
  • Kontellerien
  • Mekanikerien
  • Milinerien
  • Nezerien
  • Poderien
  • Turgnerien

[kemmañ] Micherioù (pe stad) a bled gant ar vreutadeg hag an anaoudegezhioù

[kemmañ] Tud all hag aozadurioù paeroniet

  • Klañvdiourien
  • Merc'hed dizimez
  • Mitizhien
  • Tud war o zalaroù
  • Skol-Veur Pariz
  • Kêrioù Zejtun ha Zurrieq en Enez-Valta
Our "Network":

Project Gutenberg
https://gutenberg.classicistranieri.com

Encyclopaedia Britannica 1911
https://encyclopaediabritannica.classicistranieri.com

Librivox Audiobooks
https://librivox.classicistranieri.com

Linux Distributions
https://old.classicistranieri.com

Magnatune (MP3 Music)
https://magnatune.classicistranieri.com

Static Wikipedia (June 2008)
https://wikipedia.classicistranieri.com

Static Wikipedia (March 2008)
https://wikipedia2007.classicistranieri.com/mar2008/

Static Wikipedia (2007)
https://wikipedia2007.classicistranieri.com

Static Wikipedia (2006)
https://wikipedia2006.classicistranieri.com

Liber Liber
https://liberliber.classicistranieri.com

ZIM Files for Kiwix
https://zim.classicistranieri.com


Other Websites:

Bach - Goldberg Variations
https://www.goldbergvariations.org

Lazarillo de Tormes
https://www.lazarillodetormes.org

Madame Bovary
https://www.madamebovary.org

Il Fu Mattia Pascal
https://www.mattiapascal.it

The Voice in the Desert
https://www.thevoiceinthedesert.org

Confessione d'un amore fascista
https://www.amorefascista.it

Malinverno
https://www.malinverno.org

Debito formativo
https://www.debitoformativo.it

Adina Spire
https://www.adinaspire.com