Triseratops
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
|
|||||
---|---|---|---|---|---|
Korf-eskern un triseratops
|
|||||
Rummatadur klasel | |||||
Ren : | Loened | ||||
Skourrad : | Chordata | ||||
Kevrennad : | Sauropsida | ||||
Urzhiad : | Ornithischia | ||||
Isurzhiad : | Marginocephalia | ||||
Infraurzhiad : | Ceratopia | ||||
Kerentiad : | Ceratopsidae | ||||
Iskerentiad : | Ceratopsinae | ||||
Genad : | Triceratops | ||||
Spesadoù | |||||
|
|||||
Pelec'h e veze kavet | |||||
Amerika an Hanternoz | |||||
Prantad | |||||
Kretase uhel, ~67-65 milion | |||||
|
An triseratopsed a oa dinosaored geotdebrerien vras o doa bevet e diwezh ar C'hretase, etre 67 ha 65 million bloaz kent hon oadvezh. Talvezout a ra o anv kement ha «Loen a dri c'horn» (Diwar ar gresianeg tri -/τρι- a dalvez 'tri', ceras/κέρας a dalvez 'korn' ha -ops/ωψ a dalvez 'dremm') . Daou gorn a oa ouzh o zal hag unan berroc'h ouzh o fri. dougen a raent ouzhpenn ur c'houzougenn askorn ledan a-dreñv d'o c'hlopenn evit gwareziñ o gouzoug hag o divskoaz. Pevarzroadek e oant, warno tres frikorneged divent gant izili pounner. Daoust ma n'eus bet adkavet relegenn glok ebet e soñjer e oa dezho pep a 5 pe 6 tonenn ha betek 9 metrad hirder ha 3 metrad uhelder. Bevañ a rae tamm pe damm d'ar memes mare ha d'ar memes lec'h hag an tiranosaored, an ankilosaored hag keratopsidae brudet all , an torosaored.
Dizoloet eo bet an triseratopsed gant John Bell Hatcher e 1888. E diwezh an XXed kantved e oa bet kavet un hanterkant klopenn bennak en Amerika an Hanternoz, eskern ivez met relegenn glok ebet. Anavezout a reer daou spesad triseratopsed :
- T. prorsus Marsh, 1890
- T. horridus Marsh, 1889