Ebooks, Audobooks and Classical Music from Liber Liber
a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z





Web - Amazon

We provide Linux to the World


We support WINRAR [What is this] - [Download .exe file(s) for Windows]

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
SITEMAP
Audiobooks by Valerio Di Stefano: Single Download - Complete Download [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Alphabetical Download  [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Download Instructions

Make a donation: IBAN: IT36M0708677020000000008016 - BIC/SWIFT:  ICRAITRRU60 - VALERIO DI STEFANO or
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Stêranvadurezh Breizh - Wikipedia

Stêranvadurezh Breizh

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan


Image:32px-Labour_zo.png Ar pennad-mañ n'eo ket peurechu c'hoazh ; ma fell deoc'h labourat warnañ deuit da welout ha lakait hoc'h ali e pajenn ar gaozeadenn.


Studiet eo bet lec'hanvadurezh Breizh hag e iskelenn stêranvadurezh Breizh dre glask pengefioù galianek pe vrezhonek. Koulskoude ne c'heller ket bezañ sur ne vije ket pengefioù en ur yezh indezeuropat pe nann-indezeuropat koshoc'h eget ar galianeg ha c'hoarvezet eo marteze m'en deus ar brezhoneg degemeret ha treuzwisket elfennoù ar yezh keltiek kevandirel (predeneg? galianeg?) ken tost e oa dezhi.

Taolenn

[kemmañ] Mareadur an anvioù

Hervez Herve ar Bihan e c'heller renkañ stêranvioù Breizh e tri maread :

  • Mare an henindezeuropeg etre 2000 ha 1000 kent Jezuz-Krist
  • Mare ar stêranvioù keltiek adalek 1000 kent Jezuz-Krist
  • Mare ar stêranvioù brezhonek

[kemmañ] An anvioù stêrioù koshañ

  • Blavezh : hervez Léon Fleuriot e teufe eus ur ger rakkeltiek blau- = glaz hag e talvefe evit geuniek rak e Dornskrid Leyden e weler an henvrezhoneg blavati spisc'heriet evet latin paludati.
  • Ele : ar wrizienn rakkeltiek *al, *el, *ol = flodiñ (kavet Elái, Lai hag Eli e Bro-Gembre
  • Leger ha Liger : un anv a seblant kozh-tre evit ar stêrioù a dreuz Lannuon (Leger) hag Naoned (Liger). Merket eo bet an anv Liger gant Kaezar (c. 48 kent Jezuz-Krist).
  • Oud ha Don : eus *ult (kartennaoueg abati Redon) (cf. Lot, stêr e-kreiz Bro-C'hall anavezet gwechall dindan ar stummoù Ulta, Oltis, Oltus.

Evit an Don e kaver ar stumm latin Ultone e kartennaoueg abati Redon. Marteze e endalc'h anvioù kozh Oud ha Don (Breizh ha Rusia) ar wrizienn *ol- = flodiñ ivez

  • Renk : war Taolenn Peutinger e weler Reginea pe Reginca. Hervez Herve ar Bihan e teufe eus ur wrizienn rakkeltiek kavet e saozneg (rink), e kembraeg (rhinc), e latin (ringi) dezhi ar ster krozal.

[kemmañ] An anvioù stêrioù keltiek

  • Aon,Av hag Aven : eus ar ger keltiek *aban hag *abn. E Bro-Gembre emañ ar stêr Avan hag e Bro-Saoz ar stêr Aon. Dont a ra eus ar wrizienn indezeuropek *abon (predeneg *abona, galianeg ambe, gouezeleg agann, kembraeg afon, latin amnis, sanskriteg ambu). Talvezout a ra evit stêr war a seblant.
  • Argenon : gwelet eo bet ar ger genou a gavfemp ivez e anv kêr Geneva. Hervez Léon Fleuriot e vije "tost d'ar genou". Indezeuropek e c'hell bezañ ar wrizienn.
  • Ik : tost e vefe d'ar ger latin acqua hag anv kozh ar stêr Yonne, Icauna.

Met re disheñvel eo ar stumm heniwerzhoneg, esc evit bezañ rakkeltiek.

  • Intel : Hervez Léon Fleuriot, ar spisc'her euripi (dave d'ur wazhenn-vor c'hresian) evit en henvrezhoneg ectolli a vije evit stumm strizh-mor a zo gant ar stêr.
  • Goued ha Gouedig : E Vita Sancti Brioci e weler troet gant latin sanguis anv ar Goued. (brezhoneg gwad, kembraeg gwaed, gwenedeg goed, predeneg *waito).
  • Leñv : Eus ar wrizienn a gaver e kerneveureg lef, e kembraeg llef hag e brezhoneg leñvañ. Pa eztaoler ur c'hlemm e c'heller ober un trouzig, trouz an dour o hiboudiñ.

[kemmañ] Penngefioù

  • Aber : ur ganol-vor hir ha strizh a-walc'h e diwezh traonienn ur stêr. Roet eo bet an anv-mañ d'ur stêr e Kraozon a ya d'ober un aber (stêr an Aber). E Bro-Leon e kaver an Aber-Ac'h, an Aber-Benead (pe Benniget) hag an Aber-Ildud. Aberioù a zo e-leizh e Breizh, met n'eo ket chomet bev e eñvor ar bobl. Setu perak, dindan levezon an douaroniezh c'hallek e vez komzet eus les rias bretonnes evit an Aon, ar Belon, ar Blavezh, ar Gwilen, an Oded, ar Renk (dourredenn) hag all. Kavet e vez ar memes ger e Bro-Gembre.
  • Ben- : Kavet eo e-barzh anvioù kêrioù ha kêriadennoù lec'hiet war genou ur stêr :
    • Bannaster : genou ar stêr (pelec'h?)
    • Ban-Gâvres : e-kichen Gavr (Bro-Wened - Mor-Bihan)
    • Banintel : ur maner aet da get en Intel e genou ar stêr Intel
    • Benoded : ur gêr e genou an Oded
    • Binig : ur gêr e genou an Ik
  • Ken-aber : aet da vezañ Kemper evit lec'hioù ma ya div dourredenn da gejañ : Kemper (Bro-Gerne - Penn-ar-Bed), Kemper-Gwezhenneg (Bro-Dreger - Aodoù-an-Arvor)
  • Ladrun

Hervez Jean-Yves Plourin ha Pierre Hellocou, ar stêr a ya eus feuteun toullaeron betek an Elle (etre ar Faoued ha Lannejen) a zo Stêr-Laeron e gwir anv (ha n'eo ket an Inam, ur fazi graet er XIXvet kantved). Dont a rafe eus lad- = flodiñ ha gronn = lagenn. Ur seurt geun e teu dour er-maez dioutañ eo. Ha n'en deus netra da welout gant al laeron o defe laeret keit-all ar stêr !

Our "Network":

Project Gutenberg
https://gutenberg.classicistranieri.com

Encyclopaedia Britannica 1911
https://encyclopaediabritannica.classicistranieri.com

Librivox Audiobooks
https://librivox.classicistranieri.com

Linux Distributions
https://old.classicistranieri.com

Magnatune (MP3 Music)
https://magnatune.classicistranieri.com

Static Wikipedia (June 2008)
https://wikipedia.classicistranieri.com

Static Wikipedia (March 2008)
https://wikipedia2007.classicistranieri.com/mar2008/

Static Wikipedia (2007)
https://wikipedia2007.classicistranieri.com

Static Wikipedia (2006)
https://wikipedia2006.classicistranieri.com

Liber Liber
https://liberliber.classicistranieri.com

ZIM Files for Kiwix
https://zim.classicistranieri.com


Other Websites:

Bach - Goldberg Variations
https://www.goldbergvariations.org

Lazarillo de Tormes
https://www.lazarillodetormes.org

Madame Bovary
https://www.madamebovary.org

Il Fu Mattia Pascal
https://www.mattiapascal.it

The Voice in the Desert
https://www.thevoiceinthedesert.org

Confessione d'un amore fascista
https://www.amorefascista.it

Malinverno
https://www.malinverno.org

Debito formativo
https://www.debitoformativo.it

Adina Spire
https://www.adinaspire.com