Oded
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
|
||||
---|---|---|---|---|
Hirder | 56 km | |||
Uhelder an andon | ? m | |||
Red | m³/s | |||
Gorred an diaz | km² km² | |||
Andon | Sant-Wazeg | |||
Genou | e Benoded | |||
Bro | Breizh |
An Oded a zo ur stêr o tiskenn eus ar Menezioù du e Gwalarn Roudoualleg (Bro-Gerne - Mor-Bihan) betek ar Mor atlantel etre Benoded ha Kombrid. Dont a ra Benoded eus Ben+Oded : ur ger kozh eo Ben evit diwezh ur stêr, ar genoù anezhi.
Treuziñ a ra Kemper, kêr-benn Bro-Gerne ha pennlec'h Departamant Penn-ar-Bed.
Evel ar stêrioù e Breizh, e renad a zo froudel gant dourioù-beuz e-pad an diskar-amzer hag ar goañv dre n'eo ket posupl d'an dour-glav silañ don er c'harregadoù dizintrus a gaver e pep lec'h. Grevusoc'h eo ar gudenn gant ar c'hêriekadur pa teu an douaroù da vezañ dizintrusoc'h-dizintrusañ hag ouzhpenn-se, er bloavezhioù 1960-70 eo bet diskaret ar c'hleuzioù a vire an dour da redek d'an dourredennoù diouzhtu.
A-raok Kemper e treuz an Oded ur ganienn strizh ha rozellek anvet ar Stangala (Stang Alar, marteze) ha priziet mat gant ar valeerien. Ez-ofisiel e krog an Oded morel adalek ar palez-justis hag e tiskenn d'ar mor war 18 km, met al lanv a ya betek ar porzh-houarn, 2 km uheloc'h.
Ur porzh-kenwerzh a zo bet staliet e penn an aber : ouzh ur c'hae, 500 m a hirded, e vez ereet listri-karg bihan ha listri-sabr.
Aber an Oded, 20 km he hirded, a grog gant ul lennvor anvet Bae Kerogan, met strishoc'h-strishañ e teu da vezañ pa ziskenn en ur ganienn goadek hag a zo ul lec'h touristel a c'heller gweladenniñ gant listri-treizh.
Kavet e vez anv ar stêr en anv gallek kumun Brieg (Briec-de-l'Odet) hag e-pad an Dispac'h gall, Montagne-sur-Odet a oa an anv roet da Gemper evit abegoù politikel.