Bosfor
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar strizh-mor etre ar Mor du ha Mor Marmara eo ar Bosfor (e turkeg Boğaziçi, e gresianeg Βόσπορος). Gwelet e vez an hent-mor-se evel lodenn an harz etre Azia hag Europa. Pa z'eus ur rannvro turk war riblenn Europa emañ ar strizh-mor dindan beli Turkia, nemet ez eus reolennoù etrevroadel o ren warnañ. War un 30 km bennak e ra kammdroennoù o skeiñ war ar Bis hag en deus etre 550 ha 3000 m a led.
Ur gerdarzh boutin evit e anv a ra dave d'ar vitologiezh gresian pa vez displeget evel treizh ar vuoc'h (eus Βοῦς [bous], buoc'h, ha πόρος, [poros], treizh). Hervez ar vojenn hengresian e vage an doue Zeus karantez evit ur plac'h anvet Io. Broudet gant ar gwarizi e kemmas, ar plac'h en ur vuoc'h Hera, gwreg Zeus, hag e kasas ur vouienn d'he flemmañ ken e klaskas an aneval paour mont kuit en ul lammat dreist ar strizh-mor.
Koulskoude eo "bous" tost ouzh ar verboù gresianek buō et buzō (hemañ tost d'an anv-lec'h Buzantion, Istanbul hiziv), ar verboù evit "strizhañ" ken eo an talvoudegezh gwir "treizh strizhet".
[kemmañ] Pouezh strategel hag armerzhel ar Bosfor
Ha p'emañ ar Bosfor e Turkia, e dourioù a zo dourioù etrebroadel, da lavaret eo dieub an treizh da bep bag pe lestr. Diwar seizh feur-emglev e teu ar reolennoù etrebroadel war an treizh, an hini diwezhañ Emglev Montreux e-keñver reolennoù strizhoù-mor Turkia (1923). E-touezh ar re stankañ er bed eo an treizherezh, meur a lestr-eoul-maen bras o degas eoul-maen broioù ar Mor du. E 2003 eo bet kontet 43 000 lestr o treizhañ, 8 000 anezho o endelc'her ur c'hargad arvarus. (gaz pe eoul-maen).
E 2004 e kreskas an treizherezh da 53 000 lestr. Un hent-mor dañjerus eo ablalamour d'ar c'hasennoù kreñv, met n'eus tu da rediañ ma yafe ul loman evit henchañ ar sturier. E 2004 e varvas 25 martolod diwar un tangwall goude ma yae d'en em stekiñ daou lestr-eoul-maen.
War riblennoù ar Bosfor emann lodenn Reter gêr Istanbul (bet Kergustentin a-raok aloubadenn an Durked e 1453), enni dreist 13 milion annezad. Bet eo bet kêr-benn Impalaeriezh Turkia a-raok ma vo dibabet Ankara gant Bodadeg Broadel Bras e 1922. Ul liamm etre Europa hag Azia eo al lec'h keit an holl amzerioù.