Tildenn
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Sinoù diakritek |
---|
Sin diakritek
Breve ( ˘ )
Krogig / Dấu hỏi ( ̉ ) |
Merkoù all implijet a-wechoù evel sinoù diakritek |
Skrab ( ’ ) |
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Tildenn (diwar ar spagnoleg tilde “tired, sin diakritek”, d'e dro diwar al latin titulus) eo anv un sin diakritek implijet gant al lizherenneg latin, gantañ stumm ul linennig gromm (~) lakaet a-us d 'ur vogalenn evit diskouez e vez distaget en ur mod disheñvel diouzh an hini boutin, peurliesañ dre ar fri.
E spagnoleg e talvez ar ger tilde evit ober dave d'an tired lemm evit d'al linennig gromm lakaet a-us d'un n ([n]) > ñ ([ɲ] pe gn hervez reolennoù reizhskrivañ ar brezhoneg) diorroet diwar un diverradur latin ma veze lakaet ur pennlizherenn N a-us d'un n all e-lec'h skrivañ nn. Er yezhoù all avat e vez implijet ar ger tilde evit ober daver d'al linennig gamm nemetken.
E portugaleg e vez implijet a-us d'an a pe d'an o evit merkañ ar fed ma vezont distaget dre ar fri, da skouer contituição, consituições (“bonreizh où”).
Gant Lizherenneg Fonetikel Etrebroadel e vez implijet an tilde evit merkañ an distagadur dre ar fri pa vez skrivet a-us d'ur vogalenn pe c'hoazh d'ur gensonenn, da skouer brezhoneg “foñs” [fõs] pa pa vez skrivet -dreuz d'ul lizherenn e talvez evit merkañ ar fed ma vez distaget gant an ankoue, da skouer saozneg “cool” [kʊ:ɫ].
En estonieg e vez kavet aus d'un o distaget [ɤ] pe ə.
Implijet e c'hell bezañ an tilde ivez e lec'h an tired kognek pa vez skrivet an henc'hresianeg hervez reolennoù ar reizhskrivadur liestonel evit diskouez e pign an ton ha neuze e tiskenn en-dro.
E vietnameg e vez implijet an tilde evit ober dre skrid diouzh an donenn ngã a ya war diskenn.
[kemmañ] Gwelet ivez
Lizherenneg latin | |||||||||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
A | B | C | D | E | F | G | |||||||
H | I | J | K | L | M | N | |||||||
O | P | Q | R | S | T | U | |||||||
V | W | X | Y | Z | |||||||||
Lizherennoù gant diakritikoù | |||||||||||||
Å | Ħ | Ł | Ñ | Ø | |||||||||
Divc'hrafennoù | |||||||||||||
Ch | C'h | DZ | DŽ | Gb | IJ | Kp | LJ | ||||||
LL | Mb | Mp | Nd | Ng | NJ | Nk | |||||||
Ns | Nt | Nz | Ou | Sh | Th | ||||||||
Teirgrafennoù | |||||||||||||
Ngb Nkp Sch Tsh | |||||||||||||
Lizherennoù ispisial ouzhpenn | |||||||||||||
Æ | ɑ | Ɓ | Ɗ | Ð | Ɛ | Ʒ | |||||||
Ə | Ǝ | Ƒ | Ɣ | Ȝ | Ƴ | Ƣ | |||||||
Ƕ | ĸ | Ŋ | Œ | Ɔ | ɽ | Ȣ | |||||||
ſ | ß | Ʃ | ʌ | Ʋ | Ɯ | Ⅎ | |||||||
Ȥ | Þ | Ƿ | |||||||||||
Ƨ | З | Ч | Ƽ | Ƅ |
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |