Thorn (lizherenn)
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan
Þþ
Thorn a zo anv ul lizherenn latin ispisial skrivet Þ, þ bet implijet gwechall evit skrivañ ar saozneg ha hiziv c'hoazh an islandeg evit ober diouzh ar son [θ].
Diorroet e oa bet, evel ƿ, diwar stumm ur run.
E saozneg e veze distaget [ð] ivez met e islandeg e vez implijet al lizherenn Ð, ð evit ober diouzh ar son mouezhiet-se.
Kavet e vez c'hoazh a-wechoù ur stumm heñvel ouzh an y ha droukkemmesket gantañ evit lakaat anv ur stal da hañvalat bezañ kozh, dreist-holl e lec'hioù touristel e Bro-Saoz.
[kemmañ] Gwelet ivez
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |