Ebooks, Audobooks and Classical Music from Liber Liber
a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z





Web - Amazon

We provide Linux to the World


We support WINRAR [What is this] - [Download .exe file(s) for Windows]

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
SITEMAP
Audiobooks by Valerio Di Stefano: Single Download - Complete Download [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Alphabetical Download  [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Download Instructions

Make a donation: IBAN: IT36M0708677020000000008016 - BIC/SWIFT:  ICRAITRRU60 - VALERIO DI STEFANO or
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Manga - Wikipedia

Manga

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Bannoù-treset e talvez Manga e japaneg. E brezhoneg ez eo ul levr bannoù-treset warni levezon Japan. Ger-ha-ger e talvez skeudenn dister. "Tresadenn" e talvez ga ha "dudius" e talvez man.

E 1814 e oa al livour Hosukai o klask ur ger evit ar skeudennoù ardoù e oa krog da dresañ. A-benn ar fin e reas "raktresadennoù graet buan-ha-buan" anezho pe c'hoazh "skeudennoù dizampart", da lavaret eo manga e japaneg.

Ur skouer eus un dresadenn en ur manga.
Brasaat
Ur skouer eus un dresadenn en ur manga.

Mangaka e vez graet eus an dresadennerien manga.

En tu-gin e-keñver ar boas a zo er C'hornôg da lenn ar bannoù-treset e vez savet ar mangaioù : eus an tu-dehou d'an tu-kleiz (memes tra evit al lagadennoù) da lavaret eo e vez miret an urzh-lenn diouzh mod japan. Lod eus an embannerien a zibab eilpennañ pep tra evit an Europiz met koustañ a ra ker dezho.

Evit poent ez eus ur manga e brezhoneg : An Neñva an hini eo, bet embannet d'an 20 a viz Here 2006 gant an ti-embann Toki ha lakaet e brezhoneg e Naoned.

Taolenn

[kemmañ] Istor ar mangaioù

Diwar levezon kelaouennoù kenwerzhel Stadoù-Unanet e deroù an XXvet kantved o deus tapet ar mangaioù o stumm a-vremañ : hini ar bannoù-treset. Rummoù a bep seurt heñvel ouzh ar re amerikan a c'hanas er mod-se e kelaouennoù japan. Ar re vrudetañ betek ar bloavezhioù 1940 e voe «Norakuro» (ar c'hi du, ur manga a-nep al lu) gant Tagawa Suiho « Boken Dankichi » (troioù-kaer Dankichi) gant Shimada Keizo. Petra zo kaoz ? Dindan kontroll ar gouarnamant e oa ar c'hazetennoù hag an holl obererezhioù sevenadurel : un tamm aer fresk a voe dre ar mangaioù.

[kemmañ] Goude 1945

Goude ar brezel, dindan beli ar Stadoù-Unanet e voe levezonet kalz ar vangakaed gant ar c’homik-strips a veze troet ha skignet a-vras er c’hazetennoù japanat. Un dispac’h a zeuas gant unan anezho bet levezonet gant Walt Disney ha diwarnañ e teuio ar mangaioù giz nevez : Tezuka Osamu an hini eo.

Gantañ e teuas ar jestroù dre efedoù grafek evel an taolioù-pluenn pe an trouzadelloù a lak muioc’h war wel kement fiñvadur a zo. Dreist-holl e lakaas talennoù ha kouchadurioù a bep eil evel ma vez er sinema. Diouzh hengoun ar c’hoariva e troc’has enta : betek-henn e veze skeudennaouet an tudennoù en o fezh, e kreiz an dresadenn ha keit-ha-keit ouzh an tudennoù all. Ar bevaat e oa pal Tezuka hag an heuliad bevaat kentañ evit ar skinwel a zeuas gantañ just a-walc’h : e 1963 e sevenas Tetsuwan Atomu, unan eus e oberennoù a zo anavezetoc’h dindan an anv « Astro ar robot bihan ».

A-benn ar fin e voe boas an tremen eus ar paper d’ar skramm bihan. War genwerzhelaat ez eas ar mangaioù da vat : c’hoarielloù pe c’hoarioù-video a c’hanas diwarno hag ar c’hontrol a voe ken gwir all a-wezhioù.

Pelloc’h ez eas Tezuka ganti avat : gant rummoù a bep seurt e pledas ha dreist-holl gant ar re graet evit ar vugale. Rummoù nevez da vat a zeuas gantañ zoken er bloavezhioù 60 : mangaioù evit an dud deuet da lavaret eo danvezioù siriusoc’h dezho bouetet gant senarioioù kemplesoc’h. Fent a chomas gantañ avat ha ne zisoñjas ket e vennozhioù dengaour, a-enep al lu hag e aon rak ur gevredigezh dindan beli ar skiantoù.

Dre se ez eus a bep seurt managioù bremañ ha berzh a reont : un drederenn eus an tennadennoù hag ur c’hard eus gounidoù an embann ez a d’ober e Japan.

E 1985 ez eas priz sevenadurel Tôkyô gant Tezuka Osamu. E 1990, ur bloavezh goude e varv, e voe gouestlet un diskouezadeg dezhañ gant Mirdi arzoù modern Tôkyô. Dre se eo aet ar mangaioù e istor sevenadurel japan da vat.

[kemmañ] Teknikoù dibar

Mod da lenn ur manga.
Brasaat
Mod da lenn ur manga.

Gwenn-ha-du e vez ar mangaioù peogwir e vezont embannet e kelaouennoù marc'hadmat, war baper adaozet. E liv e c'hell bezañ pajennoù kentañ ar gelaouenn (evit lakaat ur rumm bennak war wel). Se zo kaoz e c'heller gwelet pajennoù e liv e kreiz mangaioù zo (deuet diwar un embann kentañ en ur gelaouenn).

Ur bajenn diwar Marmalade Boy manga, levrenn 1añ (stumm japanek)
Brasaat
Ur bajenn diwar Marmalade Boy manga, levrenn 1añ (stumm japanek)


Ne vez ket ken difiñv an tresadennoù hag e bannoù-treset ar C'hornôg. Troc'hoù heñvel ouzh re ar sinema a vez er mangaioù. Daoulagad bras a vez d'an tudennoù ha rak-se e c'heller lakaat o santadoù muioc'h war wel. Alies-kaer e vez eztaolet ar souezh dre lakaat an dudenn da gouezhañ en he led da skouer. Er manga City Hunter (brudet e Frañs dindan anv Nicky Larson) e komprener ez a Kaori (Laura) e fulor pa weler he fenn-bazh o tont war wel a daol trumm hag hi da flastrañ hec'h enebourez...


Trouzadelloù a vil vern a vez ivez, koulz evit ar jestroù, an oberoù pe ar soñjoù. E japaneg ez eus ur bern anezho : niko niko eo hini ar mousc'hoarzh, shiiin hini an didrouz pe pika pika (ha diwar se an anv Pikachu) evit ar strinkellikat.




Er mangaioù graet evit ar re yaouank e vez furigana ouzhpenn d'ar c'hanji, arouezennoù sinaek pe sinogrammoù, evit aesaat al lenn.

[kemmañ] Seurtoù mangaioù

E Japan ez eus a bep seurt luskoù embann d'ar mangaioù : bep sizhun pe bep trimiziad. Dre chabistroù 20 pajenn dezho e vezont embannet. Livioù disheñvel a c'hell diforc’hañ ar seurtoù mangaioù a zo en ur magazin. A bep seurt furmad a zo dezho ivez : un nebeud pajennoù pe un daou-ugent bennak anezho (evit reiñ lañs d'un heuliadenn nevez da skouer).

Setu amañ un nebeud kelaouennoù sizhuniek : Shōnen Jump (Shueisha), Shōnen Magazine (Kodansha), Shōnen Sunday (Shogakukan).

Betek 400 pajenn a c'hell bezañ dezho.

Diouzh rummadoù tud eo ar c’hellaouennoù manga :

  • Kodomo = evit ar re yaouankañ
  • Shōnen = evit ar grennarded
  • Shôjo = evit ar c'hrennardezed
  • Seinen = evit an dud deuet, paotred yaouank anezho
  • Josei = evit an dud deuet, merc'hed yaouank anezho
  • Shôjo-ai = istorioù karantez etre maouezed
  • Shôjo-yuri = istorioù reizh etre maouezed
  • Shônen-ai = istorioù karantez etre paotred
  • Shônen-yaoi = istorioù reizh etre paotred.
  • Seijin = evit an dud deuet, paotred anezho
  • Redisu = evit an dud deuet, merc’hed anezho

Un nebeud rummoù dibar a zo ivez :

  • Dôjinshi = produerezh amatour, tresadennoù gosisus
  • Yonkoma = manga peder log dezho
  • Gekiga = manga dramaek ar 60-70
  • Ecchi (H) = manga erotek
  • Hentai = manga pornografek
  • Moé = manga troet gant ur santad ouzh un dudenn
  • Suiris = manga troet gant ar muntroù
  • Jidaimono = manga troet gant an istor

[kemmañ] Manga (dre o anv brezhonek)

Roll ar mangaioù, dre o anv brezhonek, all | A | B | C | D | E | F | G | H | I | J | K | L | M | N | O | P | Q | R | S | T | U | V | W | X | Y | Z

[kemmañ] Manga (dre o zitl orin)

あ - い - う - え - か - き - く - こ - さ - し - す - せ - そ - た - ち - て - と - な - ね - は - ひ - ふ - ほ - ま - み - め - も - ゆ - ら - る - わ

[kemmañ] Embannerien mangaioù e Frañs

  • Asuka
  • Casterman (label Sakka)
  • Delcourt
  • Embannadurioù an amzer
  • Génération comics
  • Glénat
  • IMHO
  • J'ai lu
  • Kana (ed. Dargaud)
  • Kurokawa
  • SeeBD (labels Kabuto, Akiko)
  • Ki-oon
  • Pika
  • Le Seuil
  • Soleil Manga
  • Toki
  • Tonkam
  • Taifu Comics
  • Vertige Graphic
  • Wetta WorldWide

[kemmañ] Liammoù diavaez

Porched Japan ha sevenadur Japan – Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'e sevenadur.

Patrom:LabourAchom

Our "Network":

Project Gutenberg
https://gutenberg.classicistranieri.com

Encyclopaedia Britannica 1911
https://encyclopaediabritannica.classicistranieri.com

Librivox Audiobooks
https://librivox.classicistranieri.com

Linux Distributions
https://old.classicistranieri.com

Magnatune (MP3 Music)
https://magnatune.classicistranieri.com

Static Wikipedia (June 2008)
https://wikipedia.classicistranieri.com

Static Wikipedia (March 2008)
https://wikipedia2007.classicistranieri.com/mar2008/

Static Wikipedia (2007)
https://wikipedia2007.classicistranieri.com

Static Wikipedia (2006)
https://wikipedia2006.classicistranieri.com

Liber Liber
https://liberliber.classicistranieri.com

ZIM Files for Kiwix
https://zim.classicistranieri.com


Other Websites:

Bach - Goldberg Variations
https://www.goldbergvariations.org

Lazarillo de Tormes
https://www.lazarillodetormes.org

Madame Bovary
https://www.madamebovary.org

Il Fu Mattia Pascal
https://www.mattiapascal.it

The Voice in the Desert
https://www.thevoiceinthedesert.org

Confessione d'un amore fascista
https://www.amorefascista.it

Malinverno
https://www.malinverno.org

Debito formativo
https://www.debitoformativo.it

Adina Spire
https://www.adinaspire.com