Ebooks, Audobooks and Classical Music from Liber Liber
a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z





Web - Amazon

We provide Linux to the World


We support WINRAR [What is this] - [Download .exe file(s) for Windows]

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
SITEMAP
Audiobooks by Valerio Di Stefano: Single Download - Complete Download [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Alphabetical Download  [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Download Instructions

Make a donation: IBAN: IT36M0708677020000000008016 - BIC/SWIFT:  ICRAITRRU60 - VALERIO DI STEFANO or
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Heñvelrevelezh - Wikipedia

Heñvelrevelezh

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor


Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan


 Tabut termenadurezh

Implijet e vez nevezc'herioù er pennad-mañ bet krouet a-ratozh. Peuliesañ ne vezont ket kavet er geriadurioù pe evit abegoù teknikel resis ne glot ket an termenoù-se dre ret gant an termenoù boutin..)


Un identelezh (pe stad-den) revel eo an heñvelrevelezh o tennañ d'un den hag a en em sant dedennet ez-reizhel ha/pe ez-karantezel gant tud eus an hevelep rev evitañ. Un doare unrevelezh an hini o neuze.

Krouet e oa bet an nevezc'her homosexuell en alamaneg diwar ar gwrizioù gresianek ομο- (homo-): "heñvel" ha latin: sex(us)-: "reizh" gant ar skrivagner aostriat Karl-Maria Kertbeny hag implijet evit ar wech kentañ en un destenn bet embannet dizanv gantañ e 1869. Diwar an termen alamanek genidik-se e oa bet savet e brezhoneg an droidigezh-amprest heñvelreizhouriezh (pe heñvelreizherezh). Amañ avat e vez graet kentoc'h gant an termen nevez-krouet heñvelrevelezh evit diskwel en un doare splann e ra dave d'ur Stad-den pe identelezh revel kentoc'h evit un tuadur reizhel.

Termenoù all ez eus a c'heller implijout evit kaozeal eus tud heñvelrevel en un doare pozitivel pe d'an nebeutañ neptuek:

  • Gae: diwar ar saozneg gay ("laouen, bliv"), implijet e vez evit ober dave d'un den heñvelrevel, peurliesañ paotred;

Gwechall e veze renket an termen heñvelreizhour e-touez ar c'hleñvedoù-spered hag a ranked bezañ pareet, met tennet e oa bet kuit gant Aozadur Etrebroadel ar Yec'hed (OMS) diouzh Kod Etrebroadel ar C'hleñvedoù d'an 17 a viz Mae 1990.

Lezennoù dre ar bed o tennañ d'an heñvelrevelezh dre riez
Brasaat
Lezennoù dre ar bed o tennañ d'an heñvelrevelezh dre riez

Evit meur a relijion eo bet lakaet da bec'hed an heñvelrevelezh ha tud all a gred ez eo ar stad-den revel ur seurt tuadur reizhel "dibabet" gant hini pe hini ha neuze e c'hellfent chom hep kaout seurt darempredoù "enep-natur" mar fellfe dezhe.

N'eo ket sklaer e gwirionez an abegoù a laka an dud da vezañ heñvelrevel, arallrevel, divrevel hag all.

Evit ar skiantourion/ezed a-vremañ n'eo ket an heñvelrevelezh un dibab personel hag e-touez an abegoù biologel ez eus bet komzet eus perzhioù genetikel pe hormonel. Abalamour da se e kredont ivez ne c'hell ket bezañ kemmet revelezh an den-mañ-'n-den daoust ma 'z eus strolladoù, relijiel dreist-holl, a glask "pareañ" tud heñvelrevel evit lakaat anezhe da vezañ arallrevel.

Stourmet e e vez e meur a vro evit ma c'hellfe ar c'houbladoù eurediñ rak dre vras eo gwelloc'h evit ur c'houblad bezañ dimezet e-keñver an taosoù a rankont paeañ, an asurañsoù, gwirioù war herezh ar pried hag all. Hiziv n'eus nemet peder bro c'hoazh ma vez leusket an dud heñvelrevel da eurediñ da vat: an Izelvroioù, Belgia, Spagn ha Kanada. E lec'hioù all ma vez difennet oute dimeziñ ez eo bet krouet kevradoù ispisial (digor da dud arallrevel ivez) great "uniezhioù keodedel" oute, met ne deu ket diwar seurt uniezhioù an hevelep giwirioù dres evel evit an dud dimez.

Hiziv en darn vrasañ eus broioù ar c'hornôg (Europa ha Norzh Amerika) e teu an heñvelrevezh da vezañ degemeret gwelloc'h-gwellañ gant ar grevredigezh dre vras ha muioc'h-mui e vez kavet broioù gante lezennoù resis bet diorroet evit difenn gwirioù an dud heñvelrevel hag evit o gwareziñ diouzh ar feulster hag an gwallziforc'h.

E broioù all avat e vez kendalc'het c'hoazh d'o gwalldiforc'hiñ, o vezañ ma c'hell un den bezañ skarzhet diouzh e labour, difennet da debriñ e lec'hioù zo da skwer abalamour d'e/he revelezh. E meur a vro ouzhpenn, dreist-holl er broioù ma ren eno ar charia e c'hell bezañ bac'het ha betek lazhet an den-mañ-den peogwir eo heñvelrevel.

Dre vras e c'heller lâret n'o devez ket an dud heñvelrevel an hevelep gwirioù evit an dud arallrevel en darn varsañ eus broioù ar bed.

[kemmañ] Gwelet ivez

[kemmañ] Liammoù diavaez

Porched ar revelezh denel – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar revelezh.
Our "Network":

Project Gutenberg
https://gutenberg.classicistranieri.com

Encyclopaedia Britannica 1911
https://encyclopaediabritannica.classicistranieri.com

Librivox Audiobooks
https://librivox.classicistranieri.com

Linux Distributions
https://old.classicistranieri.com

Magnatune (MP3 Music)
https://magnatune.classicistranieri.com

Static Wikipedia (June 2008)
https://wikipedia.classicistranieri.com

Static Wikipedia (March 2008)
https://wikipedia2007.classicistranieri.com/mar2008/

Static Wikipedia (2007)
https://wikipedia2007.classicistranieri.com

Static Wikipedia (2006)
https://wikipedia2006.classicistranieri.com

Liber Liber
https://liberliber.classicistranieri.com

ZIM Files for Kiwix
https://zim.classicistranieri.com


Other Websites:

Bach - Goldberg Variations
https://www.goldbergvariations.org

Lazarillo de Tormes
https://www.lazarillodetormes.org

Madame Bovary
https://www.madamebovary.org

Il Fu Mattia Pascal
https://www.mattiapascal.it

The Voice in the Desert
https://www.thevoiceinthedesert.org

Confessione d'un amore fascista
https://www.amorefascista.it

Malinverno
https://www.malinverno.org

Debito formativo
https://www.debitoformativo.it

Adina Spire
https://www.adinaspire.com