Ebooks, Audobooks and Classical Music from Liber Liber
a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z





Web - Amazon

We provide Linux to the World


We support WINRAR [What is this] - [Download .exe file(s) for Windows]

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
SITEMAP
Audiobooks by Valerio Di Stefano: Single Download - Complete Download [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Alphabetical Download  [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Download Instructions

Make a donation: IBAN: IT36M0708677020000000008016 - BIC/SWIFT:  ICRAITRRU60 - VALERIO DI STEFANO or
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Etrereizhadezh - Wikipedia

Etrereizhadezh

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor


Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan

 Tabut termenadurezh

Implijet e vez nevezc'herioù er pennad-mañ bet krouet a-ratozh. Peuliesañ ne vezont ket kavet er geriadurioù pe evit abegoù teknikel resis ne glot ket an termenoù-se dre ret gant an termenoù boutin..)


Implijet e vez an nevezc'her etrereizhadezh evit komz eus tud hag a vez ganet gant perzhioù biologel (da skwer dreist-holl organoù genel) ha ne glotont ket gant ur reizh nemetkene, pe gourel pe benel.

Pa gomzer eus tud eo gwell implijout an termen neptu-mañ kentoc'h evit hermafrodit pe divreizhadezh bet krouet gant ar viologourion tro-dro da 1809 evit deskrivañ plant (ha war-lerc'h loened ivez) gante organoù genel gourel ha benel war un dro.

Arabat kemmesk ivez ar fed ma vez organoù genel eus pep reizh war un dro (divreizhadezh) gant an identelezh revel a denn d'ar revelezh denel pa garer ha/pe glakser kaout darempredoù reizhel kement gant tud eus an hevelep rev evit gant tud eus ar rev kontrol (sellit ouzh: divrevelezh).

Hervez studiadennoù bet kaset da benn e 2000 betek 1% eus an holl vugale a c'hellfe bezañ ganet gant ul live etrereizhadezh uhel pe uheloc'h ha gant 0,1%-0,2% e vefe disklaer penn-da-benn o reizh.

Ouzhpenn an organoù genel e vez implijet ar genoù evit divizout hag-eñ an den-mañ'r-den a zo gourel pe gwegel e/he reizh rak peurliesañ e vez kavet ar c'hromozomoù XY gant ar c'hourel ha XX gant ar maouezed. E gwirionez avat eo luzietoc'h an traoù rak meur a daore kromozomoù all a c'hell bezañ, da skwer:

  • Azoniad Turner: XO
  • Azoniad metabenel: XXX
  • Azoniad Klinefelter: XXY
  • Azoniad Jacob: XYY
  • Azoniad de la Chapelle: gour XX
  • Azoniad Swyer: maouez XY

An doare ma vez sellet ouzh an dud etrereizhel a gemm a sevenadur da sevenadur: e lec'hioù zo e vz graet an trede rev oute met peurliesañ, evel en Europa, e vez klasket e mod pe vod o lakaat da glotaat gant unan eus an div rev (gourel pe benel) hervez reolennoù ppe kevredigezh.

Alies e vezont oberataet daoust ha man n'eo ket ezhomm seurt oberatiadennoù evit o yec'hed. Muioc'h-mui e vez savet a-enep da seurt pratikoù gant tud etrereizhel ha pouezet e vez gante evit ma vefe anaouet daoreoù etrereizhadezh par d'an div reizhadezhoù nemete bet degemeret gant ar gevredigezh betek-hen.

[kemmañ] Gwelet ivez

[kemmañ] Liammoù diavaez


Porched ar revelezh denel – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar revelezh.
Our "Network":

Project Gutenberg
https://gutenberg.classicistranieri.com

Encyclopaedia Britannica 1911
https://encyclopaediabritannica.classicistranieri.com

Librivox Audiobooks
https://librivox.classicistranieri.com

Linux Distributions
https://old.classicistranieri.com

Magnatune (MP3 Music)
https://magnatune.classicistranieri.com

Static Wikipedia (June 2008)
https://wikipedia.classicistranieri.com

Static Wikipedia (March 2008)
https://wikipedia2007.classicistranieri.com/mar2008/

Static Wikipedia (2007)
https://wikipedia2007.classicistranieri.com

Static Wikipedia (2006)
https://wikipedia2006.classicistranieri.com

Liber Liber
https://liberliber.classicistranieri.com

ZIM Files for Kiwix
https://zim.classicistranieri.com


Other Websites:

Bach - Goldberg Variations
https://www.goldbergvariations.org

Lazarillo de Tormes
https://www.lazarillodetormes.org

Madame Bovary
https://www.madamebovary.org

Il Fu Mattia Pascal
https://www.mattiapascal.it

The Voice in the Desert
https://www.thevoiceinthedesert.org

Confessione d'un amore fascista
https://www.amorefascista.it

Malinverno
https://www.malinverno.org

Debito formativo
https://www.debitoformativo.it

Adina Spire
https://www.adinaspire.com