Ebooks, Audobooks and Classical Music from Liber Liber
a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z





Web - Amazon

We provide Linux to the World


We support WINRAR [What is this] - [Download .exe file(s) for Windows]

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
SITEMAP
Audiobooks by Valerio Di Stefano: Single Download - Complete Download [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Alphabetical Download  [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Download Instructions

Make a donation: IBAN: IT36M0708677020000000008016 - BIC/SWIFT:  ICRAITRRU60 - VALERIO DI STEFANO or
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Yezhadur an esperanteg - Wikipedia

Yezhadur an esperanteg

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Taolenn

[kemmañ] Ar reolennoù

[kemmañ] Reolenn 1

N'eus ket 'met ur ger-mell strizh 'la'.

         Digemm eo ar ger-mell strizh 'la'           la libro  = al levr
                                                     la libroj = al levrioù
         N'eus ger-mell amstrizh ebet en esperanteg  libro = ul levr
                                                     libroj = levrioù
         "La" a zo evit "al, an, ar".
         N'eus ket eus "ul, un, ur" en esperanteg.

[kemmañ] Reolenn 2

Echuiñ a ra an holl anvioù-kadarn gant -o d.s. : patro (tad)

      El liester ec'h ouzhpenner al lostger -j        : patroj (tadoù)
      Al lostger -n a stager ouzh ar renadennoù eeun  : patron, patrojn

[kemmañ] Reolenn 3

Echuiñ a ra an holl anvioù-gwan gant -a d.s.: bona (mat)

     Klotañ a ra an anvioù-gwan gant an anv-kadarn a-fet niver hag a-fet tro.

d. s. : bona patro, bonaj patroj, bonan patron, bonajn patrojn.

[kemmañ] Reolenn 4

Digemm eo an niveroù pegementiñ.

0 nul 1 unu 2 du 3 tri 4 kvar 5 kvin 6 ses 7 sep 8 ok 9 naŭ 10 dek 100 cent 1000 mil


         Evit kontañ : dek du : 12 (dek + du), 
         met dudek : 20   (du + dek)   dudek tri : 23 (du + dek + tri)
         dumil tricent kvardek kvin : 2345
    Gallout a reer sevel anvioù-kadarn diwarno   d.s. :  nulo, unuo (unanenn), duo (douad), trio (triad)
    Gallout a reer sevel anvioù-gwan diwarno     d.s. :  tria (trede), sesa (c'hwec'hvet)
    Gant al lostger -on-  e saver kevrennoù.       duono (un hanter)
    Gant al lostger -op-  e saver anvioù-stroll    duopo (koublad), duope (daou-ha-daou)
    Gant al lostger -obl- e saver lieskementoù     duobla (doubl, daougement)
    Gant an araogenn po e saver dasparzherioù      po kvin (pep a 5)

[kemmañ] Reolenn 5

Ar raganvioù-gour a zo anezho :

mi  (me)    
vi  (te ha c'hwi)
li (eñ)
si  (hi)
gi  ("eñ", "hi", evit al loened n'ouezer o reizh pe evit an traoù)
si  (an unan) 
ni  (ni)
ili ("int")   
oni (dibersonel)

Gallout a reer sevel anvioù-gwan diwarno : 'mia', 'via', 'lia'...
'e', 'he', 'o', a vez lavaret 'sia(j)' pa reont dave d'ar rener.

[kemmañ] Reolenn 6

Reizh eo ar verboù.

          Ne gemmont nag a-fet gour, nag a-fet niver.
          Ne gemmont ket 'met evit an amzerioù.

   - al lostger -i a zo evit an anv-verb             d.s. :  fari (ober)
   - al lostger -as a zo evit an amzer-vremañ        d.s. :  mi faras, ili faras (me a ra, int a ra)
   - al lostger -is a zo evit an amzer-dremenet      d.s. :  mi promenis (me a bourmene)
   - al lostger -os a zo evit an amzer-da-zont       d.s. :  li vidos (eñ a welo)
   - al lostger -us a zo evit an doare-divizout      d.s. :  si farus (hi a rafe/raje)
   - al lostger -u a zo evit an doare-gourc'hemenn   d.s. :  Kantu! (Kan !)
   anvioù-gwan-verb gra  : 
           far-ant-a : oc'h ober (er mare-mañ)
           far-int-a : oc'h ober (en amzer dremenet)
           far-ont-a : oc'h ober (en amzer da zont)
   anvioù-gwan-verb gouzañv : 
           far-at-a : graet (er mare-mañ)
           far-it-a : graet (en amzer dremenet)
           far-ot-a : graet (en amzer da zont)
   N'eus ket 'met ur verb-skoazell 'esti' (bezañ) : 
           d.s. : mi estas faranta. (emaon oc'h ober)

[kemmañ] Reolenn 7

Al lostger -e a zo d'an adverboù deveret d.s. : rapide (buan)

Digemm, nemet pa vezont implijet e-giz renadenn lec'h ha pa vez un dilec'hiadur pe un durc'hadur. Kemer a reont neuze « n » akuzativ an dilec'hiañ. d.s. : kuirejen amañ-dindan. (sellet ouzh ar Reolenn 13)

  • Derez uheloc'h : li kuras pli rapide ol... : redek a ra buanoc'h eget...
  • Derez uhel : li kuras plej rapide kuirejen : redek a ra ar buanañ (ar gwellañ) d'ar gegin.

N'o deus an adverboù nann-deveret lostger -e ebet. Sellet ouzh Adverboù ispisial an esperanteg

[kemmañ] Reolenn 8

Goude an holl araogennoù e teu an nominativ.

[kemmañ] Reolenn 9

Distaget e vez ar gerioù e-giz ma vezont skrivet ha skrivet e vezont e-giz ma vezont distaget.

[kemmañ] Reolenn 10

Skeiñ a ra an taol-mouezh war an eil silabenn ziwezhañ atav.

          d.s. : la'BO'ri ( labourat ), famil'I'o ( familh... )

[kemmañ] Reolenn 11

Savet e vez ar gerioù kevrennek dre lakaat gerioù kichen-ha-kichen en ur lakaat ar bennrann diazez en dibenn.

          d.s. : Birdokanto (Kan labous)

[kemmañ] Reolenn 12

Eztaolet e vez ar stumm nac'h gant ur ger hepken.

          'mi neniam fumas'.   (Ne vutunan morse)
          ('mi neniam ne fumas' a vefe : butuniñ a ran atav)

[kemmañ] Reolenn 13

Graet e vez gant al lostger -n evit merkañ an akuzativ.

   d.s. : La kato rigardas la muson (Ar c'hazh a sell ouzh al logodenn)
          La muson rigardas la kato (Ouzh al logodenn e sell ar c'hazh)
                                           
          La kato saltas sur la tablon. (Ar c'hazh a lamm war an daol)
          
          Kien vi iras ? :        (Da belec'h emaoc'h o vont ?)
          Esti antaue  - esti supre...  (Bezañ dirak - bezañ en nec'h)
          Iri  antauen - iri  supren... (Mont dirak - mont d'an nec'h)

[kemmañ] Reolenn 14

N'o deus an araogennoù nemet ur ster.

          N'eus ket 'met an araogenn hollek 'je' a gement hag he dije ur ster kemmus :
          d.s. : Mi parolas pri vi (Komz a ran diwar ho penn)
          d.s. : Je kioma horo ?   (Da bet eur ?)
                 Kredi je io       (Krediñ en un dra bennak)

[kemmañ] Reolenn 15

Adkemeret e vez ar gerioù etrebroadel en esperantek evel m'emaint goude betzañ bet azasaet o reizhskrivadur.

    d.s. : teatro (c'hoariva/teatr), lifto (pignerez), radaro (radar), ...

[kemmañ] Reolenn 16

An anvioù-kadarn hep akuztiv hag ar ger-mell strizh a c'hell koll o vogalenn ziwezhañ, ha neuze e vez lakaet ur skrap en o flas.

[kemmañ] Tabel-vortoj

An termen Tabel-vortoj a sinifi "gerioù an daolenn", n'en deus kevatal mat ebet e brezhoneg. Bezañ ez eus anezho 45 ger-benveg a oa bet kinniget unan-hag-unan e lodenn "geriadur" ar Fundamento (ha n'eo ket e stumm un daolenn evel amañ-dindan daoust m'int bet savet er stumm-se hep mar ebet).

i -
amstrizh
k-
goulenn-stagell
t-
diskouez
ĉ-
holl
nen-
nac'h
hiniennder -u iu
unan bennak
kiu
Piv ? Pehini ? Pe ?
tiu
hennezh,
an [...]-se
ĉiu
Pep, pep hini
neniu
den ebet, hini ebet, nikun
tra -o io
Un dra bennak
kio
Petra ?
tio
Se, an dra-se
ĉio
Pep tra
nenio
Netra
perzh -a ia
Ur seurt
kia
Pe seurt ?
tia
ar seurt [...]-se
ĉia
Pep seurt
nenia
Seurt [...] ebet
perc'hennañ -es ies
da unan bennak
kies
Da biv ?
ties
Dezhañ, Dezhi,
D'an den-se
ĉies
D'an holl,
Da bep hini
nenies
Da zen ebet
lec'h -e ie
En ul lec'h bennak
kie
Pelec'h ?
tie
Aze
ĉie
E pep lec'h
nenie
E neb lec'h
amzer -am iam
Ur wezh / Un deiz
kiam
Pegoulz ?
tiam
D'ar c'houlz-se
ĉiam
Atav / Bepred
neniam
Morse
doare -el iel
en ur mod bennak
kiel
Penaos ? / Peseurt mod ?
tiel
e-giz-se / er-mod-se
ĉiel
en holl zoareoù
neniel
e doare ebet / e mod ebet
abeg -al ial
Abalamour d'un abeg bennak
kial
Perak ?
tial
Abalamour d'an-dra-se
ĉial
Abalamour d'an holl abegoù
nenial
Hep abeg ebet
kementad -om iom
Un tamm / Ur banne
kiom
Pegement ?
tiom
Kement-se
ĉiom
An holl gementad
neniom
Netra ebet

Notennoù :

  1. An doare da sevel gerioù gant rakgerioù ha lostgerioù tro-dro d'ur meni gwrizienn "i" a dalv e diabarzh an daolenn-mañ hepken, ha n'eo ket da vezañ implijet e lec'h all. Koulskoude e weler implijoù amañ hag ahont e-giz "alies" (ger perc'hennañ : da unan all)
  2. Ar gerioù "-ia" a zo anvioù-gwan, ar re "-iu" a zo raganvioù/anvioù-gwan hag ar re "-io" a zo raganvioù. Kemer a reont merk an akuzativ hag evit an daou seurt kentañ hepken, merk al liester, pa vez ezhomm.
  3. Ar re "-ies" a zo raganvioù gour perc'hennañ digemm.
  4. Ar gerioù all a zo adverboù en esperanteg, hag evel an holl adverboù e vezont digemm, daoust ma c'hell an adverboù lec'h en "-ie" merkañ ent-reizh un dilec'hiadur pe un durc'hadur en "-ien" pa vez ezhomm.

[kemmañ] Gwelet ivez

[kemmañ] Liammoù diavaez

Our "Network":

Project Gutenberg
https://gutenberg.classicistranieri.com

Encyclopaedia Britannica 1911
https://encyclopaediabritannica.classicistranieri.com

Librivox Audiobooks
https://librivox.classicistranieri.com

Linux Distributions
https://old.classicistranieri.com

Magnatune (MP3 Music)
https://magnatune.classicistranieri.com

Static Wikipedia (June 2008)
https://wikipedia.classicistranieri.com

Static Wikipedia (March 2008)
https://wikipedia2007.classicistranieri.com/mar2008/

Static Wikipedia (2007)
https://wikipedia2007.classicistranieri.com

Static Wikipedia (2006)
https://wikipedia2006.classicistranieri.com

Liber Liber
https://liberliber.classicistranieri.com

ZIM Files for Kiwix
https://zim.classicistranieri.com


Other Websites:

Bach - Goldberg Variations
https://www.goldbergvariations.org

Lazarillo de Tormes
https://www.lazarillodetormes.org

Madame Bovary
https://www.madamebovary.org

Il Fu Mattia Pascal
https://www.mattiapascal.it

The Voice in the Desert
https://www.thevoiceinthedesert.org

Confessione d'un amore fascista
https://www.amorefascista.it

Malinverno
https://www.malinverno.org

Debito formativo
https://www.debitoformativo.it

Adina Spire
https://www.adinaspire.com