Ebooks, Audobooks and Classical Music from Liber Liber
a b c d e f g h i j k l m n o p q r s t u v w x y z





Web - Amazon

We provide Linux to the World


We support WINRAR [What is this] - [Download .exe file(s) for Windows]

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
SITEMAP
Audiobooks by Valerio Di Stefano: Single Download - Complete Download [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Alphabetical Download  [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Download Instructions

Make a donation: IBAN: IT36M0708677020000000008016 - BIC/SWIFT:  ICRAITRRU60 - VALERIO DI STEFANO or
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Lizherenneg an esperanteg - Wikipedia

Lizherenneg an esperanteg

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Skrivet eo ar pennad-mañ e Peurunvan


Skrivet e vez an esperanteg gant 28 lizherenn. 22 anezho a zeu war-eeun eus al lizherenneg latin diazez, hag ar 6 all ivez met un tired a zo ouzhpennet dezho. Pep hini eus an 28 lizherenn-se, pe e vefe tiredek pe ne vefe ket, a zo ur gwir lizherenn (eleze e vez sellet bepred ouzh 'ĉ' da skouer evel ul gwir lizherenn ha n'eo ket evel "ur seurt 'c'") hag he deus he flas dezhi hec'h-unan e-barzh urzh al lizherenneg.

Taolenn

[kemmañ] Lizherenneg

Heñvel eo lizherennoù an esperanteg ouzh al Lizherenneg Fonetikel Etrebroadel, nemet al lizherennoù ŝ [ʃ], ĉ [ʧ], c [ʦ], ĵ [ʒ], ĝ [ʤ], ŭ [w], ĥ [x].

Lizherenneg esperantek
A B C Ĉ D E
F G Ĝ H Ĥ I
J Ĵ K L M N
O P R S Ŝ T
U Ŭ V Z

(Lizherennoù bras)

Lizherenneg esperantek
a b c ĉ d e
f g ĝ h ĥ i
j ĵ k l m n
o p r s ŝ t
u ŭ v z

(Lizherennoù bihan)

[kemmañ] Distagadur

Al lizherenneg klok a zo 28 lizherenn enni neuze ; distaget e vezont holl bepred (n'eus lizherenn vut ebet) ha fonetikel rik eo al lizherennog, da lavaret eo e klot ul lizherenn hag unan hepken gant ur son roet hag en tu gin e klot ur son hag unan hepken gant ul lizherenn roet.

Setu amañ an 28 lizherenn hag o distagadur :

Lizherenn vihan Lizherenn vras Distagadur LFE Distagadur SAMPA Skouerioù
(e brezhoneg)
a A /a/ /a/ atav
b B /b/ /b/ bihan
c C /ts/ /ts/ tsar
ĉ Ĉ /tʃ/ /tS/ tchek
d D /d/ /d/ du
e E /e/ pe /ɛ/ /e/ pe /E/ esperanteg
f F /f/ /f/ frouezh
g G /g/ /g/ goañv
ĝ Ĝ /dʒ/ /dZ/ John
h H /h/ /h/ hir
ĥ Ĥ /x/ /x/ c'hoazh
i I /i/ /i/ ijin
j J /j/ /j/ yaouank
ĵ Ĵ /ʒ/ /Z/ jabadao
k K /k/ /k/ karantez
l L /l/ /l/ leon
m M /m/ /m/ mor
n N /n/ /n/ nijal
o O /o/ pe /ɔ/ /o/ pe /O/ orjal
p P /p/ /p/ peoc'h
r R /r/ pe /ʁ/ /r/ ou /R/ ("ruilhet" e vez an r) raden
s S /s/ /s/ skoaz
ŝ Ŝ /ʃ/ /S/ chokolad
t T /t/ /t/ triskell
u U /u/ /u/ oulm
ŭ Ŭ /w/ /w/ gwad
v V /v/ /v/ vakañsoù
z Z /z/ /z/ zoken


Anv pep vogalenn a c'hoarvez eus ar vogalenn-se traken : a, e, i, o, u. Savet e vez anvioù ar c'hensonennoù dre stagañ un "o" ouzh ar c'hensonennoù-se : bo, co, ... ŭo,... zo.

An ŭ a zo an hantergensonenn a vez ganti er strolloù (evel e-barzh daou) hag (evel e-barzh blev) dreist-holl.

N'eus ket eus al lizherennoù q, w, x, ha y en esperanteg. Bez' e c'heller kaout ezhomm anezho evit arroudennoù e yezhoù all pe e matematik. En degouezh-se e vez distaget o anvioù evel hen :

Q - kuo
W - duobla-vo pe ĝermana vo
X - ikso
Y - ipsilono pe i greka

[kemmañ] Erlec'hiañ

En tipografiezh e ranker lakaat un dra bennak all e lec'h al lizherennoù tiredek pa ne vez ket an arouezennoù ret en hor c'herz. N'heller ket chom hep lakaat tamm tired ebet hep reiñ an tu da lakaat kemm etre lizherennoù disheñvel.

[kemmañ] Ar sistem H

En hentenn erlec'hiañ aliet gant L. L. Zamenhof, krouer an esperanteg, e vez lakaet al lizherennoù hep tired heuliet gant al lizherenn h e-lec'h al lizherennoù tiredek, nemet evit an ŭ a vez erlec'hiet al lizherenn u hep tired outañ peogwir ne sav kazimant kudenn ebet evit kompren :

  • serĉi (klask) → serchi
  • manĝi (debriñ) → manghi
  • ĥirurgio (surjianerezh) → hhirurgio
  • ĵurnalo (kazetenn) → jhurnalo
  • ŝuo (botez) → shuo
  • malgraŭ (daoust) → malgrau

[kemmañ] Ar sistem X

Da vare ar c'hod ASCII e oa bet savet meur a hentenn all. An hentenn-X eo an hini he deus graet ar muiañ a verzh. Al lizherenn x ha ne vez ket graet ganti er gerioù esperantek, a gemer neuze lec'h an h, ha graet e vez ganti goude an u ivez. Gant an hentenn-se e c'heller implij treuzkemmerioù emgefreek efedus tra ma sav kudennoù pa glasker treuzkemmañ ent-emgefreek gerioù a-giz flughaveno (flug + haveno : aerborzh), longhara (long + hara : blev hir dezhañ/i), dishaki (dis + haki : dispenn gant ur vouc'hal), chashundo (chas + hundo : ki hemolc'h), ha re all c'hoazh a zo enno an h ur gwir lizherenn ha n'eo ket erlec'hiadur tired al lizherenn a zo araozi.

  • serĉi (klask) → sercxi
  • manĝi (debriñ) → mangxi
  • ĥirurgio (surjianerezh) → hxirurgio
  • ĵurnalo (kazetenn) → jxurnalo
  • ŝuo (botez) → sxuo
  • malgraŭ (daoust) → malgraux

[kemmañ] Unicode

Met bremañ pa vez graet muioc'h-mui gant an Unicode e teu aesoc'h-aesañ skrivañ lizherennoù tiredek an esperanteg dre urzhiataerez. Dre se e krog implij an erlec'hiadurioù da vont diwar wel.

Kodoù Unicode (degel) al lizherennoù tiredek
Ĉ 264 ĉ 265
Ĝ 284 ĝ 285
Ĥ 292 ĥ 293
Ĵ 308 ĵ 309
Ŝ 348 ŝ 349
Ŭ 364 ŭ 365

En HTML e vez ganet lizherennoù tiredek an esperanteg gant ar c'hodoù-se pa ouzhpenner &# araozo hag ur pik-virgulenn en o goude ; e "Visual Basic" e vez graet gant ar c'hodoù-se e-giz argumant eus ar fonksion chrW( ) ; h.a.

  • Da skouer : Ŝ a c'heller kaout gant Ŝ en HTML, ha gant chrW(348) e V.B. ...

[kemmañ] Treuzkemmerioù

Bez' ez eus treuzkemmerioù a ro an tu da dremen aes eus an eil sistem d'egile. Setu amañ unan evit tremen eus ar sistem X d'an Unicode : [1]

[kemmañ] Gwelet ivez

[kemmañ] Liammoù diavaez

  • Selaou al lizherenneg en esperanteg.
Our "Network":

Project Gutenberg
https://gutenberg.classicistranieri.com

Encyclopaedia Britannica 1911
https://encyclopaediabritannica.classicistranieri.com

Librivox Audiobooks
https://librivox.classicistranieri.com

Linux Distributions
https://old.classicistranieri.com

Magnatune (MP3 Music)
https://magnatune.classicistranieri.com

Static Wikipedia (June 2008)
https://wikipedia.classicistranieri.com

Static Wikipedia (March 2008)
https://wikipedia2007.classicistranieri.com/mar2008/

Static Wikipedia (2007)
https://wikipedia2007.classicistranieri.com

Static Wikipedia (2006)
https://wikipedia2006.classicistranieri.com

Liber Liber
https://liberliber.classicistranieri.com

ZIM Files for Kiwix
https://zim.classicistranieri.com


Other Websites:

Bach - Goldberg Variations
https://www.goldbergvariations.org

Lazarillo de Tormes
https://www.lazarillodetormes.org

Madame Bovary
https://www.madamebovary.org

Il Fu Mattia Pascal
https://www.mattiapascal.it

The Voice in the Desert
https://www.thevoiceinthedesert.org

Confessione d'un amore fascista
https://www.amorefascista.it

Malinverno
https://www.malinverno.org

Debito formativo
https://www.debitoformativo.it

Adina Spire
https://www.adinaspire.com